Kaozeal:Makoto Noguchi
Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Lamet em eus ar frazennJapaniz all o deus desket brezhoneg, met eñ e oa an hini kentañ, hag a gomze ar gwellañ. a zo dizave hag a echu gant ur varnadenn bersonel. — Sad Edgar (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 21:12 (UTC)
- Koulskoude n'eo ket diaes da gompren:
- a) an hini kentañ e oa peogwir ne oa hini all ebet en e raok, pe ma oa n'int ket anavezet, ha ma'z int anavezet ne vo ket diaes prouiñ ar c'hontrol, met keit ma ne vo ket prouet ar c'hontrol e chomo gwir: ur fed eo eta, ha n'eo ket ur varnadenn;
- b) a gomze ar gwellañ peogwir n'eo ket chomet pell a-walc'h ar re all da gomz kenkoulz, na da skrivañ kement : ur fed adarre.
- c) Hiziv n'eus hini ebet ken e Breizh. Ur fed all.
Kentel : a-raok reiñ da ali personel war un danvez ha n'anavezez ket, goulenn digant ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 10:36 (UTC)
Kamm eo an arguzennaoueg-se hag ar "gentel" (!) a zeu d'he heul.
- a)
keit ma ne vo ket prouet ar c'hontrol e chomo gwir: bez' ez eus eus Doue, eus ar spesoù hag eus tudoùigoù gwer ar blanedenn Meurzh, pa n'eus biskoazh bet prouet ar c'hontrol.Ur fed eo eta- b)
a gomze ar gwellañ peogwir n'eo ket chomet pell a-walc'h ar re all da gomz kenkoulz: piv a varn ? Ha ret eo bezañ o chom e Breizh evit gouzout mat brezhoneg ? Ha ret eo bezañ bet o chom "pell a-walc'h" en ur vro saozneger evit gouzout mat saozneg ?- c) Pelec'h emañ ar
fed all? Ezel eus an NSA hag eus an INSEE eo aozer ar pennad, hep mar ebet, pa oar a-zivout kement den a zo o chom e Breizh. Evel-just ez eus brezhonegerien en diavaez d'an Emsav, e metoù ar gouerien hag ar vicherourien paneveken. Daou diegezh japaneger ha brezhoneger a anavan-me e Penn-ar-Bed, unan kostez Karaez hag unan e Kemper.- Ar "gentel" : souezhus eo, goude kement a alioù personel bet lakaet hag adlaket er pennad ha goude bezañ diskouezet kement a zivarregezh war an danvez dre a-walc'h.
Mignon din e oa Makoto Noguchi, kenlabouret hon eus, ha kaset anezhi meur a wech asambles.--90.32.240.214 19 Kzu 2015 da 14:38 (UTC)
Gaou! Biskoazh n'eo bet Makoto mignon d'un IP. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 15:43 (UTC)