Kaozeal:Kevin Meaney
Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Prieladkozh
Demat, Un den brudet e tlee bezañ Kevin Meaney dre ma kaver pennadoù diwar e benn er wikipediaoù-mañ : Acèh, Aragonés, Arpetan, Asturianu, Bân-lâm-gú, Boarisch, Català, Cebuano, Chavacano de Zamboanga, Corsu, Interlingua, Nāhuatl, Napulitano, Occitan, Oʻzbekcha/ўзбекча, Qaraqalpaqsha, Tagalog, Taqbaylit, Türkmençe, Walon, Winaray, Yorùbá, Zazaki hag... English evel-just. Sur a-walc'h e tifenne ar Stadunanad-se ar yezhoù bihanniver ; n'hall ket bezañ displegadenn all ebet rak n'eus pennad ebet en alamaneg, e galleg, en italianeg, e portugaleg, spagnoleg, hag all...--Prieladkozh (kaozeal) 8 Du 2016 da 08:59 (UTC)
- Un toullad pennadoù hag a denn da sevenadur modern ar Stadoù Unanet zo bet lakaet er Wikipedia brezhonek hag e Wikipediaoù e yezhoù "bihan" all, gant tud dianav (Stadunaniz anezho marteze ?). Aliezik ne gaver ket pennadoù kevatal er Wikipediaoù e yezhoù "bras" all, rak dianav eo an danvez anezho e diavaez ar Stadoù Unanet. N'eo ket lavaret e tegasfent kalz a dra d'ar Wikipedia brezhonek. --Llydawr (kaozeal) 14 Du 2016 da 11:39 (UTC)
- Boulc'het 'oan bet ha graet 'vo war o zro bep tro ma vezo ezhomm d'o reizhañ.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Du 2016 da 12:25 (UTC)