Kaozeal:Organeg daskemmet he genoù

Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Evezhiadenn

Ofis ar brezhoneg a ro: organeg he genoù kemmet (OGK) | organegoù o genoù kemmet... Benoni (Kaozeadenn) 28 Gwe 2007 da 21:46 (UTC)Respont

D'am soñj n'eo ket ar gwellañ dibab, ha n'ouzer ket piv a ginnig ar gerioù-se: ur brezhoneger nevez-flamm? ur skiantour? Organeg he Genoù Kemmet ne hañval ket din bezañ savet war batrom ar brezhoneg, a zo, din da chouzout: paotr e vlev hir (strizh)/ un den hir e vlev (amstrizh), ... met gallout a ran faziañ evel ma c'hall an Aotrou Ofis ivez.
  • Perak kemmet e-lec'h daskemmet, a zo resisoc'h ha reishoc'h d'am soñj?
  • Perak genoù e-lec'h genomoù, a zo resisoc'h ha reishoc'h d'am soñj?
Me a raio divezh gant Organeg/où Daskemmet he/o Genomoù, ken na vo diskouezet din n'eo ket un dibab mat. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2009 da 01:54 (UTC)Respont
Sevel a ran a-du gant dielfennadur Bianchi-Bihan : paotr e vlev hir (strizh)/ un den hir e vlev (amstrizh). Da lavaret eo e vefe gwelloc'h lavarout "organegoù kemmet o genoù". "Daskemmet" a gavan gwelloc'h ivez evit treiñ "modifiés" eget "kemmet". --Llydawr 19 Ebr 2009 da 20:39 (UTC)Respont

Evezhiadenn kemmañ

Un evezhiadennig : kavet 'vez 'anzim' pe 'enzim' a bep eil en destenn. N'ouzon dare pe hini zo reishoc'h, dav 'vije choaz 'vat !

An holl evezhiadennoù zo mat d'ober, bihan pe vras, hag unan fur evel honnezh zo talvoudus.Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mae 2012 da 17:23 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Organeg daskemmet he genoù".