Kaozeal:Kembraeg
n'on ket a-enep implij doiareoù-skrivañ disheñvel er pennad-mañ'r-pennad, met amañ eo deuet sot an afer-mañ! d'am soñj e vefe tu da renkañ ar pennad-mañ dre e lakaat e peurunvan en e bezh. ha ret eo votiñ? Neal 24 Kzu 2005 da 08:58 (UTC)
- Me zo peur a-du ganeoc’h, ma vije ur reizhad skritur anavezet e-giz ar C’hLT e vije disheñvel mes ur reizhad skritur ijinet penn-da-benn ha direizh mik eo, daoust hag eñ e vez graet e Wiki gallek "Le chtit couin(-couin) du fransé tradisionnel" pe "Le pure squatt du séfran dè djeuns" ? Ne vez ket abalamour ma'z eo ret d'an dud ober gant ul live yezh uheloc’h pa skrivont e-barzh traoù skiantel... Ar brezhoneg zo pinvidik a-walc’h evit ober memes tra, ha n'eo ket pellaat ar brezhoneg deus ar yezhoù roman mes ober e-giz ar yezhoù all : ur skritur unanet, un ereadurezh brav hag ur geriaoueg uheloc’h... Ur yezh ne vez ket skrivet ha prezeget gant an hevelep doare (nemet e-barzh MSN pe traoù all)...
Gwareziñ ar bajenn-mañ
kemmañn'oûn ket penaos e vez graet evit gwareziñ ur pennad bennaket met gwelet m'eus bet ober e yezhoù all - d'am soñj e vefe mat gwareziñ ar pennad-mañ e peurunvan kentoc'h evit an hini bet savet oc'h implij ur skritur personel. Neal 21 Gen 2006 da 10:52 (UTC)
- Ya, laouen met evit se e ranker da-gentañ bezañ bet dilennet merourien evit ar wiki-mañ rak n'eus nemeto a c'hall en ober. --Fulup 21 Gen 2006 da 12:26 (UTC)
- Evidon-me e afe a-enep-krenn da spered ar Wikipedia. Ret eo aotreañ pep hini da zegas kemmoù er pennadoù. Gwareziñ a c'heller pajennoù zo e-giz ar re a zispleg mont en-dro ar wiki met ma vez gwarezet pennadoù gouiziegezh n'hello ket ar ouiziegezh e brezhoneg mont war-raok. Gant an tabutoù ivez e vez priziet buhez ar wiki. --Yun 22 Gen 2006 da 09:26 (UTC)
- A-du e savan gant Yun, a-grenn. Ne vefe ket mat mirout ouzh an dud da glokaat pennadoù. Degaset em eus, meur a wech, boued ouzhpenn d'ar pennad kembraeg, hag emichañs e rin c'hoazh.--Llydawr 23 Gen 2006 da 17:28 (UTC)
- n'on ket a-du ganit na tamm ebet: spered ar wikipedia, evidon.me atav, a dalv digeriñ ar pennadoù d'an holl ha dre implijet doareoù-skrivañ hiniennel ne vezeont nemet serret d'an darn vrasañ moarvat. n'eo ket gwir ivez ne vez gwarezet pajennoù a denn da vont-en-dro d'ar wiki (e yezhoù all) met gwarezet e vez ivez n'eus forzh peseurt pajenn ma vez un tabut warni pe diwarni keit ha ma vez diskoulmet an tabut-se (etre an holl implijerezed/ourion pe c'hoazh gant ur verourez pe gant ur merour). n'on ket evit difnn an dud da skrivañ ha da genlabourat, zoken ma vefe e doareoù-skrivañ disheñvel diouzh ar peuruvan, met pa welan traoù evel frañses, irlandê, mouvamant hag all e gav din eo ret lâret trawalc'h! re 'zo re!
Neal 22 Gen 2006 da 09:39 (UTC)
- Ya, ur vezh-ruz eo skrivañ frañses, irlandê, mouvamant. Met ret eo pouezañ eus un tu an amzer hag ar boan a vez kollet gant seurt tud hag eus un tu all ar pezh a vije kollet ma vije gwarezet pennadoù a c'hellfe bezañ gwellaet hag astennet.--Yun 22 Gen 2006 da 09:50 (UTC)
- Re wir eo e vefe torr-penn gwareziñ pennadoù na vije ket tu da glokaat ha da reizhañ ken. Ur reolenn all zo war ar wiki. Gallout a ra ar verourien mirout ouzh tud zo da cheñch traoù war ar wiki e-pad ur frapad amzer bennak (betek tri miz a gav din) ma nac'h un implijer doujañ d'ar reolennoù kendivizet. En degouezh-mañ ez eus un den na glask ket kenlabourat gant ar re all hag a zo en em lakaet er-maez, dre e ideologiezh, diouzh peurrest kumuniezh ar vrezhonegerien. Ne skriv nemet evitañ e-unan ha neket evit al lennerien. Lakaat a ra an holl da goll amzer. Ur seurt vandalerezh eo e emzalc'h. Forzh penaos eo tremen poent dilenn merourien, ha panefe nemet evit naetaat ha skarzhañ ar pennadoù kamm niverus a gaver war roll ar pajennoù da vezañ nullet bremañ. Lakaat a reont niver ar pennadoù war hor wiki da greskiñ en un doare direizh. --Fulup 22 Gen 2006 da 10:52 (UTC)
- a-du penn-da-benn ganit. un hent all da wareziñ an traoù talvoudus eo hennezh. ha penaos e vez graet evit dilenn merourezed ha merourion
merourion ha merourezed
kemmañra ma vezont dilennet neuze! (evit ar banglaeg eo hennezh ar stumm reizh ha daoust ha ma vez anavezet kentoc'h beblaeg pe me oar me e vefe ret adkas atav da vbanglaeg - just evel ma vez graet gant tud ar peurunvan gant gresianeg e-lec'h gregach!)
- Ne gomprenan ket perak e vez kaoz amañ eus ar verourien/velestrerien a vanke d'ar wiki : n'eo ket o labour tamm ebet divizout war an dibaboù yezh : ur seurt diktatorelezh a-enep spered ha penaennoù ar wiki e vije. Sell ouzh pajenn war melestradurezh ar wiki. Kendelc'her a ran war An ti-chopin. --Ch. Rogel 22 Gen 2006 da 18:15 (UTC)
- n'eo ket e diluziañ kudennoù a denn d'ar yezh war-eeun e oan me o soñjal p'am boe kinniget dilenn merouerezed ha merourion, met kentoc'h e gwareziñ traoù talvoudus da vezañ vandalizet evit abegoù ideologel - dreist-holl pa vez savet pennadoù evit plijout d'an hini o skriv kentoc'h evit brasañ blijadur ar re a fell dezhe o lenn... n'on ket a-enep ma vez savet pennadoù e doareoù-skrivañ disheñvel diouzh ar peurunvan, met n'on ket a-du na tamm ebet gwelet traoù skrivet n'eus forzh penaos hep ton na son.
Neal 22 Gen 2006 da 19:37 (UTC)
Mae'r erthygl hon mor gynhwysfawr!