Kaozeal:Lukius Iañ

(Adkaset eus Kaozeal:Lusius Iañ)
Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Skiant-faltazi

An dibab Lusius zo un dibab personel da Venoni, a ra goap eus an distagadur latin ha brezhonek. Bianchi-Bihan 25 Her 2007 da 18:09 (UTC)Respont

Laouen e vijen ma toujfe Bianchi-Bihan d'ar c'hendivizoù reolata. Ar furm Lusius n'eo ket an hini gwellañ marteze, me doujañ a ra d'an distagadur brezhonek. Lucius a zo furm gourel Lucia. Met ma t'eus gwelloc'h da ginnig... Lusio (evel e spagnoleg, esperanteg, galiseg, italianeg) ? Lusi (evel e katalaneg) ? Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 10:06 (UTC)Respont

Doujañ ouzh petra? kemmañ

*D'am soñj eo poent embann ar c'heloù n'eo ket ur yezh latin eo ar brezhoneg.
*Plijus e vije gwelout an ijinerien anvioù (pa n'eus netra testeniekaet e vije ret hag onest anzav eo un ijinadenn bersonel) doujañ, n'eo ket ouzh "reolenn" ur vot, ha n'eus netra skiantel ennañ evel-just, met ouzh hini ur poell yezhel ha ne vije ket hini ar yezhoù latin meneget gant Benoni uheloc'h .
*Evel-just em eus gwelloc'h da ginnig: ar stumm Lucius Iañ, evel e kembraeg ( cy:Pab Luciws I ), ha ne fell ket dit gwelout, a zo bet distaolet ganit peogwir e kavez gwelloc'h ar yezhoù latin eget ar yezh keltiek-se : yezhou all, ha distagadurioù all zo er bed.
*Penaos e vez distaget en: Pope Lucius I ha de:Lucius I.?
*Skrivañ a rez: Lusio (evel e spagnoleg, esperanteg, galiseg, italianeg): gevier ruz!
** Setu ar wirionez, aes da wiriañ: es:Lucio I gl:Lucio I, Papait:Papa Lucio I.
      • D'am soñ je e vije ret studiañ (un taol-lagad en taol-mañ a oa trawalc'h) a-raok kaozeal.
** Sklaer eo : Lucio n'eo ket Lusio. Ma ne welez ket, ez eus un draen en amann. Ma welez ha ma lavarez koulskoude n'eo ket un draen hepken a zo, met meur a hini.
** Gouzout a ra an holl dud zo bet tostaet un deiz bennaket ouzh ar yezhoù-se ne vezont ket distaget heñvel, ha ne vez ket distaget heñvel an anv skrivet Lucio en teir yezh-se. Perak chom hep hel lavarout? Unan a zaou:
      • pe n'ouzout ket, hag e fell dit reoliañ hep gouzout?
      • pe e ouzout, hag e kuzhez?
      • Ma vije un trede abeg e karfen gouzout pehini eo.
    • N'eus forzh penaos, an doare da boellata-se zo da zisteurel en anv brud vat ar wikipedia brezhonek.
** Ne vo ket reoliet war yezh ha distagadur an dud gant arguzennoù ken skañv.

Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 17:39 (UTC)Respont

Met perak n'out ket chalet e vije kembraekaet e kembraeg Lucius>Luciws, ha pas e brezhoneg Lucius>Lusius? Aze da vat ez eus ideologiezh eus da berzh! Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 17:42 (UTC)Respont
Ha marplij, chom hep implij gerioù gros. Me oa o komz eus distagadur. N'eus "c" ebet e brezhoneg (e unan d'an nebeutañ): ar son [s] a ves skrivet atav "s"! Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 17:45 (UTC)Respont
  • War a seblant din, pa lennan al linennoù-se gantañ, ne oar ket Benoni
Mat e vije dit paouez kemer ac'hanon evit un istrogell marplij! Graet 'm eus bet latin. Met n'eus forzh peseurt breizhad pe gall a lenn hag a lavar "Lusius" ha pas "Loukious". Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 20:21 (UTC)Respont
Deuet eo ganit, setu kadarnaet ma soñj ganit. Trugarekaat. Un anzavadenn zo bet da vihanañ. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 20:33 (UTC)Respont

Distagadur al latin kemmañ

  • Anzavet ganit Met n'eus forzh peseurt breizhad pe gall a lenn hag a lavar "Lusius" ha pas "Loukious".
  • Faos eo evel-just, me ne ran ket evelto, hag an holl gelennerien latin am eus bet anavezet ne raent ket ivez.
  • Gwelout a ri ivez, ma karez gwiriañ, n'eo ket a-du ganit ar wikipedia gallek, ha techet on da vont a-du ganto: [[1]], *Gallout a rez sikour da gempenn an droidigezh evel-just: distagadur al latin, a ya kontrol, evel-just, d'ar pezh emaout o paouez embann ken kreñv. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 21:13 (UTC)Respont
???N'am eus morse nac'het netra war distagadur al latin... N'eo ket aze emañ an dalc'h... Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 21:25 (UTC)Respont
Pa arguzennan gant un den e ran atav diwar ar pezh a lavar hag a skriv, ha n'eo ket diwar traoù ijinet ganin : n'eo ket ma doare d'ober.
Skrivet teus Met n'eus forzh peseurt breizhad pe gall a lenn hag a lavar "Lusius" ha pas "Loukious". Marteze teus cheñchet distagadur abaoe ugent munut? Gwell a se.
Neuze e cheñchi titl ar pennad, peogwir e ra goap ouzh an distagadur latin orin, pezh na ra ket ar pennad kembraeg da vihanañ. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 21:38 (UTC)Respont

Memes yezh kemmañ

Gwelout a ran ne respontez da arguzenn ebet. Neuze e klaskez lakaat ar gaoz war ar c'hembraeg. Teknik kozh-Noe.
N'eus forzh piv a welfe n'eus "s" ebet nag e-kreiz Luciws (ha n'eo ket bet dibabet ganin), nag e-kreiz Lucius.
N'em eus ket gwelet ger gros: teknik ken kozh all . Diskouez unan din, da welout.

Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 17:58 (UTC)Respont

Teknik BB : ober van chom hep lenn ar respontoù a vez graet dezhañ. An holl arguzennoù a zo dija a-us evit neb a fell dezhañ lenn. Setu bezomp sklaer: n'am eus ket amzer eveldout da goll eurvezhioù o randoniñ war ar pennad-mañ, ha da adlavaret 100 gwech ar memestra da unan bennak na fell ket dezhañ lenn ar pezh a skrivan. Un dra nemetken: evel merour e lakain e pleustr disoc'hoù ar c'hendiviz reolata, ha na gollin ket amzer o respont war an dachenn "brezhonekadur pe get": dibaoe 1 miz hanter am eus respontet: kloz eo an afer bremañ: ur vot sklaer a zo bet. Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 18:07 (UTC)Respont

Galloud ha poell n'int ket unan kemmañ

  • Ur wech c'hoazh ne respontez da hini ebet eus ma arguzennoù, hini ebet eus ma goulennoù.
  • Gallout a rez lakaat da urzh da ren gant da c'halloud merour er wikipedia; war ar yezh n'halli ket, biken.
  • Gallout a rez ivez ober fae war arguzennoù ar re all, amañ, pa vez re wan da re: er vuhez n'halli ket, biken. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 19:59 (UTC)Respont
Diwall! Lakaet out bet war evezh dija, setu trawalc'h gant da gunujennoù bremañ (div wech dija war ar bajenn-mañ)! Respontet 'm eus bet dija kant gwech war ar bajenn-mañ, war ar bajenn Kaozeal:Roll ar bibien, ha war pajenn kaozeal ar c'hendiviz reolata. Petra lavar ouzhpenn? Lusius a zo ur brezhonekadur "a minima", evel m'eo Luciws ur c'hembreekadur "a minima". N'em eus ket amzer adskrivañ tout ar pezh 'm eus skrivet dija setu lenn ar bajenn-mañ hag ar pajennoù e liamm. Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 20:15 (UTC)Respont

Respont kemmañ

Oh !Penaos eskemm gant unan bennak a ra evel m'ho pije lavaret ar c'hontroll mik eus ar pezh ho peus lavaret!!!??? Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 23:13 (UTC)Respont

Eskemm ki pa gar kemmañ

  • Kentoc'h eget "eskemm", komzomp brezhoneg, kalz gwelloc’h e vo, trugarez.

Setu ar pezh a zo sklaer evel lagad an naer:

  • Ar stumm Lusius n’eo ket testeniekaet neblec’h, skouer ebet degaset gant Benoni. Neuze e c’hallomp lavarout eo ijinet gantañ.
    • Goulenn: daoust hag un dibab personel en deus lec’h en un holloueziadur?
    • Mar deo aotreet dezhañ e vo aotreet d'an holl?
  • Adkemer a ran gerioù Benoni, ha tennañ a ran kentel eus pezh a skriv :
    • Ar furm Lusius n'eo ket an hini gwellañ marteze,
      • Perak dibab ur stumm ha “n'eo ket an hini gwellañ” neuze?
      • Perak ne lez ket ar stumm a oa a-raok, ha ne oa ket gwashoc'h eget e hini, hag a gaver e yezhoù evel ar galleg, an alamaneg, hag ar saozneg, hag al latin, ar yezh orin, ouzhpenn?
      • Gwelloc'h eo e stumm-eñ eget ar stumm orin?
    • Lusio (evel e spagnoleg, esperanteg, galiseg, italianeg)
      • Sklaer eo ez eo mesket Lusio ha Lucio gant Benoni,
      • Sklaer eo e tibab kemer harp war teir yezh latin (perak ar re-se, ne lavar ket), ha war un distagadur hepken, hini ar galizeg meneget gantañ (met skrivet fall), rak disheñvel eo distagadur ar spagnoleg ha hini an italianeg.
      • Sklaer eo ne zalc’h ket kont eus ar stumm er wikipedia kembraeg Luciws
    • Met n'eus forzh peseurt breizhad pe gall a lenn hag a lavar "Lusius" ha pas "Loukious"
      • Sklaer eo ne zalc’h ket kont eus an distagadur al latin, met eus un distagadur faltazius.
      • Sklaer eo e kemer harp war un distagadur fall evit ober e zibab personnel : kement-se a ziskouez pegen skiantel eo e zibab
    • Lusius a zo ur brezhonekadur "a minima", evel m'eo Luciws ur c'hembreekadur "a minima".
      • Eus pelec’h e teu ar meizad brezhonekadur "a minima" ? Ijinet gantañ ?
      • Luciws n’eo ket kembraekadur, met treuzskrivadut an anv latin : mat e vije heuliañ ar skouer-se da vihanañ.

Gwir eo eo diaes ar gaoz, ne welan ket arguzennoù fraezh, pa ne fell ket dezhañ anavezout e skridoù zoken, pe pa lavar ez int treuzkomprenet, hep lavarout penaos eo ret d'al lenner o c'hompren. Chom a ra un dibab personel ha n'eo ket testeniekaet, hag a dleje bout skarzhet eus ar wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 27 Her 2007 da 04:44 (UTC)Respont

Pennaenn nevez


Brezhonekaet e vo anv an holl bibien hervez disoc'h ar c'hendiviz reolata amañ


Lusius pe Lukius? kemmañ

Goût mat a ran ez eus bet degemeret dre vouezhiadeg ur reolenn envel war an dachenn-mañ ma ranker doujañ outi evel-just, met daosut ha ma ranker brezhonekaat anv ar bibion n'eo ket bet sklaeraet penaos brezhonekaat pep anv resi, dreit-holl ar re evel hemañ hep kevatalder brzhonek boutin ebet. En ur c'hoût re ran ket van e gwirionez eus an doare ma vez graet eus ar pab-mañ'r-pab nag e brezhoneg nag er yezhoù all, en degouezh-mañ e kavfen gwelloc'h ober gant ar stumm "Lukius" (n'on ket gwall chalet gant an dibenn latin) kentoc'h evit "Lusius" dre ma klotae gant distagadur oribn al latin diouzh un tu hag ivez gant emdroadur ar brezhoneg pa vez amprestet gantañ anvioù all a seurt-se digant al latin, da geñveriañ gant "Lukian" (diorroet o-daou diwar "lux" 'michañs?). Neal (Kaozeal) 28 Her 2007 da 18:58 (UTC)Respont

Din me eo ingal e vije Lusius pe Lukius. Me war a-seblant ne vez adkavet ar son "k" e yezh ebet koulz lavaret. Ha Lucia (gwregel Lucius) en deus roet Lusia e brezhoneg, gant ar son "s". Setu ma vijen techet ober gant Lusius, kentoc'h eget gant Lukius. Met heuilhañ a rin ali ar muiañ niver. Benoni (Kaozeadenn) 28 Her 2007 da 19:14 (UTC)Respont
Kavet e vez ar son [k] el latin a orin... kavet e vez "k" e "Lukian" e brezhoneg daoust ha ma kaver "c" (+ "i") (distaget [s], [tʃ], [θ] hervez ar yezh) er stummoù kevatal outañ e yezhoù all, d.s. galleg "Lucien", italianeg "Luciano", spagnoleg "Luciano", izelvroeg "Lucianus", portugaleg "Luciano" pe c'hoazh [k] evel e latin "Lucianus" hag e gresianeg "Λουκιανός" hag en alamaneg "Lukian", ruseg "Лукиан", arabeg "لوقيان" (gant "qof"), hebraeg "לוקיאנוס", finneg "Lukianos", hungareg "Lukianosz", ukraineg "Лукіан", svedeg "Lukianos". Ha ken disheñvel eo orin hag emdroadur brezhonek "Lucius" diouzh "Lucianus"? Evit an dibenn marteze e rankfer ober ivez gant "-om" evel "akwariom", d.l.e. "Lukios"??? Marteze e vije bet gwell ober gant an anvioù latin atav ha reiñ kinnigoù brezhonek e krof ar pennadoù, met votet eo bet ar reolenn ha bremañ e van dirouestlañ ar c'hudennoù a chom. Neal (Kaozeal) 28 Her 2007 da 19:45 (UTC)Respont
Ya met, Lucius/Lucia na seblantont ket bezañ emdroet heñvel eget Lucianus. Met lakaomp Lukius, mat eo din: d'an nebeutañ e touj d'an distagadur latin (war bouez an u>ou). Ma na sav den ebet a-enep e vo adanvet ar pennad da Lukius. Benoni (Kaozeadenn) 28 Her 2007 da 19:51 (UTC)Respont

Me, pa ne em eus ket kavet roud ebet eus ar pab Lukius pe Lusius, n'on ket evit dibab pehini eo ar furm reizh. Me zo sur eo bet troet an av gant Marsel Klerg en e Lennadurioù diwar an henlennegezh kristen troet diwar al latin. Piv a c'hellfe furchal e-barzh ? Ouzhpenn-se e veze meneget gwechall anvioù ar bibien gentañ e-kreiz liderezh an oferenn. Ul lec'h all da vezañ sellet outañ a-raok sevel arguzennoù toull diwar ar c'hembraek ha traoù all ken diresis. --Ch. Rogel 28 Her 2007 da 22:58 (UTC)Respont

Ya, ne vefe ket fall hen goût met n'on ket evit lakaat da bater dre ret ar pezh a skrivas ar veleion - talvoudus e c'hell bezañ evel-just ar skridoù kozh, met n'eo ket gant ar brezhoneg beleg a ran me na war an dachenn-mañ na war hini ebet all. N'eo ket, siwazh din, nemet d'ar gatoliked ha d'ar veleion ar bibion rak kalz ledanoc'h eo o levezon war ar bed. Me da bed ivez, keit ha m'emeur ganti, chom hep lâret ec'h eo "toull" un arguzenn bennak dre ma n'out ket a-du ganti - bez' e c'heller bezañ a-du pe a-enep pe degas ur sav-poent hag arguzennoù disheñvel hep rankout implijout gerioù a seutrt-se evit komz eus arguzennoù ar re all. A galon, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 06:59 (UTC)Respont
N'eo ket an arguzennoù a zo toull dre natur, met ingal eo pa n'eus ket tu gwiriekañ ma 'z int a-feson ha pa n'eus ket bet den evit mont da welout petra a zo bet skrivet war ar sujed en a-raok. Ne welan ket perak a vije ar brezhoneg ur yezh ispisial hag e vije aotreet skrivañ n'eus forzh petra hep tennañ kont eus an (holl) araozerien. Eürusamant, divizet eo bet ma vo sellet ouzh furmoù an anvioù-tud bet implijet stank er brezhoneg. An dra-se zo d'ober evit ar bibien hag meur a dra a denn d'ar relijion gristen. Ur gunujenn e vije dezhañ lakaat Marsel Klerg da vezañ bet ur veleg o skrivañ e brezhoneg beleg. Evit brezhoneg an traoù katolik, ret eo lenn skridoù ar veleien bodet endro da vMaodez Glanndour (Klerg, Per ar Gall, Jozeb Lec'hvien) hag ivez re Tepot Gwilhmod. "Testamant nevez hon Aotrou..." embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev (Bibl ar Brotestanted, troidigezh Gwilhou Koad nevesaet) a zo mat da sellet outañ ivez. --Ch. Rogel 29 Her 2007 da 22:56 (UTC)Respont
Da gentañ: nann n'eo ket toull un arguzenn dre ma n'out ket a-du ganti ivez. Toull eo un arguzenn peogwir e c'hell bezañ diskwelet eo faos. N'eo ket toull arguzennoù diazezet war emdroadur diabarzh ur yezh seul wezh m'az eo gwir an arguzennoù-se, da lâret eo e vefe toull, da skouer, lâret e teu da vezañ [p] e brezhoneg ar son [k] etrevogalennek e gerioù amprestet digant al latin d'ar prantad-mañ'r-prantad hep ma c'hellje degas skouerioù resis evit diswel eo gwir an arguzenn-se met n'eo ket toull arguzenniñ e vefe ken poellek all ober "Lukius" e brezhoneg diouzh al latin "Lucius" seul wezh ma c'heller diskwel eo eo hennezh emdroadur boas ar brezhoneg en degouezhioù a seurt-se.
Da eil: war a seblant n'em boa ket displeget mat ar pezh a fellas din lâret. N'em boa ket skrivet e oa an den-mañ'n den beleg pe get nag ma vije skrivet e brezhoneg beleg gantañ. Ar pezh am boa c'hoant lâret eo: tra ma komzr eus pibion e c'helljer sur-mat kavout roud anezhe e skridoù kozh bet savet a-raok gant beleion met n'eo ket me an hini a raio gante dre ret nemet war digarez ma oa bet savet ar skridoù-se a-raok.
Da drede: distroomp adarre war un dachenn m'eo bet peuret un tammig warni dija, da lâret eo kudenn ar "skridoù bet savet a-raok". Ne lâran ket n'haller ket na ne dlefer ket sellet ouzh ar pzh bet graet a-raok evel-just met ne lakaan ket ar pezh a gaver er skridoù a-gent da wir bater dre ret a-raok gallout dilfennañ an arguzennoù a-dreñv an dibaboù bet graet. War dachenn an anvioù latin evel ar re -mañ e rankfer anzav eo vije bet ijinet o stumm brezhonek mar bez anezhañ er skridoù kaoz dre ma n'eus roud ebet anezhe er brezhoneg bev, da lârete eo n'eus anv boas brezhonek ebet implijet gant an dud a-hiziv pe en un doare hengounel kevatal da "Lucius" rak mar vefe anezhe ne vefe ket eus ar gudenn brezhonekaat. M'eo bet testenniet tu pe du gant skrivagnerion all a-raok e rankfer anzav e oa bet ijinet gante ar stumm brezhonekaet implijet gante ha neuize, evidon-me, a-raok e degemer hepmuiken nemet war diagrez ma oa bet implijet a-raok e vefe ret sellet oizh ha dilfennañ ar stumm-se evit goût hag-eñ e oa bet savet mat dija. Toull e vefe evidon-me ober gant stummoù bet implijet gant tud all dija nemet war digarez ar fed ma oant bet implijet a-raok zoken en ur c'hoût e oant bet savet fall (ne lâran ket eo bet savet fall pep tra bet graet a-raok - lâret a ran e vefe toull an arguzenn-se en degouezh resis-se). Adwelet ha reizhet e c'hell bezañ an traoù bet graet a-raok mar bez ezhomm hag e brezhoneg eo bet graet gwezh ha gwezh all.
Da bevare: ma gaver meur a stumm disheñvel bet implijet a-raok diazezet war bep un arguzenn pe ur savpoent terminologel disheñvel penaos dibab etreze? Degouezhout a ra gwall alies: penaos dibab etre "geografiezh", "jeografiezh", "jeografi" ha "douaroniezh" testiet an holl anezhe e skridoù bet savet a-raok?
Da bempvet: o c'hortoz on atav gwelet stummoù anvioù ar bibion testenniet er skridoù bet savet a-raok. Talvoudus-kenañ e vo gallout o c'heñveriañ gant arguzennoù all.
Da c'hwec'hvet: 'eo ket peogwir ne rin ket hervez c'hoant ar gatoliked ma rin hervez c'hoant ar brotestanted... +
A galon, Neal (Kaozeal) 30 Her 2007 da 06:40 (UTC)Respont
Me oa bet "poursuivi par les études" ha gant an oferenn e latin oc'hpenn pa oan bihan, ha "Lukius" a seblant gwelloc'h, met, boñ, n'on arbennigour a-zivout netra. A galon. Klaod. Kadbzh 30 Her 2007 da 10:14 (UTC)Respont
A-du e yan gant arguzennoù Neal, daoust ma vefen laouen e rofe deomp Ch. Rogel an testennioù a veneg. Un elfenn dedennus e c'hell bezañ, met n'eo ket evit-se e vo ret heuilhañ an dibaboù bet graet 100 bloaz 'zo. Da c'hortoz, dre ma y a ar muiañ niver war an tu se, e vo adanvet ar pennad Lukius. Ha tu vo cheñch en-dro ma ya ali ar muiañ-niver war un tu all. Benoni (Kaozeadenn) 30 Her 2007 da 13:04 (UTC)Respont
Ha pa oa dispaket an arguzennoù ganin ne oant ket mat a-walc'h! Nag a amzer gollet! Da vihanañ e vo skarzhet an anv a rae goap eus an distagadur latin. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 04:49 (UTC)Respont

Eilet diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ gant --Neal (Kaozeal) 10 Du 2008 da 15:31 (UTC) kemmañ

Lusius Iañ kemmañ

Stumm fazius.

  Un adkas n'eo ken (bet restaolet ganin). Perak e diverkañ? Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 07:13 (UTC)Respont
Adlakaat a ran ivez Lusius Iañ : peogwir eo war un dro ur stumm fazius, hag ur stumm ijinet gant un den, diazezet war ar faltazi (betek-gouzout hiroc'h) hag hervez ar reolennoù ez eus tri abeg d'e ziverkañ. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 07:17 (UTC)Respont
pajennoù a zo ur fazi anat en titl anezho (fazioù splann, fazi bizskrivañ, fazi e doare-skrivañ un anv divoutin, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia ...)
Ur fazi anat zo, ur ger ijinet... Que mais? Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 07:20 (UTC)Respont
N'eo ket ur pennad, un adkas an hini eo. Talvezout a ra ivez an adkasoù evit kas adalek stummoù direizh a c'hellfe bezañ implijet betek stummoù reizh... D'ar verourion all da reiñ o soñj, rak ne vo ket diverket ganin bete-goût. Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 07:25 (UTC)Respont
Diskar Lusius Iañ, stumm fazius=
Adlakaat a ran ivez Lusius Iañ : peogwir eo war un dro ur stumm fazius, hag ur stumm ijinet gant un den, diazezet war ar faltazi (betek-gouzout hiroc'h) hag hervez ar reolennoù ez eus tri abeg d'e ziverkañ. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 07:17 (UTC)
pajennoù a zo ur fazi anat en titl anezho (fazioù splann, fazi bizskrivañ, fazi e doare-skrivañ un anv divoutin, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia ...)

Ur fazi anat zo, ur ger ijinet... Que mais? Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 07:20 (UTC)

Talvezout a ra ivez an adkasoù evit kas adalek stummoù direizh a c'hellfe bezañ implijet betek stummoù reizh... D'ar verourion all da reiñ o soñj, rak ne vo ket diverket ganin bete-goût. Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 07:25 (UTC)
Kement-se zo mont kontrol d'ar reolenn embannet.
Gant an arguzenn-se ne vije bet graet diverkadenn ebet hiriv!
Ar gwir abeg moarvat eo peogwir eo bet ijinet gant ur merour (ezvezant), ha netra ken. Sklaeroc'h e vefe en lavarout diouzhtu. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 07:40 (UTC)Respont
N'eus gwir abeg ebet all. Ne vern din gant piv eo bet savet an adkas pe get. Un adkas n'eo ken ha n'eo ket ur pennad bet savet gant un implijer gant un abeg resis, da Làrete eo n'eo ket ur vi-koukoug. Ganin-me ne vo ket distaolet betek ma vo bet roet o ali gant merourion all. Ne dalv ket ar boan kenderc'hel da ouzhpennañ da c'houlenn e traoñ ar bajenn-mañ: distaolet eo bet ganin, ha bremañ e vo kaset d'an isrummad "Goulenn war studi" hag aze e chomo betek ma vo bet roet o ali gant implijerion/ezed all ha merourion all. Bez' e c'hellez mont e darempred gant implijerion/ezed ha merourion all mar fell dit evit goulenn digante reiñ o ali evit kas an traoù war-raok. A galon, Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 07:47 (UTC)Respont

Skiant-faltazi kemmañ

Mat e vije diverkañ "pennadoù" gant un anv a denn muioc'h d'ur skiant-faltazi ha d'un alter personel eget d'an holloueziadurezh. Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 11:38 (UTC)Respont

Goulenn graet e 2008, e 2009, ha graet en-dro e 2010. Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 12:48 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Lukius Iañ".