Kaozeal:Lostger

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Marteze e vo tu da zistruj "losterioù", ger dianav e brezhoneg. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 12:31 (UTC)Respont

Trugarez evit da evezhiadenn ken pozitivel all.
Un evezhiadennig e oa, ur vartezeadenn. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 14:35 (UTC)Respont

Da gentañ e ranker lakaat seurt pedadennoù war ar bajenn dereat, da lâret eo homañ rak a-hend-all ne gomprener ket tre eus petra ez eus komz dre ma ne denn ket an evezhiadenn d'ar pennad stag ar bajenn-gaozeal-mañ outi.

Goude an degemer eno warlene (afer Yaou (mitologiezh)) , n'an ket di ken. Trugarez da zegas kement-se din da soñj. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 14:35 (UTC)Respont
Kavet eo bet an adkas (ne oa ket ur pennad anezhañ zoken) ennañ ur fazi bizskrivañ (gwashat pec'hed!) ha reizhet eo bet.
Da eil e kavan brav tamall ar re all da bismigañ ha da vezañ negativel diouzh un tu ha bezañ ken pismiger ha negativel da-unan war un dro.
Neal (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 14:23 (UTC)Respont
Ar gerioù pismig ha negativel implijet ganit amañ n'o deus mann da welout gant ma martezeadenn, graet en un doare kalz dereatoc'h.
An holl a ra fazioù, ha me ivez. N'em eus ket kinniget serriñ kont ebet evit keloù-se. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 14:35 (UTC)Respont
Ha n'an ket da redek da leuniañ ur fichenn bolis abalamour d'ur fazi, evel http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKannadig_ar_verourien&diff=281811&oldid=281518
N'eo ket ret dit sammañ fazioù ar re all, na gourdrouz abalamour da se: n'eus nemet lavarout din, gant doareoù ha ne vint ket dichek, pelec'h em eus graet ur fazi, ha gouest on da renkañ. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 14:42 (UTC)Respont

Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 14:42 (UTC) Keit ha m'emeur ganti, setu ar stumm a gaver er geriadurioù:Respont

Hemon, R., 1985, (7vet embannadur), Nouveau Dictionnaire breton français, Brest: Al Liamm, [p. 528]: lostger (liest. -ioù) e-kichen lost-ger

Hemon, R., 1984, (7vet embannadur), Dictionnaire français breton , Brest: Al Liamm, [p. 363] (hep meneg resis eus stumm al liester):: lost-ger

Kergoat, L., 1989, Geriaoueg Dielfennerezh lennegel/Yezhadur, Eil Derez Diwan (Kreizenn ar Geriaouiñ), [pp. 6 hag 8'] (hep meneg resis eus stumm al liester): lostger

Lagadeg, J-Y. ha Menard, M. (ren.), 1995, Geriadur brezoneg gant skouerioù ha troiennoù, Ar Releg-Kerhuan: An Here, [p. 753] lostger (liest. -ioù)

N'eus ket 'met Favereau a ra gant lost-geroù war a welan kentoc'h evit lostgerioù pe lost-gerioù

Favereau, F., 1992, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Montroulez: Skol Vreizh [p. 1301]: lost-ger

Neal (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 14:24 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Lostger".