Kaozeal:Pelleiler
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup
- Lakaet em eus luget e-lec'h skourret evit lavaret brancher. N'em eus ket bet klevet gwech ebet an termen skourret evit an dra-se. Hennezh a seblant din bezañ troet war-eeun eus ar galleg branche/branché. A-viskoazh em eus bet klevet ar ger lugañ evit se. Hemañ a implijan war ar pemdez hag an holl dud a anavezan en-dro din a ra kement-all. Ne welan ket anezhañ e geriadur an Here gant an termenadur-se (ur mank bras !) met kavet e vez mat lugell evit prise. --Fulup 28 C'hwe 2006 da 20:49 (UTC)
Skourrañ m'eus gwelet war ar geriadur ar stlenneg gand G.Etienne (Preder). Mes bon, gwir eo eo gweloc'h ober gand lugañ emichañs pa eo muioc'h arveriet gand an dud ? (Marteze e vije brav dimp da lakaat an daou stumm da vezañ anavezet)--Padraig Marc'heg 1 Mar 2006 da 18:38 (UTC)
- Talvoudus eo ar geriadurioù teknikel pa gaver enno termenoù arbennik a vank deomp a-hend-all. Da ziwall zo memes tra ne'z afer ket da ijinañ gerioù nevez diezhomm evit traoù a zo bev er yezh dija, a gav din. --Fulup 1 Mar 2006 da 20:43 (UTC)