Kaozeal:Muskildi

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Evit an den dizanv na blij ket dezhañ lenn "a-us da": https://br.wiktionary.org/wiki/a-us Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 16:44 (UTC)Respont

D'ar yezhadurourig dizanv: brav eo menegiñ "ul levr yezhadur"... ma anavezez unan ken mat e vi gouest da reiñ e anv hag ar bajenn . Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 16:52 (UTC)Respont
Goude lenn : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Muskildi&diff=1556495&oldid=1556492. Marteze e vo kavet ul levr yezhadur a savo kontrol da Fañch an Uhel, Jakez Riou, Jules Gros. Neuze e vo gallet reiñ e anv amañ. Trist eo gwelout yaouankizoù a zo gouest da lakaat "ar yezhadur" (pehini, n'ouzer ket) a-us d'ar yezh evel ma teu gant brezhonegerien, hag a garfe skeiñ bec'h o zammig gouiziegezh war chouk an dud. Salv ma ne vo ket roet galloud dezho amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 C'hwe 2014 da 17:17 (UTC)Respont
Kement ha ma ouzon, n'eus ket gwir da ziverkañ traoù diwar ar pajennoù kaozeal (war-bouez vandalerezh…), setu ma'z adlakaan an traoù bet disverket. Me 'gav din eo degemeret ivez ne vez ket meneget traoù 'zo kennebeut (ha setu perak em eus disverket un dra…). Bremañ, ma ne zere ket tra pe dra er bajenn-mañ, e c'hello merour pe verour ober war-dro moarvat, diuntuek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 14:07 (UTC)Respont

Feuket-bras e choman o stadañ e c'hall unan bennak ober faskour eus unan bennak all amañ. Re bell ! N'ouzon dare pe oad eo Yoel ar C'horr ha n'eus forzh met chañs 'zo n'en defe ket gouzañvet ar gwir faskouriezh. Ha gwell a se dezhañ ! Mar plij ganeoc'h, n'haller ket degemer e vefe graet gant 'r seurt geriaoueg etre tud hag a zo o klask ober d'hon yezh araokaat.
Aes-kenañ eo lakaat an tabut da sioulaat da vat : ra vo roet gant Yoel ar C'horr daveoù ar yezhadur(ioù) m'en devoa kavet meneg eus a-us un dra bennak hag a-us d'unan bennak. Evidon-me, klasket em eus...en aner. Ha diwar ar skouerioù niverus a gaver sof-kont e-barzh hon lennegezh e-keñver a-us d'un dra bennak...--Prieladkozh (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 15:17 (UTC)Respont

Din n'eo ket un afer a yezh, meur a gaoz zo bet diwar poent pe boent hag a vo c'hoazh, met un afer a zoareoù-bevañ. Kousket eo ar verourien, a dlefe kelenn an doareoù mat d'ar ouezidi evel hennezh. D'am sonj eo grevus ober faskourien eus an dud (poent Godwin pe get), difennet groñs gant ar wikipedia, neuze e skarzhan adarre. Traoù all zo bet diverket gant hennezh, ha gant re all ivez, difennet ken groñs all, ha netra n'eus bet laret dezho. Ra vin ar c'hentañ kastizet mar karer. Pa vo lakaet urzh gant ur merour bennak, ma vez adlakaet pezh am eus diverket uheloc'h, e vo adlakaet ivez hep mar kement tra zo bet diverket gant ar Yoael hag ar re all diwar ar pajennoù kaozeal all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 16:57 (UTC)Respont

Skouer eus kaozioù diverket, digastiz:

Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 08:50 (UTC)Respont

Skouer eus un diskleriadur a-enep ur wikipedour all, difennet gant ar wikipedia: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:Sad_Edgar&diff=prev&oldid=1543956 hag aotreet gant ar verourien en desped d'ar reolennoù.
Reolenn enep an tagadennoù personel : https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Tagadennoù_personel

Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 08:47 (UTC)Respont

Den n'en deus d'ober ar polis e-unan amañ, neuze ec'h adlakaan ar respont. Evidon-me, meur a wech on bet kunujennet amañ ha ne'm eus ket disverket an traoù. Ma fell da BB pe da unan all e vefe disverket n'en deus nemet goulenn digant ur merour en ober.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:14 (UTC)Respont

Ha ger ebet diwar-benn an traoù mezhus - n'eo ket dister ober gant faskour ha faskouriezh e-keñver unan bennak all - skrivet gant Yoel ar C'horr amañ ?????!!!! N'oc'h ket feuket, tamm ebet ?????!!!!! E peseurt bed emaoc'h o vevañ a-barzh fin ar gont ? Gant ar vezh, heuget on evit gwir.--Prieladkozh (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:51 (UTC)Respont
Eo, feuket e oan bet gant ar gerioù-se, daoust ma'z int ken implijet a-dreuz hag a-hed m'o deus kollet o gwir dalvoudegezh (Gallet e vefe bet disverkañ nemet an tammoù-se, ha neket skarzhañ pep tra: doare aes). Feuket oc'h obet ivez, OK. Met ne'm eus ket soñj bezañ lennet dindan ho pluenn e oac'h bet feuket pa vezen-me kunujennet, ha ne ziskouezit ket bezañ feuket gant gerioù disprizus evel "gouezidi", "tud trelatet", "frioù lous" (ne'm eus ket amzer da glask traoù all)...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 12:19 (UTC)Respont
Gwir a lârit ha mat eo din dont d'ar gêr : n'eo ket gerioù gwall zereatoc'h ; n'in ket d'o c'hretaat ivez. Evidon-me ez eus bet treuzet ur vevenn gant Yoel ar C'horr : ret eo kemer divizoù pouezus an abretañ ar gwellañ evit na vo ket adc'hraet na gantañ na gant den ebet all. N'haller ket chom etre daou oc'h en em c'houlenn ha miret o deus ar gerioù faskour ha faskouriezh ar memes talvoudegezh. Re c'hrevus eo ha chom a ran mantret gant muderezh ar verourien !--Prieladkozh (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 12:35 (UTC)Respont

N'on ket souezhet, kompren a ran e peseurt tu emañ an trec'hlid : an hini a ro tu d'e gamaraded da gunujenniñ ar re all, pa'z eo prest da adlakaat (div wech) ar gwelien a feuk anezhañ, emezañ (feuket e oan bet gant ar gerioù-se...!) : ar skouer vat zo bet roet gantañ meur a wech koulskoude. Ne blij ket dezhañ e vije diverket kunujennoù egile? Ha pa veze diverket traoù all gantañ ne lare netra. Kentel ebet n'en deus da reiñ eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 12:59 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Muskildi".