Kaozeal:Léopold-François Sauvé
War a seblant ne vefe ket Louis-François Sauvé, met Léopold-François Sauvé, en desped d'ar pezh a zo bet skrivet war golo al levr embannet gant Terre de Brume gant Philippe Camby.
Gant Emgleo Breiz ez eus bet embannet 2 levrenn krennlavarioù dastumet gantañ, hag enno e kaver un titour bennak diwar-benn e vuhez. Ganet e oa bet e 1837, ha maltouter e oa bet diouzh e vicher.
Embannet e voe e labour er Revue celtique.
Embann a reas ivez levrioù diwar-benn folklor ar Vojoù, pa voe kaset eno da labourat gant melestradurezh ar valtouterezh.
Ul labour aketus ha sirius-kenañ a voe kaset da benn gantañ, ha ret eo lakaat anezhañ e-touez hon folklorourien pennañ
Sellet ouzh :
Ar medisin Louis-François Sauvé zo un den all. (lakaet gant Aveldro d'ar 5 C'hwe 2013 da 13:11)
- Trugarez d'hor c'henlabourer nevez ! Lakaet eo bet an danvez-se er pennad. --Llydawr (kaozeal) 5 C'hwe 2013 da 17:36 (UTC)