Kaozeal:Limerig

Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Ali personel un den dizanv

N'ouzon ket penaos ober evit lakaat al linennoù e stumm ar barzhonegoù.Bianchi-Bihan 25 Ebr 2006 da 13:52 (UTC)Respont

« Limerig » ??? Biskoazh kement arall !

Ali personel un den dizanv

kemmañ

N'emañ ket *limerig-où er geriadurioù brezhonek (an holl anezho zo amañ el Levraoueg ma labouran, hini Garnier zoken) ; hesk eo TermOfis ha Devri.
Ha goveliet e vefe bet war an tach diwar ar c'hembraeg ? Ouzhpenn, *limerig a vefe distaget [li'meʀik], ≠ [ˈlɪmərɪk] – ['limʀik].
Bout pe bet, enep dleadouriezh Wikipedia eo embann seurt anv : mard eo testeniekaet ar ger, meneget ar vammenn ; mar n'eo ket, arabat embann.
Limerick (barzhoneg) e oa anv ar pennad a-raok ar 16/02/19 ; perak kas un anv reizh d'ur fazi ?
Hollret eo, evit doujañ da reolenn Wikipedia, distreiñ d'an talbenn orin. ♦ 90.32.164.123 7 Meu 2019 da 13:01 (UTC)Respont

Ya, kant gwech bennak 'peus bet embannet an ali-se dindan da seizh anv warn-ugent. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2019 da 17:40 (UTC)Respont
  1. Biskoazh ne'm eus skrivet kement-se.
  2. N'out ket aotreet da gemmañ pezh am eus skrivet.
  3. Ma'z eus bet goulennet diganit "kant gwech bennak" menegiñ ur vammenn ha ne rez ket, unan a zaou : truchañ a rez, pe ne zoujez ket da bolitikerezh Wikipedia ; en daou zegouezh, n'emañ ket da blas er raktres. ♦ 90.32.164.123 7 Meu 2019 da 18:01 (UTC)Respont

An holl zo par amañ, neuze out pedet da skrivañ da ali evel ar re all, ha n'eo ket evel hini ur pab azezet war e c'heriadurioù santel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2019 da 18:24 (UTC)Respont

Ha paroc'h eget ar re all out, sur a-walc'h, pa zivizez plantañ un titl H2 evit lakaat abegadenn 90.32.114.46 da "ali" hepken ha da gemmañ ar pezh am eus-me skrivet.
Bez onest, anzav da fazi ha distro da Limerick (barzhoneg), an dra speredekañ eo d'ober goude da dagadenn ad hominem amañ a-us, a zo berzet war kement Wikiraktres zo ha na lezin ket da dremen div wech. ♦ 90.32.164.123 7 Meu 2019 da 20:38 (UTC)Respont

Me gred emaout o c'hourdrouz, tra difennet e Wikipedia. 7 Meu 2019 da 21:23 (UTC) Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2019 da 21:27 (UTC)Respont

Goudrouz ne ran ket, kemenn ne lavaran ket. Mar ne zistroez ket da Limerick (barzhoneg) e savin klemm el live 1, ha pelloc'h diouzh ret. Lezennoù zo e Wikimedia, ha tud d'ober war-dro neb na zouj ket dezho. ♦ 90.32.164.123 7 Meu 2019 da 21:40 (UTC)Respont

Distroet on d'ar stumm a-raok rak direizh e kavan ouzhpennañ un titl « Ali personel un den "dianav" » pa ne oa bet lakaet titl ebet gant an IP 90.32.164.123. Ivez, gwir en deus da sterniañ e evezhiadenn, graet ez vez er wikioù all, en un doare emgefreek alies. Keritiad (kaozeal) 8 Meu 2019 da 10:57 (UTC)Respont

Fentus : da gamarad zo "Keritiad" eveldout. Er memes botoù?
Un den ha n'eo ket implijer n'en deus ket d'ober reolennoù wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Meu 2019 da 12:56 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Limerig".