Kaozeal:Kuzul-rannvro Breizh
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Rognogno
Ne gomprenan ket perak eo bet cheñchet titl ar pennad-mañ.
- Ober a ra an holl gant "Kuzul-rannvro Breizh" (gwelet al levrioù brezhonek ma vez ar meneg-se warne; Google a ro 737 gwech "Kuzul-rannvro Breizh" ha 2 wech hepken "Kuzul rannvroel Breizh")
- "Kuzul-rannvo Breizh" zo muioc'h liv ar brezhoneg warnañ evit "K. rannvroel Bzh".
- Ne vez ket cheñchet titl ur pennad hep menegiñ ar perag.
Rognogno 25 Eos 2006 da 10:54 (UTC)
- Ur souezh eo ar cheñchamant-se evidon-me ivez :
- 1. A fed yezh, ne gomprenan ket abalamour da betra eo direizh "Kuzul-rannvro" :
- 2. A fed implij e kav din ivez eo stankoc'h, pell alese, ar stumm "Kuzul-rannvro" evit m'eo "Kuzul rannvroel" :
- a) gw. pajenn gentañ lec'hienn internet Kuzul-rannvro Breizh ma lenner ar frazenn-mañ hag a zo ar frazenn vrezhonek nemeti warni : "Degemer mat war lec'hienn internet Kuzul Rannvro Breizh".
- b) S.o. ar pennad "kuzul" gant Geriadur an Here ma c'haller lenn ar skouerioù-mañ : "Ar c'huzul-kêr. Ar c'huzul-departamant. Ar c'huzul-rannvro..."
- c) S. ouzh ar pennad "Conseil" gant Favereau ivez...
- --Matilin 25 Eos 2006 da 12:41 (UTC)
- Cheñchet 'm eus an titl evit ma vije graet gant an hevelep stumm war tout ar wikipedia (pouezus evit an adkasoù, paneveken). Ha dre vras e veze kavet Kuzul rannvroel Breizh e lec'h all. Me oa o vont da skrivañ ar bajenn-se, dre ma 'm eus boulc'het ur rummad pennadoù war ar bolitikerezh, pa 'm eus dizoloet e oa bet graet dija dindan un titl all.
- Ne vez ket graet gant Kuzul-departamant, met gant Kuzul Meur e brezhoneg dre vras.
- Graet e vez gant "Kuzul sevenadurel" evit Conseil culturel ha gant "Kuzul ekonomikel/armerzhel ha sokial" evit Conseil économique et social. Setu ma vije poellekoc'h ober gant Kuzul rannvroel ivez.
- Kuzul rannvroel a zo ken boutin ha Kuzul rannvro e brezhoneg. Hervez Google : "Kuzul rannvroel"=829 fajenn; "Kuzul rannvro"=831 bajenn
- Met bon, ma 'z oc'h trekamardet gant Kuzul rannvroel, ez eus tu lakaat Kuzul rannvro e plas, gant un adkas eus Kuzul rannvroel da Kuzul rannvro (pe ar c'hontrol).
- Benoni 27 Eos 2006 da 12:04 (UTC)
- N'on ket kendrec'het tamm ebet, siwazh. Gwell eo ober gant ar pezh a zo. Diaz Ofis ar Brezhoneg a ro "kuzul-rannvro" ha "kuzul-departamant". Evit "Kuzul Sevenadurel Breizh" e vo graet gant "Kuzul Sevenadurel Breizh" ha mat pell 'zo. Hag evit pezh a sell ouzh Google eo ret ober gant daouaskoù evit kaout an disoc'hoù rik: "kuzul rannvro Breizh" (740 gwech) ha "kuzul rannvroel Breizh" (4 gwech, Wiki brezhonek en o zouez). "N'eus ket luc'hskeudenn"...Rognogno 31 Eos 2006 da 11:21 (UTC)
- Cheñchet 'm eus an titl evit ma vije graet gant an hevelep stumm war tout ar wikipedia (pouezus evit an adkasoù, paneveken). Ha dre vras e veze kavet Kuzul rannvroel Breizh e lec'h all. Me oa o vont da skrivañ ar bajenn-se, dre ma 'm eus boulc'het ur rummad pennadoù war ar bolitikerezh, pa 'm eus dizoloet e oa bet graet dija dindan un titl all.