Kaozeal:Mor Koural

(Adkaset eus Kaozeal:Mor Kouralek)
Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

"Mor Kouralek" evel m'eo bet lakaet gant saver kentañ ar pennad, "Mor Koural" evel ma lenner war Kartenn ar bed embannet gant TES, "Mor ar C'houral", petra eo ar gwellañ ? Setu amañ an anvioù a gaver en un nebeud yezhoù all : cy:Môr Cwrel, en:Coral Sea, eo:Korala Maro, es:Mar del Coral, fr:Mer de Corail --Llydawr 9 Mez 2010 da 18:07 (UTC)Respont

Din eo Ar Mor Kouralek, anat. Mor Koural? Evel Mor Barents ? Koural n'eo ket un den. Ar Mor Koural neuze? Evel Ar Mor Houarn? Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 02:20 (UTC)Respont
Anat ivez eo ret sellout penaos emañ e yezhoù all. Met treiñ n'eo ket tapout ar gerioù hepken. "de corail, del coral" zo troet mat gant kouralek. Ur Mor Enezek zo ivez. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 07:35 (UTC)Respont
War skouer ar c'hembraeg cy:Môr Cwrel eo reizh-kenañ "Mor Koural". Er c'hontrol, "kouralek" a seblant din bezañ souezhus a-walc'h, ouzhpenn bezañ dizave. Un atoll a c'hall bezañ "kouralek" (corallien e galleg), ur mor avat...?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Du 2013 da 15:41 (UTC)Respont
Pe Mor Digoural, bremañ kentoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Du 2013 da 18:55 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Mor Koural".