Kaozeal:Koskoriad an Heol
Gerioù implijet
kemmañDreist, ur bodad pennadoù diwar-benn ar steredoniezh, koulskoude, evit "sistem heolel" ar geriaduroù a ro un anv implijet abaoe pell : "koskoriad an heol", ar ger "sistem heolel" zo un troidigezh ger ha ger deus ar Galleg hag a zo iskis-tre e Brezhoneg...
Evit anv ar pladennoù e vez roet dezho anv deizioù ar sizhun hag an anvioù latin (troet e Brezhoneg pe get) kentoc’h : Merc’her, Gwener, Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan ha Ploudon.
Kavet 'm eus ur bajenn gant ur geriaoueg bihan a-zivout ar steredoniezh » [1]
--Breizhadig 28 Kzu 2005 da 19:08 (UTC)
A-du emaon ganit. Testeniekaet eo an anvioù Merc’her, Gwener… Yaou, Sadorn… abaoe 1732, ha ne welan abeg sirius da cheñch. Ouzhpenn-se eo bet torret al liammoù gant ar cheñchamantoù-se ha n'int ket bet displeget. Adlakaat a ran al liammoù. Iskomandant Marc'heg 28 Kzu 2005 da 19:53 (UTC)
Cheñchet 'm eus ivez anv ar pennad "sistem heolel" evit "koskoriad an Heol". E-barzh Google e kaver :
- Sistem heolel (1)
- Sistem an Heol (0)
- Koskoriad an Heol (34) ha kavet e pep lec’h
--Breizhadig 28 Kzu 2005 da 22:08 (UTC)
- Petra a dalvez War zegouezhioù an Douar eo diazezet ar sifroù ? --Llydawr 24 Eos 2006 da 16:08 (UTC)
Kement-se a oa evit esañ treiñ "les caractéristiques des planètes sont données relativement à celles de la Terre". Ma kavit gwell ha brezhonekoc'h, lakit, me ho ped. Iskomandant Marc'heg 24 Eos 2006 da 17:30 (UTC)
Gerioù implijet 2011
kemmañKavet meus un levr divar benn ar Koskoriad an Heol :
- Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
Gallout a reer kavet geriou e-barzh ar Geriadur bihan brezhoneg galleg, Mouladurioù hor yezh, ISBN 2-86863-081-2 :
- douar,
- Gwener, p. 93
- Hent-Sant-Jakez, p. 98
- Koskor an Heol, p. 123
- Merc’her, p. 143
- Meurzh, p. 145
- Neizhan, p. 151
- Ouran, p. 155
- Sadorn, p. 177
- Yaou, p. 209
Ha e-barzh Geriadur divyezhek, An Here, Al Liamm, ISBN 2-86843-237-9 :
- douar, p. 203
- Gwener (myth), p. 321
- Hent-Sant-Jakez, Hent-Sant-Jalm, p. 342
- koskoriad (système planétaire), p. 432
- Merc’her (myth), p. 509
- Meurzh (planète), p. 514
- Sadorn (myth), p. 637
- yaou (myth), p. 759
E-barzh Dictionnaires bilingues de Francis Favereau / Edition Skol Vreizh
- DOUAR (div. sens)
- GWENER (myth)
- Voie Lactée HENT (var. HEÑCHOÙ pl.) SANT JAKEZ (var. JALM, YANN & syn. bali an neñv etc.)
- système solaire koskor an heol m.
- MERC'HER
- MEURZH
- NEPTUNE (br) Neptun. (br)
- SADORN (samedi)
- YAOU (jeudi)
A galon, VIGNERON 11 Mae 2011 da 13:17 (UTC)