Kaozeal:Penelope Cruz

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Matilin e kaozeadenn Evezhiadennoù

Evezhiadennoù kemmañ

Pedet eo al lenner da reiñ e ali war ar pennad a zo bet savet en ur raktres gant liseidi Diwan. Dre ma'z on en em gavet amañ, setu teir evezhiadenn eta.

  1. E-plas ur c'humuniezh (?) eus Madrid e kinnigfen lakaat Kumuniezh Madrid ha mat pell zo. 17 kumuniezh emren pe emrenoc'h a zo e Spagn, evel m'eo displeget er pennad-mañ : Kumuniezhioù emren Spagn
  2. Rannbennadoù : gwelloc'h vo lakaat He buhez ha cheñch Buhezskrid. Ne ya ket an tilt-mañ amañ pa'z eo roll he filmoù a gaver dindan. Roll filmoù a vot mat.
  3. Evit lakaat titloù ar filmoù an eil dindan egile e c'haller lakaat ur steredennig hag un esaouenn a-dal da gement anv, evel-mañ :
  • 1992 : Mecano - Los vídeos, de Joan-Lluís Arruga (video) (segment La fuerza del destino) (non créditée)
  • 1992 : Jambon, jambon (Jamón, jamón), de Juan José Bigas Luna
  • 1992 : Belle époque (Belle epoque), de Fernando Trueba

A galon. --Matilin 24 Ebr 2010 da 08:19 (UTC)Respont

Trugarez bras evit da evezhiadennoù. Implijer:Lomigbad ha me eo a zo e karg eus ar raktres-mañ, emaomp er mare-mañ o reizhañ labour al liseidi. Ma fellfe dit reiñ un tamm skoazell deomp evit kempenn an traoù e vi degemeret mat. Kavout a ri an holl bennadoù er Rummad:Raktres Lise Diwan. Emaon o vont d'ober war-dro reizhañ an evezhiadennoù a peus graet a-us. Gellout a rez te ivez kemmañ an traoù, n'eo ket peogwir ez eo ul lodenn eus ar raktres n'o deus ket ar pennadoù ar memes statud hag ar re all, met goulenn a reomp just e vefe graet un evezhiadenn er bajenn kaozeal da c'houzout prizañ o labour goude-se. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 24 Ebr 2010 da 08:45 (UTC)Respont
Mat. Cheñchet em eus traouigoù er pennad eta. Ouzhpennet em eus liammoù diabarzh, da skouer. Kentañ tro. --Matilin 24 Ebr 2010 da 09:42 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Penelope Cruz".