Kaozeal:Naouegezh artifisiel

(Adkaset eus Kaozeal:Naouegezh alvezel)
Evezhiadenn diwezhañ: 11 deiz zo gant 2A01:CB08:8760:C700:AC3F:C618:EB9A:D407 e kaozeadenn Preder en doa embannet ar c'hentañ troidigezh

Resisadennoù

kemmañ
  • Preder / alvezel : (informatique) intelligence artificielle naouegezh alvezel.
  • Termofis / alvezel : disoc'h ebet.
  • Termofis / intelligence artificielle (IA) = naouegezh artifisiel b. (studiet)
Perzh gant un emgefread en araez, diwar ur gudenn roet dezhañ da ziskoulmañ, da ziuz ar roadennoù rekis, da savelañ ar belladur gwellañ, da adframmañ e rouedadoù war-benn emazasaat diouzh rizh ar gudenn.

2A01:CB08:8913:1900:FC39:4050:8BE3:8314 9 C'hwe 2023 da 19:35 (UTC)Respont

Adenvel ar pennad?

kemmañ

Ar gerioù "naouegezh" hag "alvezel" n'int ket e geriadurioù klasel a zo ganin, ha ma vefe gwelloc'h lâret speredelezh artifisiel da skouer, pe naouegezh artifisiel zoken (hervez termofis)? Evit ma vefe komprenet gant an holl? Dren Frañchto (kaozeal) 19 C'hwe 2023 da 14:36 (UTC)Respont

Gallout a rez krouiñ ur goulenn adenvel, efedusoc’h e vo evit sachañ evezh ar gumuniezh. Huñvreüs (kaozeal) 20 C'hwe 2023 da 07:43 (UTC)Respont
Hon strollad-labour Kreizenn ar Geriaouiñ (hag a labour war dachenn an derminologiezh evit ar skolioù divyezhek, da gentañ evit Diwan ez istorel - lec'hienn brezhoneg21) en deus kinniget implij intent artifisiel evit treiñ intelligence artificielle Brezhoneg21 (kaozeal) 9 Kzu 2023 da 09:37 (UTC)Respont

Preder en doa embannet ar c'hentañ troidigezh

kemmañ

Choazet em oa alvezel, peogwir er mare-se ar ger-se an hini eo hag a oa bet dispaket war dTermOfis. Cheñchet o deus just goude, marteze evit bezañ a-blom gant an dibab a zo bet graet gant un enklaskerez, ar vrezhonegerezh nemeti a bled gant ar meizad ez-micherel.
Ur geriadur evit ar stlenneg a voe embannet gant Preder ha diouzh al labour-se e teue ar pezh am oa lennet war dTermOfis.
Domaj eo ne vez ket doujet ouzh ar gentidi, na gant an Ofis, na gant Diwan.
Met ne gredit ket ez on chalet da vat. --Ch. Rogel (kaozeal) 9 Kzu 2023 da 21:11 (UTC)Respont

Adanvet eo bet ar pennad hervez ur goulenn adenvel. N’az peus ket roet da ali daoust ma oa chomet digor e-keit muioc’h evit pevar miz, ur prantad un tammig hir din evit bezañ graet « just goude » anezhañ.
Kinnig un droidigezh araok ar re all ne dalv ket bezañ perc’henner war ar ger. A-hent all e rankfe ar pennad fr:Week-end bezañ adanvet vacancelle. Huñvreüs (kaozeal) 10 Kzu 2023 da 08:52 (UTC)Respont
Ijinañ un termen nevez evit treiñ intelligence a seblant deomp iskis pa zo dija meur a c'her brezhonek a-fet ar meizad-mañ : speredegezh, intent, komprenezon. An termen intent a zere en n'eus forzh petore trovezh, pa vo miret speredegezh ha komprenezon pa vez kaoz eus mab-den. Furoc'h eo chom hep degas ur ger ouzhpenn, ha n'ouvezer ket penaos eo bet savet, pa n'eus ket ezhomm dioutañ. Brezhoneg21 (kaozeal) 18 Du 2024 da 08:43 (UTC)Respont
Ur c'heriaoueg war ar c'hompoderezh (pe urzhiataerezh) a oa bet savet gant Kreizenn ar Geriaouiñ evit eil derez Diwan en 1991, kalz amzer araok na vije deuet er-maez hini Preder.
Gwir eo ne oa ket bet brudet en diavaez da Diwan. Evel-se en em gaver gant daou dermen evit treiñ logiciel (poellad ha meziant), hag ur bern diferañsoù all.
Diwan a zouj ouzh al labour geriaouiñ graet gant Kreizenn ar Geriaouiñ (lec’hienn https://www.brezhoneg21.com) abaoe tost da 40 bloaz bremañ.
N’eo ket geriaouegoù Preder a vez implijet nag en Diwan nag en Deskadurezh Stad.
Ne soñj ket deomp e vefe labour Preder un norm da vezañ heuliet.
Brezhoneg21 (kaozeal) 18 Du 2024 da 11:10 (UTC)Respont
a-du, an darn vrasañ eus an amzer eo digomprenapl ar gerioù ijinet gant Preder. Ha n'eus ket ezhomm da grouiñ gerioù nevez p'hon eus gerioù simploc'h ha komprenapl dija. Dren ar Frankig (kaozeal) 18 Du 2024 da 14:49 (UTC)Respont
..."diferañsoù", "40 bloaz", "un norm", "digomprenapl", "simploc'h ha komprenapl"... Ezhomm zo eus ar brezhoneg beleg, war a hañval. --2A01:CB08:8760:C700:AC3F:C618:EB9A:D407 18 Du 2024 da 16:34 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Naouegezh artifisiel".