Kaozeal:Lokmikael-an-Traezh

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Lokmikael n'eo ket trawalc'h? Pet Lokmikael all zo? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2018 da 06:11 (UTC)Respont

Bezan ’n eus eur chapel en Karnot. En Plouillio e ve gret e bardon ar pevare zul a viz here. Enoret eo ive en Sant-Kleve hag en Lomikel-an-Trêz.
Yann-Vari Perrot, Bue ar Zent, Ar Gwaziou, 1912, pajenn 756.--Prieladkozh (kaozeal) 24 C'hwe 2018 da 10:44 (UTC)Respont
Meur a "Lokmikael" a gaver e Breizh (e Baden, en Izenac'h, e Gregam, e Pleñver...), evel ma kaver meur a "Lokmaria" pe a "Lokmazhe". Ha meur a gantved zo e kaver an anv "Lokmikael-an-Traezh" er skridoù. N'eus nemet sellet ouzh ar C'hatolikon pe ouzh Diazezoù studi istorel an anvioù parrez gant Erwan Vallerie : Lomichael an trez, tr. "locus michaelis in lictore maris" (1499), Locmichael Trez (1554)... --Llydawr (kaozeal) 7 Meu 2018 da 07:56 (UTC)Respont

Neuze e chom da sevel ur pennad Lokmikael da venegiñ kement-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2018 da 13:20 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Lokmikael-an-Traezh".