Kaozeal:Mignon (istor)
Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Neal
Ha sur out eo heñvelster e saozneg "minion" ha "mignon"? Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2008 da 11:28 (UTC)
- Disheñvel eo istor ar gerioù. Kenster a orin e oant. Ret displegañ kement-se er pennad. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2008 da 11:51 (UTC)
- Mat eo. Ne oan ket re sur - anaout a raen ar ger "minion" gant ur ster nemetken ha n'anaoen ket ar ger "mignon". Trugarez, Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2008 da 12:43 (UTC)
- Gallout a rafes resisaat e petore pezhioù e kaver ar ger, ha pe sterioù dezhañ, ma' z eus ouzhpenn unan . Bianchi-Bihan 1 Ebr 2008 da 16:59 (UTC)
- N'on ket ur mailh war an termenoù istorel, nag e brezhoneg nag e brezhoneg ha n'anavezen ket an termen "mignon" e saozneg hag a glotae, war a welan, gant an termen "mignon" implijet amañ e brezhoneg. marteze e oa bet implijet an termen skrivet "minion" gant shakespeare gant an hevelep ster, n'oûn ket (ret e vefe sellet ouzh an daveenn resis). "Minion" avat n'eo ket un termen istorel nemetken rak daosut ha ma c'hell ober dave, war a welan o sellet ouzh a wikipedia e saozneg, da elfennoù istorel resis e vez implijet c'hoazh evit ober diouzh tud e servij tud a renk uhel pe uheloc'h. N'eo ket strikt e gwirionez rak ne denn ket ar pennad-mañ da emdroadur ar saozneg evel-just, ha sur-mat e teuont o-daou diwar an hevelep orin gallek "mignon". Displeget emañ gwelloc'h an daou dermen evit na c'hellfen ober-me er wiki saoznek (liammoù a-us). un itor kuriusted ne oa ket. Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2008 da 17:42 (UTC)