Kaozeal:Paotrez

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Kenlabourerien, beuzel ha netra ken

N'eo ket ar wikipedia ur geriadur. hen goût mat a rez. Kempennet e vo ar pennad-mañ evit lakaat anezhañ da glotaat gant palioù arn holloueziadur pe a-hendall e vo enteuzet gant ar pennad "Merc'h". --Neal 22 Du 2006 da 13:04 (UTC)Respont

Ma sellan ouzh an eurioù n'eus bet nemet UN EILENN etre enrolladenn ma labour hag evezhiadenn ar merour. Mont a ra e emzalc'h heugus a-enep ar wikipedia. Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 13:23 (UTC)Respont

Goulenn a ran e vefe kaoze etre an dud ha n'eo ket ali Neal a dalvezfe hepken hag ur wech ouzhpenn, evel m'en deus kemeret ar boaz un tamm re alies dre amañ: pennadoù ar re all n'int ket e c'hoari personel.Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 15:49 (UTC)Respont

N'eo ket ma ali an hini eo a vez lakaet da dalvezout. Lakaat e pleustr diazezoù pennañ ar wikipedia an hini a ran evel merour: amañ "Da gentañ-penn ez eo ar raktres hini savidigezh un holloueziadur. N'eo ket ur geriadur" (dave: [[1]]). Labour ar verourion eo skarzhañ pe gwelloc'h klask enteuziñ pennadoù savet e mod ur geriadur. N'eus kudenn ebet evit enteuziñ ar pennad-mañ gant ar pennad pennañ Merc'h. N'eo ket dav sevel pennadoù a-ratozh evit termenniñ bep heñvelster.

Displeget un tammig hiroc'h war ar wiki saozneg amañ:

hag e galleg amañ:

--Neal 22 Du 2006 da 16:06 (UTC)Respont

N'eo ket ar gerioù lec'hel danvez penngerioù

kemmañ

Peogwir e c'houlenn Bernez Bernioù un ali all. Setu ma hini. Evit ur ger rannyezhel (n'eus ket a rannyezh, Neal, emit-hu?), sur, n'eo ket reizh lakaat anezhañ evel titl ar pennad. Lakaet e vo pelloc'h er pennad merc'h pa vo kempennet. P'en deus graet e evezhiadenn e sinae Neal dindan e lesanv implijer hag ar gwir a oa gantañ. Pep implijer a c'hell ober e evezhiadennoù dindan un eilenn. Gwelloc'h e vo ar wikipedia brezhonek ma 'z eus muioc'h a dud oc'h ober evel-se. Ma n'eus ket peoc'h ebet evit ar skridaozerien, gwellaat tra! Koulskoude e c'hell ur skridaozer skrivañ "war ar stern" evit pennadoù hir ha kemplez, met ne c'hell ket lezel anezhañ deizioù-pad, rak pennaenn ar wiki a zo reizhañ, ouzhpennañ, adreizhañ, adouzhpennañ ha diverkañ gant asant ar re all dindan un devez ma 'z eus tu. --Ch. Rogel 23 Du 2006 da 00:27 (UTC)Respont

Da lakaat dindan merc'h pa vo tu. --Ch. Rogel 23 Du 2006 da 00:32 (UTC)Respont

Skuizh

kemmañ

da unan bennaket all d'ober war-dro seurt traoù bremañ. aet on skuizh. ret eo kompren eo bet savet a-ratozh-kaer pennadoù "paotrez" ha "plac'h" nemet peogwir em boa lâret me un dra bennaket a-divout ar pennad "merc'h". evit klask cheu, koa... dres evel ma oa bet savet diouzhtu pennadoù diwar-benn departamantoù gall e belgia gante o zitloù e galleg goude ma savas disoc'h ar votadeg diwar-benn an doare da envel departamantoù frañs a-enep da ginnigoù an implijer(ion)-se. war a welan ez eus tud (pas te) war ar wikipedia-mañ hag a gav dezhe eo kevatal seurt emdalc'h ha ma hini o klask lakaat da dalvezout diazezoù pennañ ar raktres (da skouer, n'eo ket ar wikipedia ur geriadur) ha lâret on-me ken kiriek all d'an tabut. ne chomin ket. aet on hiziv ha n'oûn ket hag-en e teuin en-dro. ra ma vo leusket bernez bernioù ha bianchi-bihan d'ober diouzh o c'hoant. sklaeraat ivez un draig. ar gwir a zo ganit, evel-just, kemmet e c'hell bezañ ur pennad nevez-krouet un eilenn war-lerc'h pe bloaz war-lerc'h - n'eus reolennoù ebet d'am soñj diwar-benn se. kavet 'm boa gwell avat lakaat war-wel diouzhtu ne glotae ket ar pennad-mañ gant palioù ar wikipedia a-raok ma vije bet labouret warnañ ha kollet amzer. ha me da vezañ tamallet da "lammat" war ar pennad (dindan un eilenn ar wezh-mañ). Lâret am eus ivez d'an implijer(ion)-se penaos ober evit implijout patromoù bet savet a-ratozh evit lakaet an implijerion/ezed all war evezh p'en em gavont gant pennadoù war ar stern, met n'int ket bet implijet gwezh ebet gante ivez - evel-se emañ luzietoc'h an traoù bewech hag aezetoc'h dezhe klemm pa vez kemmet pennadoù bet damsavet gante. unan eus o falioù pennañ eo deuet da vezañ sevel pennadoù a-ratozh-kaetr evit klask jeu ganin ha neuze klemm. --Neal 23 Du 2006 da 07:19 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket pep tra. Un dra a gomprenan 'hat: bezañ zo brezhonegerien amañ o sevel pennadoù evit klask cheu. Biskoazh kemend-all! Me hag a skrive pennadoù evit reiñ un tamm brezhoneg d'ar vrezhonegerien. Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 17:41 (UTC)Respont
Peogwir em eus savet paotrez "evit klask jeu" hervezout, sav ar pennad paotrezenn evit klask jeu ouzhin, ha trec'h e vo ar yezh da vihanañ. Met mar dout skuizh, kerzh da ziskuizhañ. Da vihanañ n'ijinan ket gerioù brezhonek evit sevel pennadoù: ne ran nemet war-dro gerioù kozh a-walc'h er yezh, anavezet gant an holl. Tost an holl. Bernez Bernioù 28 Du 2006 da 07:17 (UTC)Respont
ne savan ket penandoù evit klask jeu ha ne glaskan ket bezañ trec'h war hini ebet. n'eo ker ar res-e ma falioù-me ha n'em eus ket amzer da goll gant seurt traoù.--Neal 28 Du 2006 da 10:41 (UTC)Respont

Soñj neuze e c'hall tud all klask sevel pennadoù evit ar brezhoneg, ha netra ken, ha ne vo ket fall. Goude-se, soñj e c'hallez faziañ pa lavarez n'eo ket memes tra merc'h ha maouez (rak a-wechoù e vez), hag ez eus un toullad brezhonegerien a oar traoù diwar-benn o yezh, hag a oar petra a lavaront, hag a c'hall sevel pennadoù da brouiñ pezh a laront, ha ne glaskont bezañ trec'h warnout (se zo paranoia, ur pennad da sevel) ha mar plij n'a ket da varn hep gouzout, na da glask diskar o labour a-raok ma vo echu, evel re alies. Ha mat e vo pep tra. Bennozh dit. Bernez Bernioù 28 Du 2006 da 11:18 (UTC)Respont

Kenlabourerien, beuzel ha netra ken

kemmañ

Daoust ha bet eo an hini en deus tennet kuit ar pennad "paotrez" o c'houlenn soñj an hini en doa savet ar pennad a-raok ober e gwalldaol? Evel-just n'eo ket. Seurt traoù a vez graet hep kemenn, dre drubarderezh. Bernez Bernioù 29 Mae 2007 da 12:31 (UTC)Respont

Mat e vefe klask sioulaat ha kompren an traoù en un doare sklaeroc'h: pa vez enteuzet ur pennad gant unan all, ne vez ket diverket netra. Kaset e vez an dnvez d'an eil lec'h d'egile nemetken.

--Neal (Kaozeal) 29 Mae 2007 da 14:44 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Paotrez".