Kaozeal:Kib vell-droad ar bed 2010

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Plantañ pour

Skeudenn

kemmañ

Klasket em eus lakaat skeudenn logo ofisiel ar Gib met ne zeuan ket a-benn (s.o. meneg 150 px e ruz, e krec'h ar bajenn, er voest). Unan bennak a c'hallfe displegañ din penaos ober evit an traoù gant gwirioù miret ? Kavet em eus ar skeudenn-mañ war http://en.wikipedia.org/wiki/2010_FIFA_World_Cup#Group_stage --glombzh 13 Mez 2010

Ma 'z eo ur skeudenn gant gwirioù miret strizh n'omp ket aotreet he lakaat er wiki. Me gred eo ret kaout an aotre digant oberour ar skeudenn evit embann anezhi.--Gwendal 15 Mez 2010 da 08:38 (UTC)Respont

d.l.e. er yezhoù all e vefent aet da choulenn gant an oberour (ar FIFA) ? --glombzh 15 Mez 2010 da 23:37

Klasket em eus, met en aner betek-henn... Ne zlefe bezañ diaester ebet gant ar gwirioù peogwir e kaver al logo-se er pennad gallek fr:Coupe du monde de football de 2010. --Llydawr 15 Mez 2010 da 21:52 (UTC). A-benn ar fin on deuet a-benn gant ur skeudenn PNG, kavet er pennad katalanek ca:Copa del Món de Futbol de 2010. --Llydawr 16 Mez 2010 da 06:50 (UTC)Respont
Evit ar poltriji dre vras e vez ret kaout asant ar perc'henn, met evit ar pezh a denn d'ul logo, pe d'ur merk ez eus reolennoù ispisial. Disheñvel int eus un dachenn d'egile. Ha dre m'emañ Breizh gant ar memes lezenn ha Bro-C'hall e c'hellomp enrollañ ar skeudenn-mañ en hor wiki digudenn (evel ma 'vez displeget amañ), ar pezh n'eo ket aotreet a zo lakaat war Wikimedia Commons. --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 08:17 (UTC)Respont
Neuze ma komprenan mat n'a ket en-dro ar c'hod Skeudenn:FIFA_2010.svg|150px peogwir n'eo ket bet enrollet ar skeudenn-mañ war ar wiki brezhoneg , padal ez a en-dro ar memes kod war fr:Coupe du monde de football de 2010 e galleg peogwir eo bet enrollet ar skeudenn war ar wiki galleg. Penaos e reer da enrollañ war ar wiki brezhoneg ? (din da chouzout evit ur wech all)--glombzh
respontet eo bet din gant Llydawr war ma fajenn bersonel, sklaer an traoù, trugarez -glombzh 16 Mez 2010 da 21:33 (UTC)Respont

Eilet am eus war ar servijer ur skeudenn e .svg (Skeudenn:FIFA 2010.svg) kalz gwelloc'h evit labourat. N'eus forzh peseurt ment a lakaer dezhi e chomo brav an disoc'h. N'eo ket gwir evit ar skeudennoù e .png. Kinniget 'm eus distruj ar re all (Wikipedia:Pajennoù_da_nullañ).--Gwendal 17 Mez 2010 da 09:41 (UTC)Respont

Taolennoù gant ur patrom ?

kemmañ

Merzhet 'm eus e oa ur pezh pakad evit taolennoù an disoc'hoù.
Bet on o sellout er Wiki gall hag evit ar pezh a denn d'an taolennoù hag a renabl ar poentoù hag an disoc'hoù e vez implijet ur patrom ganto. Aes e seblant din e lakaat e brezhoneg, ha d'am soñj e vefe kalz aesoc'h deoc'h implijout anezhañ eget rankout implijout kod Wikipedia bep tro. Ouzhpenn-se e vefe sklaeroc'h diabarzh ar pennad evit an dud a fellfe dezho kemmañ anezhi ha ne gomprenont ket kalz tra er c'hodiñ.
Anvet eo ar patrom-se "Poule" e galleg. Er geriadurioù em eus kavet ar ger Poull evit ar brezhoneg. Mat eo deoc'h ? --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 08:40 (UTC)Respont

  Setu bet savet ha troet ar patrom ganin, Patrom:Poull an hini eo. Aes-tre eo da implijout, met ma 'vefe an disterañ goulenn e vin amañ evit respont. --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 13:26 (UTC)Respont
dispar, trugarez vras, talvoudus kaer e vo ar patrom ac'h eus savet. Gwir eo e oa un tamm luziet betek-hen ar c'hodiñ, un tamm bitellat am boa graet diwar ur pennad e katalaneg met un toullad traoù na zeuen ket a-benn da cheñch. Kalz gwelloc'h eo lakaat taolenn an disoc'hoù e-kichen hini ar poentoù da skouer. Ober a rin ar cheñchamantoù er c'hodiñ oc'h ebarzhiñ ar patrom nevez-mañ diouzhtu pa 'm bo un tammm amzer da lakaat ma fri e-barzh. --glombzh 16 Mez 2010 da 19:04 Ur goulennig : ar meneg (UTC) e fin ar sinadur a dalvez petra ? Eur an urzhiataer ?
Evit UTC gwelout:UTC.--Gwendal 16 Mez 2010 da 17:23 (UTC)Respont
Un dra a vank er patrom eo n'eo ket raktreset resisaat ar c'hoarierien o deus lakaet ar palioù (etre kromelloù dindan an disoc'h emañ anv ar c'hoarier hag e peseurt munutenn en deus plantet e-barzh). Un doare simpl a vefe da ouzhpennañ se ? o c'houzout 1. ne vez pal ebet a-wechoù 2. e c'hall bezañ kalz palioù ha hir ar meneg neuze (s.o. krogad Alamagn-Aostralia da skouer - aze an anvioù hag ar vunutenn a c'hallfe bezañ war 2 linenn ma vez aesoc'h evit ar c'hinnig) --glombzh da 19:18 (UTC) (trugarez Gwendal evit istor an UTC)
An doare ac'h eus implijet a gavan efedus hag eeun. --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 19:14 (UTC)Respont

Anv

kemmañ

"Kib vell-droad ar bed 2010" eo titl ar pennad. Koulskoude n'eo ket ret ober ar c'hemmadur mell-droad > vell-droad en degouezh-se. Hag evit ar bloavezh e kavfen reishoc'h ober gant un araogenn evel e meur a yezh all (afrikaneg "in", katalaneg, spagnoleg, galleg "de"), kentoc'h eget ober evel e saozneg hag e galleg arnevez, hep araogenn ebet. --Llydawr 18 Mez 2010 da 19:26 (UTC)Respont

Diaesterioù o deus ar gembraegerien ivez gant an anv-se, war a seblant. Sellit ouzh cy:Sgwrs:Cwpan y Byd Pêl-droed 2010. --Llydawr 23 Mez 2010 da 10:22 (UTC)Respont

Plantañ pour

kemmañ

Souezhet on o lenn Gwellañ planterien palioù. Moarvat ez eus tud o komz evel-se. Met un tamm poan am eus gant ar plantañ palioù. Met n'eus ket brezhonekoc'h er marc'hallac'h?Bianchi-Bihan 27 Mez 2010 da 21:28 (UTC)Respont

  • Ya, kompren a ran da evezhiadenn. Cheñchet em eus : Lakaerien palioù. Liorzhadenn vat dit, moarvat n'eus ket bet re a freuz ez liorzh legumaj gant tennoù c'hoarierien o mailhurenn c'hlas glombzh 7 Gouere 2010 da 20:54 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Kib vell-droad ar bed 2010".