Kaozeal:Listenn kumunioù Brazil renket hervez ar Stadoù
Kemmet un tammig hervez an destenn-mañ tennet diwar ar Wikiepdia e portugaleg:
- "O Brasil é dividido administrativa e politicamente em 27 unidades federativas, sendo 26 estados e um distrito federal. Nelas estão divididos os 5.564 municípios do país."
- (dave: Brasil)
Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 13:37 (UTC)
Ez an da lakaat evel e portugaleg (ha n'eo ket portugeg!). Rufus 15 Gwe 2007 da 07:30 (UTC)
Reizhet ganin--Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:18 (UTC)
Skuizhus
kemmañPeogwir eo bet tennet an tiredoù lemm gant Kadwalan (perak?) eo torret al liammoù gant ar pennad portugalek, hep kontañ ar re all. Evit diaesaat al labour, ne oa ket gwelloc'h. Me 'garfe e vije embannet sklaer eo difennet torriñ liammoù. Rufus 15 Gwe 2007 da 07:38 (UTC)
Emañ e-touez pennaennoù Wikipedia goulakaat e kenlabour ar wikipedourien gant bolontez vat. Taget on hep gant Rufus hep kemer an amzer da c'houlenn perak na penaos. Breinañ a ra un hevelep emzalc'h an darempredoù ha mirout ouzh ar re all da labourat. Lakaat a ran anezhañ war evezh evit ar wezh kentañ. Evit pezh a sell al liammoù e yezhoù all n'int ket bet kemmet ganin a-ratozh evel just. --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:18 (UTC)
Respont ha kinnig
kemmañ- Ret eo anzav ne gomprenan ket tre nag ar rag nag ar perag eus ar c'hemm-se bet degaset gant Kadwalan evit meur a abeg:
- 1. Betek-hen eo bet graet atav gant stumm orin leun an anvioù-lec'h estren skrivet gant al lizherenneg latin -- estreget ar re gante ur stumm brezhonek hengounel -- evit titl ar pennadoù pennañ ha savet akasoù, bewezh mar bez ezhomm, diwar stumm damheñvel hep tamm sin diakritek ebet evit aesaat ar c'hlaskoù, d.s:
(Notenn: great eo bet heñvel ivez gant an anvioù tud...);
- 2. Dre ma n'eus kenemglev ebet war an dachenn-mañ peurliesañ e toujer ouzh ar stummoù bet implijet er pennad da gentañ, nemet ma vefe enne fazioù da vezañ reizhet evel-just, ha dreist-holl pa glot ar stumm-se gant ar stummoù implijet dre voaz (kraf 1.) war ar raktres-mañ
- 3. N'eo ket poellek na tamm ebet kemmañ stumm an anvioù-lec'h en ur pennad bennak o vont a-nep d'ar boazioù (d.s. Listenn kumunioù Piaui), dreist-holl m'eo bet savet ur pennad oc'h implijout ar stumm boaz (d.s. Listenn kumunioù Piauí) dre ma vez torret al liamm kerkent.
- (Notenn: Evel ma tiskwel istorioù ar pennadoù ne oa bet torret liamm ebet en degouezh-mañ s.o. [1]. Ur gudenn a c'hellfe dont war-wel an hini eo avat pa labour kenlabourion/ezed gant doareoù disheñvel da envel pennadoù dres evel ma tegouezhas gant ar pennadoù doubl bet savet diwar-benn mitologiezh Henc'hres abalamour d'an ehvelep abeg)
- Setu 'ta ma c'hinnig-me: keit ha na vo bet tizhet ur c'henemglev ledan e kinnigan ober gant ar stummoù boas war ar wikipedia-mañ (d.l.e anv orin leun an anvioù-lec'h) ha sevel adkasoù diwar stummoù all mar bez ezhomm.
- Ne vefe ket fall, d'am soñj, tizhout ur c'henemglev da vat war ar c'hraf-mañ da vezañ embannet evel politikerezh ofisiel evit mont e-bioù da brezelioù-embann a c'hellfe sevel war an dachenn-mañ a-hendall.
A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 09:57 (UTC)
- Mat din, evel just. Evel-se e vez graet e galleg (er wiki gallek) ivez zoken petra bennak ma ne blij ket d'an holl! Rufus 15 Gwe 2007 da 10:01 (UTC)
Memes ma'z eus abegoù evit kaozeal eus an doare da reiñ d'anvioù lec'h emañ pell Yann diouzh e gazeg amañ. Degas a ran da soñj da Neal e oa goullo al liammoù kemmet er pennad war-bouez re ar yezhoù estren kemmet dre zievezhted hag ar brezel embann nemetañ a welan e hini Rufus a zalc'h da gemmañ ar reizhadennoù er ger Stad hep klask kaozeal.--Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:18 (UTC)
- Ne vern hag-eñ e oa goullo al liammoù resis-se en degouezh resis-mañ pe get: ur skouer ne oa ken. Ne gaozan ket amañ eus afer ar sapre pennlizherenn-se met eus afer stumm an anvioùlec'h estren da vezañ implijet rak war ar c'hraf-se ez eus savet kudennoù hag a vefe da vezañ dirouestlet en un doare hollek d'am soñj evel em eus displeget war pajenn ar gumuniezh. Neal (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 13:22 (UTC)
Bernout a ra din kalz dre ma hañvalez tamall ouzhin bezañ torret ul liamm etrezek ur pennad ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz ma'm eus graet ur c'hemm er pennad-mañ end-eeun ha ma hañvalez harpañ ar pezh a fell da Rufus lakat da grediñ. kemer skouerioù neptuoc'h mar plij ganit.--Kadwalan 15 Gwe 2007 da 13:45 (UTC)
- Na tamm ebet. Evel em eus bet tro da dispelgañ dit dija n'eo ket afer al liammoù torret pe get m'on chalet ar muiañ gante rak ur skouer ne oa ken, bet dont a-benn da dizhout un emglev hollek o tennañ d'ar stumm da vezañ implijet evit titl pennadoù oc'h ober dave da lec'hioù pe tud estren evit diskoulmañ da vat ur gudenn hag a sav gwezh ha gwezh all. N'eo ket mallus tizhout un c'henemglev a-stroll a suert-se, met mad a rafe d'ar raktres d'am soñj gallout sevel un tamm politikerezh ofisiel war an dachenn-mañ. Neal (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 13:52 (UTC)
Afer al liamm torret
kemmañWar a seblant e tenne afer al liamm torret d'al liamm etrewiki e-traoñ ar bajenn o kas davet ar wiki e portugaleg: [[pt:Anexo:Lista de municipios do Brasil]] reizhet > [[pt:Anexo:Lista de municípios do Brasil]] Neal (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 18:36 (UTC)