Kaozeal:Mas

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Anatenn

tolz

kemmañ

Tennet eo bet ar menneg tolz diouzh ar pennad. Lakaet em boa an ditour-se peogwir e vez graet gant ar ger-se e pennadoù 'zo er wikipedia brezhoneg. Ret eo displegañ d'an dud perak en em gavont gant ar pennad Mas pa glikont war Tolz.--Yun 25 Ebr 2006 da 09:31 (UTC)Respont

Boulc'hurun ! Etre ar re a denn ar ger tolz hep displegadenn ebet hag ar re a cheñch anv ar pennad evit e envel tolz hep displegañ pelloc'h, ne'z aimp ket war-raok. Setu amañ ar pezh am boa skrivet er bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ d'an 9 a viz Mezhevenn pa'm boa gwelet e oa bet skarzhet ar Rummad:Unanennoù mas (n'eus bet respont ebet ha diverket eo bet abaoe) :

Buan e vez skarzhet an traoù ganeoc'h. Er wikioù all e vez roet tro d'an dud da reiñ o soñj, da arguzenniñ ha da votiñ. Gwir eo, n'eus ket kalz a wikipedourien amañ hag e c'heller mont buan a-wezhioù, met amañ, ne oa ket savet bet ar rummad-se na gant an hini en deus goulennet e skarzhañ, na gant an hini en deus e skarzhet kuit. N'eus bet nemet 15 munutenn etre ar goulenn hag ar skarzhadenn. N'eus ket bet roet arguzenn na displegadenn ebet war bajenn Kaozeal:Mas. Ret e vije d'ar verourien ha d'an danvez-verourien kompren ez eus reolennoù mont en-dro a zo da sentiñ outo.

Lavaret en deus Kadwalan "sellet ouzh geriadur an Here, levrioù skol Diwan ha kement zo". Setu am eus graet. N'eo ket gwall sklaer termenadur ar ger tolz e-barzh geriadur an Here pa gomz eus rannad etre ar pouez hag ar buanaat. Mesket o deus termenadur ar mas inertek ha termenadur ar mas gravitek. Ha ne glot ket gant ster orin ar ger tolz.

A-hend-all e kaver ar ger mas e-barzh geriaouegoù Diwan abaoe ugent vloaz 'zo :

  • "Geriaoueg galleg/brezhoneg brezhoneg/galleg Matematik", Eil Derez Diwan, 1989
  • "Geriaoueg Matematik brezhoneg/galleg galleg/brezhoneg, Eil Derez Diwan, 1995, trede embannedur kresket
  • "Geriaoueg galleg/brezhoneg brezhoneg/galleg Fizik, Eil Derez Diwan, 1989
  • "Geriaoueg Fizik brezhoneg/galleg galleg/brezhoneg, Eil Derez Diwan, 1994, eil embannadur kresket

Implijet e vez el levrioù embannet gant TES (Ti Embann ar Skolioù brezhonek), ha graet e vez gant al levrioù-se en hentennoù divyezhek ar skolioù Diwan, ar skolioù stad hag ar skolioù kristen :

  • "Mat da zeskiñ", dornlevr matematik evit ar CM2, TES, 2000, p. 135 : "unanennoù mas"
  • "MAT 5vet", dornlevr matematik evit ar 5vet klas, TES, 2004, pp. 45, 85, 90, 95, 106, 108, 112, 113, 118, 119, 132, 138.
  • "MAT 4re", dornlevr matematik evit ar 4e klas, TES, 2006, pp. 39, 54, 84, 85, 114

--Yun (kaozeal) 15 Gwe 2007 da 15:25 (UTC)Respont

Anatenn

kemmañ

Pelec'h e kaver ar ger-se? Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 19:48 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Mas".