Plijadur 'hra dein guélet breton er bobl. M'mes chanjet un nebedig treu ur sort, laket un nebedig letrenneu ho-poè lakeit un apostrof én ou léh. Me moè eun é vehè bet stertoh de lén eit er ré ha n'int ket kustum (hoah) doh breton er bobl. Hui oui, mar bè skrivet tout èl ma vè konzet 'hra drol 'ben en achimant. Ma skrihèn-mi aval m'é konzan, mi 'mes eun ma vèn ki kopernet get kal a dud, nezen martis iañnein en treu un tammig ha klah skriù létrenneu na bou' vènt ki kleùet a-pe vè konzet moud hou prou. Mod 'ral, n'es ket si erbet én hou testen (doh er pèh e hellan barnein). Dahlet'ta de skriv pennadeu é breton biù èl-sé! Me glaskou lakat treu ohpen ér pennad-sen marse. Me glaskou skriv en treu én ur breton haval doh hous hani-hui, hui em difariou ma n'é ket mod-se é vehè laret én hou parlant. Joé d'hou kalon. Guénael 01:47, 29 Nov 2004 (UTC)

hadlaked m'eus "evid" lec'h "ewid" kar n'on ke' tregeriad ac'hañw ha n'ew ke' stertoc'h da gompren "evid" vid "ewid". memes tra evid "war" ha "var". "Var" ve greed ga' leonis ha kernevis ha neñhe ew daw goûd ken nebeud a-se. "Var" pe "war" pe "àr" ha "ewid", "evid pe "vid" pe "eit" pe "aveid" toud an traow-mañ so memes tra benn 'r fin, n'eus ken 'med diski, sed pezh m'eus greed gad da vrezhoneg eu mersi dit. Plijadur a ra din lenn ho traow eu, pezh n'ew ke' gwall gustum bar vro brem'. ha set' neuhe pezh a blij din ew lenn traow skrived rik vel vez kôjeed g'an dud, mil vad e rafe d'ar re a grog g'ar yezh (ha d'ar re all eu).

Chañ Maï 10:41

Wikipedia:Pajennoù_da_nullañ#Trao.C3.B9_fentus

Distreiñ d'ar bajenn "Manaweg".