Kaozeal:Labret

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Neal

Un tamm skuizhus e teu da vezañ da evezhiadennoù personel, evel er c'hemm-mañ bet degaset ganit (hep prouenn ebet diouzh da du evel ma lârez...):

Testenn gent:
"N'eo ket hemañ un doare toullgorferezh nevez-ijinet, rak gwisket e veze toullkorfadurioù peurheñvel ouzh al labret gant gwazed a renk uhel er sevenadurioù Aztek ha Maya."
Testenn bet kemmet ganit (kemmoù e druz):
"Hervez bruderien an toullgorfañ ne vije ket un doare toullgorferezh nevez-ijinet, rak toullgorfadurioù peurheñvel ouzh al labret a veze gant gwazed a renk uhel er sevenadurioù Aztek ha Maya. Met evel kustum ne zegasont prouenn ebet."

Evezhiadennoù:

1. Eus peseurt "bruderion" eo kaoz amañ ganit? Gant ar re a sav pennadoù diwar-benn an toullkorferezh war ar wikipedia-mañ (te en o zouez...)? Ha ma n'eo ket eus ar skridaozerion eo out o kaozeal, piv neuze? Marteze e vefe ret degas "prouennoù" te ivez, kemend ha goulenn ma vijent degaset gant ar re all.
2. Ha ret eo degas prouennoù eus pep tra a skriver war ar wikipedia? Hag elfennoù resis ac'h eus evit diswel n'eo ket gwir ar pezh a zo bet skrivet er pennad?
Daveennoù ("prouennoù" mar fell dit):
Toullkorferezh dre vras ha toullañ ar genoù gant an Azteked, h.a., pennad gant Skol-Veur Austin (SUA): http://www.texasbeyondhistory.net/pilote/index.html
Skeudennoù tennet diwar ar c´hCodex Telleriano-Remensis: http://tlacochcalli.wordpress.com/2008/05/03/images-of-autosacrifice/
Pennad akademek diwar-benn implij al labret gant an Azteked: Keddie, G. 1989. “Symbolism and Context: The World History of the Labret and Cultural Diffusion on the Pacific Rim.” Unpublished paper presented at the Circum-Pacific Prehistory Conference, Seattle: www.bcarchives.bc.ca/Content_Files/Files/LABRETW89PAPERSept5-07forWeb.pd
Skeudennoù diwar-benn an toullkorferezh hengounel gant pobloù all: http://www.vanishingtattoo.com/artic_piercing.htm
Diwar-benn implij al labret er Chile rakkolombian: "Oral Implications of Labret Use: a Case fromPre-ColumbianChile" gant C.TORRES-ROUFF (Department of Anthropology, The Colorado College, Colorado Springs, Colorado, USA) e International Journal of Osteoarchaeology, 13: 247–251 (2003): personalwebs.coloradocollege.edu/~ctorresrouff/walkerlabpubs/ctr2003ijo.pdf

Ha trawalc'h eo?

Restaolet eo bet an destenn. Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2008 da 20:15 (UTC)Respont

Sehr interesant. Ha lennet e vo pa gavin amzer. Gwelet em eus dija e veze toullet o zeod gant Azteked zo evit kinnig o gwad d'an doueed, met ne gredan ket e vije bet evit lakaat bravigoù, nag en toulloù na warno. Met evit gwerzhañ bitrakoù, en holl vroioù, e vez gweet e c'houzoug an istor.
Evezhiadennoù ar re all a vez skuizhus alies. Serriñ o c'hont, marteze? Bianchi-Bihan 14 Kzu 2008 da 22:24 (UTC)Respont
Ne gavan ket skuizhus lenn evezhiadennoù ar re all na tamm ebet, dreist-holl pa vezont talvoudus. Pezh a gavan skuizhus-kenañ avat eo rankout lenn evezhiadennoù personel ha dineptu ouzhpennet e korf pennadoù-se, ar wezh-mañ o lakaat n'ouzer ket re piv da "vruderion" ar c'horftoullerezh diwar n'ouzer ket pe abeg hag o lâret e c'hallfe bezañ faos a pezh a skriv un den bennak (me) diwar abeg ne degas "prouenn" ebet hep ma vije degaset arguzenn gontrol ebet diouzh da berzh. Ha piv en deus kaozeet eus serriñ e gont dit? Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 07:17 (UTC)Respont
Eñvorennoù kozh, marteze?
N'eus prouenn ebet eus lakaat bravigoù war teodoù an Azteked.

Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 12:07 (UTC)Respont

Eñvorennoù kozh pe kozh eñvorennoù...
Ha lenn mat an destenn nevez ac'h eus graet pe kentoc'h respont war ar prim?
Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 12:17 (UTC)Respont
????Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 12:21 (UTC)Respont
¿¿¿¿ Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 12:38 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Labret".