Kaozeal:Konted Toloza

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ne sentan ket ouzh urzhioù den ebet, nebeutoc'h c'hoazh ouzh un IP. Se zo kaoz ne labourin ket er bajenn-mañ ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Meu 2015 da 17:50 (UTC)Respont

Implij ur patrom a zo er Wikipedia-mañ eo, tra ken. Kalz galleg zo chomet er pennad, da neb a oa krog da dreiñ da echuiñ, pa anavez gwelloc'h an danvez eget an implijerien all hep mar.

A-hend-all, dav e vefe dit "sentiñ ouzh urzhioù" reolennoù Wikipedia, pa'z int bet termenet gant ar gumuniezh. Hag "urzhioù" a ouzez reiñ d'an implijerien all, pa lakaez ar patrom "Daveoù a vank" e pennadoù ma'z eus daveoù n'int ket da'z krad dit-te (re niverus eo ar skouerioù, ne lakain daveenn ebet amañ).
Evit a sell ouzh an IP : muioc'h a dud a gevrefe mar ne vefes ket bepred o tagañ an deraouidi — hag ar wikipediourien gozh ivez, ar verourien en o zouez (ne chom nemet unan, klask kompren perak). 2.13.214.63 14 Meu 2015 da 18:25 (UTC)Respont

N'em eus ket da respont da un den dizanv krenidik, o tufañ e gasoni eus dindan e vurka evit gallout livañ gevier evel un tenner-dent. Fent o devez ar chas, evel a lare ma mamm, pa lennan  : re niverus eo ar skouerioù, ne lakain daveenn ebet amañ : a-benn arguzenniñ evel ur pod-kambr eo ret bezañ divezh-lous, hag eus perzh ul lenner d'ar Journal des savants e ro c'hoant da c'hoarzhin da gentañ, ha c'hoantoù all goude. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Meu 2015 da 19:12 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Konted Toloza".