Kaozeal:Kim Il-sung

n'eo ket dav ouzhpennañ termennoù evel 'totaliter' pe 'diktator' rak gant ar wikipedia e vez graet gant NPOV (neutral point of view) pe 'sav-poent neptu'. evidit michañs es eo ur renad 'totaliter', met kredennoù n'eo ken, rak kemend-all a c'hellfen lâret diwar-benn ar stadoù unanet hiziv. gwell eo atav ober gant lakaat fedoù nemtken... Neal 5 July 2005 20:49 (UTC)

re wir. evidon e oa an den-se un diktator, evid vern peseurt den sañsed e oa. Bush n'eo ked ur zant, med memestra... hag ur blaz totaliter ez eus en "Emsav", diouz pez vez lenned war an Internet atao, ha war ar wikipedia-mañ ispisial. setu n'eo ked zouezuz mar vez difenned amañ tud evel ar c'h-"Kim Il-sung"-se.


War ar wikipediaoù, pep hini a dibab e sujedoù. Ha n'eo ket dereat skrivañ lavarennoù diseven evel a-us. Koulskoude, p'emañ istor Korea an Norzh e programoù ar skolioù, ret eo sevel seurt pennadoù ha chom hep klask divinout petra a soñj an dud.

  • komunouriezh : komunour eo an den-se (hag e reer foutre kaer m'eo gwir pe gaou)
  • gwinizh-du : o vevañ en amzer tremenet emañ an den-se (d°)
  • disk kalet : sod gant e urzhiataerezh eo an den-se (d°)
  • kegin : lipous eo an den-se (d°)
  • totaliter : ne oar ket mat reolennoù ar wikipedia an den-se (deskiñ a raio)

Met pa vo 10 000 pennad, piv a vo gouest da glask an holl abegoù?

N'eus mestr ebet war ar wikipedia, na polis ebet. Polis ar preder? Aze emañ an "totalitarisme" (hollvelouriezh e vez graet eus outañ er skolioù mat).

Ch. Rogel 5 July 2005 23:23 (UTC)


kuitaet 'meus an notennig. d'am soñj, ec'h adlâran adarre, ec'h eo gwell lakaat fedoù ha n'eo ket kredennoù. petra a vern ar pezh a gred an 'darn vrasañ eus an dud'? sur-mat an darn vrasañ eus koreaniz an norz a gave dezhe ne oa ket un diktator. an darn vrasañ eus an dud a grede dezhe e roe an heol tro dro d'an douar n'eo ket ken pell-all zo. ha neuze? n'eo ket difenn anezhañ a ran en ur skrivañ ur pennadig-mañ, met lakaat ar fedoù war-wel n'eo ken. hag e ken kas zo unan a gred dezhañ c'hoazh e fell din difenn an ideologiezh juche a larfen: traoù dedennus-tre zo enni (ret eo hec'h anavezout ha bezañ lennet un tamm a-raok barn evel-just memestra...) met ne glot ket gant ma c'hredennoù politikel pennañ a denn d'ar varksouriezh-leninouriezh rik. hag evit achuiñ, evel-just e oa Lenin, Stalin hag Enver Hoxha dikatorieon, n'e nac'henet ket, met dindan dikatorelezh ar proletariad hag a zo ret keñveriañ gant dikatorelezh ar bourc'hizion. n'eo ket en frank atav an doare da ren war broioù Europa ar c'hronôg (graet e vez demokratelezh outañ). ha ret eo kavout skwerioù resis (ha n'eo ket nemet da vare ar macartyouriezh ivez)? Neal 6 July 2005 07:46 (UTC)

Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Kim Il-sung

Boulc’hañ ur gaozeadenn
Distreiñ d'ar bajenn "Kim Il-sung".