Kaozeal:Mikroprosesor

Salud dit Yann-Bêr,

Lennet em eus ar pennad dedennus-mañ gant aket.
Setu amañ un nebeud evezhiadennoù war ar yezh:

  • unvez greiz tretiñ (UGT) hag unvez gontroll (UG)

Souezhet on gant ar c'hemmadurioù K/G goude "z" ha pa vefe benel ar ger "unvez". Skrivet am bije "unvez kreiz tretiñ (UKT)" hag "unvez kontroll (UK)".

  • trañzistorioù

Din da c'houzout ne vez ket kavet an heuliad sonioù "añz" e brezhoneg. Skrivet am bije "tranzistor".

  • programm

programm pe program a ranker skrivañ?

  • stadamant

Moarvat e teu ar ger-se eus ar saozneg "statement" (déclaration e galleg). Met ne welan ket peseurt liamm a vije etre ar brezhoneg stad pe stadañ hag ar pezh a sinifi stadamant en da bennad.

  • industrial

Amañ c'hoazh e kav din ez eus ur ger saoznek. Daoust ma veze kavet an dibenn "-al" gwezhall e brezhoneg (e-barzh an anv-familh Lofficial da skouer) e soñj din e vez graet bremañ gant "-el". Setu em bije skrivet industriel.

  • bioksidenn silisioù

Ne vefe ket "dioksidenn silisioù" kentoc'h? (peogwir emaomp gant gwrizioù gresianeg)

--Yun 08:24, 23 July 2005 (UTC)


Distreiñ d'ar bajenn "Mikroprosesor".