Kaozeal:Maodez
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Ha n'eo ket bet lakaet da sant hervez an hengoun? Me grede eo oa an dra surañ war e benn. Un tech iskis eo chom hep merkañ an traoù anatoc'h evel titl ar sant. N'on ket a-du gant an dreistneptuegezh-se, ur political correctness diezhomm. Lezomp an dra-se d'ar wikipedia gallek. --62.35.33.96 --Ch. Rogel 14 Kzu 2006 da 17:20 (UTC)
- Kompren a ran da savpoent, hag a-du on ganit evit a sell marmouzañ ur wiki all, gallek pe saoznek evel-just. Met n'eo ket aze emañ an dalc'h. Ne vez ket renket ar bibion dindan an anv Pab Yann XXIII, nag ar roueed evel Roue Herri IV, nag an duged evel Dug Frañsez II, na na Pétain evel Marichal Pétain, na Perrot evel Abad Perrot, na Mari gant santez Vari pe Gwerc'hez Vari. Ma: faziet on evit an anv-se, pe gentoc'h unan bennak zo faziet war se. Met Mari e tle bezañ.Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 20:30 (UTC)
- Gallout a rafen ivez lavarout eo Lanvaodez a vez lavaret, ha n'eo ket Lansantvaodez.Pezh na zilam mann eus santelezh an den. Met marteze eo ret diwall na vije ket ankouaet menegiñ int sent.Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 20:47 (UTC)