Kaozeal:Moskov

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Stumm brezhonek

Ar patromoù a vo lakaet tamm-ha-tamm... Benoni (Kaozeadenn) 7 Gen 2008 da 22:48 (UTC)Respont

Stumm brezhonek

kemmañ

Moskov em geriadur...

Moskov ivez gant Ofis Ar Brezhoneg hag e Geriadur An Here.--Yun (kaozeal) 20 Meu 2010 da 16:26 (UTC)Respont

Moskou a vez lâret ha skrivet gant un toullad mat a vrezhonegerien. --Arko 6 C'hwe 2011 da 17:31 (UTC)Respont

Moskva a zistager e rusianeg (Москва e sirilleg), "Moskva-riec'ha" evit he stêr (Москва-река, da lâret eo "stêr Moskva"). An doare kozh-kozh eo Moskov, eus deroù ar gêr (XIIvet kantved). Ne vez ket graet ganti ken. Kinnig a ran adenvel ar pennad Moskou eta.--Arko 23 Meu 2011 da 19:36 (UTC)Respont

Evel lavaret gant lod all e kav din eo diazezet mat ar stumm Moskov e brezhoneg (gwelet al levr Va buhez e Rusia gant Jarl Priel paneveken). Ne welan abeg sirius ebet da cheñch. Ober un adkas, hag ober ur rannbennad war anvioù ar gêr-se mar bez c'hoant.--Trec'hlid mitonet 24 Meu 2011 da 19:26 (UTC)Respont

Daou abeg a wellan da cheñch titl ar pennad :

  • Moskou a vez lâret gant 99.99% eus ar vrezhonegerien,
  • Moskov n'eo ket graet ganti gant den ebet er bed, zoken gant ar Rusianed a lâr Moskva. Moskov a zo an doare kozh-noe da envel ar gêr, eus deroù ar gêr (XI-XIIvet kantved). Lutetia a oa lâret a-raok, bremañ e lârer Pariz. A galon, --Arko 24 Meu 2011 da 19:58 (UTC)Respont
Pelec'h e c'heller lenn ar studiadenn dalvoudus-se a embann e vez lavaret "Moskou" gant 99,99% eus ar vrezhonegerien ? --86.214.147.107 25 Meu 2011 da 03:48 (UTC)Respont
N'eus ket eus seurt studiadenn evel just Bianchi. Met komz d'an dud eus Moskov e den ebet ne wello eus petra zo kaoz. Komz eus Moskou a pep hini a wello. A galon, --Arko 25 Meu 2011 da 16:27 (UTC)Respont

N'em eus netra da welout gant ho moskajoù. N'em eus ket gwelet studiadenn ebet evit dibab anv ebet er wikipedia. Noz vat d'an holl. Sellit ouzh ar film db ar c'hreizennoù nukleel war Arte fenoz, siriusoc'h eo. Bianchi-Bihan 25 Meu 2011 da 18:51 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Moskov".