Kaozeal:Minotaoros

(Adkaset eus Kaozeal:Minotauros)
Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Kadwalan

Minotavr e vefe ma vefe brezhonekaet kentoc'h evit Minotaor kea? --Neal (Kaozeal) 22 Meu 2007 da 11:13 (UTC)Respont

Ne welan ket abalamour da betra lakaat ur v e-lec'h un o. E brezhoneg e ya "au" da "ao". Ouzhpenn e kaver "Minotaor" e lec'h all dija : "Hipolitos", troet gant R. Hemon Al Liamm 81.

"MinotaUr" zo un euzhadenn. Ne vez ket a strolladoù AU e brezhoneg. Ne welan ket petra a ro an tu dit da ziskivañ "Minotauros" er reolennoù treuskrivañ nevez degemeret...

Daoust perak ne roez evezhiadenn ebet kent kemm ar penngerioù? Ha pa vefe reolennoù mouezhiet evit diskrivañ an anvioù gresianek ne vir ket ouzh den a zisplegañ an abegoù en deus evit degas kemmoù. --Kadwalan 1 Ebr 2007 da 17:15 (UTC)Respont

respont ebet?--Kadwalan 10 Ebr 2007 da 18:11 (UTC)Respont


pasianted - ne vez ket an dud oc'h ober war-dro atav. Neal (Kaozeal) 10 Ebr 2007 da 18:53 (UTC)Respont


un tamm mousfent e oa an treuzkinnig "minotavr" (diwar ar stumm "minotaor" bet implijet a-gent) o c'hoari gant ar ger "tarv" e brezhoneg diouzh stumm penn an euzhvil. Kemmet e oa bet ar stumm "minotaur" rak hervez ar reolennoù treuzskrivañ e rank stumm brezhonekaet an anvioù divoutin gresianek doujañ d'ar stumm orin (diviz 2) en nominativel (diviz 3), neuze: "Minotaoros" pe "Minitauros". Dre ma n'eus reolenn resis ebet war a welan o tennañ da dreizskrivadur an diftongenn αυ, em boa lakaet gant "au" kentoc'h evit "ao" evit klotaat gant treuzskrivadur boutin al lizherenn upsilon en diftongenn heñvel εύ (diviz 8).

Neal (Kaozeal) 10 Ebr 2007 da 19:02 (UTC)Respont

Mat. "Au" ne vez ket skrivet e brezhoneg. Gwelloc'h skrivañ "Minotaoros" da'm soñj.--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 15:22 (UTC)Respont

ya, goût mat a ran ne vez ket implijet an dic'hrafenn "au" e brezhoneg evel-hen. 3 devezh e c'hortozin ha neuze, ma ne sav mouezh ebet a-enep d'az kinnig-te (poellek d'am soñj) e vo kemmet titl ar pennad. Goût mat a ran ivez eo bet gortozet pell dija evit ur munud ken bihan all, met grortoz un nebeud devezhioù all c'hoazh a rin ken kas...Neal (Kaozeal) 20 Mae 2007 da 08:59 (UTC)Respont

Mat.--Kadwalan 20 Mae 2007 da 09:01 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Minotaoros".