Kaozeal:Krueza (departamant)

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Kadbzh


Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Lennit ar politikerezh amañ.


--Neal 19 Du 2006 da 14:08 (UTC)Respont

Krueza n'eo ket an anv okitanek, peogwir eo oc:Cruesa . Un anv ijinet ur wech ouzhpenn, da ziverkañ eta. Bianchi-Bihan 26 Gen 2009 da 13:58 (UTC)Respont

Ya, ijinet hervez ar reolenn bet degemeret gant an implijerion/ezed gwezhall dre vouezhiadeg p'am bez soñj mat ("Lakaet e yezh ar vro pa 'z eo disheñvel eus ar Galleg (gant ar reizhskrivañ e brezhoneg)". Din-me e vefe gwell ober gant ar stummoù okitanek rik war-eeun ha marteze e vefe ret adwelet ar reolenn war ar c'hraf resis-mañ dre ma'z eo deut da vezañ ur boaz degemeret mat gant an implijerion/ezed all (o vezañ ma n'o deus ket savet a-enep dezhañ...) ober gant ar stummoù okitanek. Kinnig a-wlac'h a rafen ober gant an holl anvioù, da lâret eo implijout war-eeun ar stumm lec'hel bewezh (brezhoneg, alamaneg, korseg, okitaneg, euskareg, galleg...) evel m'eo bet graet gant lec'hioù Iwerzhon pe Kembre, da skouer. Ne vefe ket ret advouezhiañ evit kemmañ ar reolenn d'am soñj ma vefe tu da dizhout ur genemglev ledan e.touez an tud oberiant war ar raktres er mare-mañ, ne gav ket dit? Neal (Kaozeal) 26 Gen 2009 da 16:04 (UTC)Respont
Ijinet, a-du out ganin. War un diazez faltazius. Bianchi-Bihan 26 Gen 2009 da 16:26 (UTC)Respont
Hag o klask mont pelloc'hig, a-du e vefes-tu evit kemmañ ar reolenn evel em eus displeget a-us pe get? Neal (Kaozeal) 26 Gen 2009 da 16:58 (UTC)Respont
Ingal eo din, implijet oa bet gant unan arall ma raok, ha klasket oa bet un diskoulm er reolennoù ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Gen 2009 da 17:17 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Krueza (departamant)".