Kaozeal:Peurunvan
Anat eo din eo skrivet ar pennad gant un den a-enep ar peurunvan. Reizhet am eus an doare-skrivan hag an traoù FAOS a zo kontet. E gwirionez ez eo RET adaozan ar pennad penn da benn hag e GLOZAN evit ma n'hello ket enebourien ar peurunvan skignan er pennad-se o binim. T. Gwilhmod 25/8/05
=================
kemmañeya distagadur fall diwar ar peurunvan evit un nebeut gerioù, a glevan bemdeiz gant bugale al lise, krennarded pa larin mat. Ha ret eo gortoz un distagadur peurvat evit dek pe kant ger, zo tra gaer, hogen penaos mont larkoc'h ganti neuze? Ha kavout a ra d'ar fonetikourion emañ chalet ar Gebekiz da gaozeal evel vez graet e Paris ? Ur yezh skrivet hepken ha mat pell zo. Nag a fent a baker o lenn ar preder a gemer hemañhen gant an deraouidi !!! Beuziñ anezho a vez graet gant nebeutoc'h eget se, evel pa vije kement ha kement diouto ma c'heller koll 99%. Piv zo sot a-walc'h en deiz hiziv evit krediñ e ranket deskiñ komz diwar ar skrivañ, goude ma ve diwar fonetik pe reizhskrivadur: ar skridoù n'int nemet un harp -e-touez re all, e 2005 emaomp memestra!, d'ar gomz; goude ar gomz. Gwir eo e ve bet gwelloc'h (diouzh peseurt savboentoù avat?) peurgempenn...PEURGEMPENN. Dic'hallusat tra. Ar c'hoari kempenn zo deut evit lod tud da vezañ pal ar yezh: evel ur chevrenn o'n em stipañ pad an deiz, ha bemdez bemdez bemdez, en ur zizeriañ, dre hir amzer. Kudenn ebet a grouiñ a ziorroiñ: ar bed zo kinniget en e bezh, ya, er yezhoù daveiñ all: a ya d'ober ar rakskridoù, an testennoù diazez, a oar mestroniañ pep hini ha kement hini a gomz brezhoneg a gomz galleg flour; hag a skriv ivez memes mod. Iskis eo gwelout tud deuet-moarvat- o tont dalc'hmat war-dro o c'hagalennoù kentañ evel profoù a rafent deomp. Ha d'an deraouidi da laret trugarez ha sachañ o skasoù da vont da beuriñ war tachennoù kompesoc'h ha fonnusoc'h ha didrabasoc'h. Traig ouzhpenn goude lennet ganin ar pennad gant RAUDE. Brav, e galleg,by the way, hag a ginnig skwer hag e-hunan ha dek munud bennak all. Hogen ha siwazh evit an deraouidi, evit kement ger zo e vez adstummoù hag hadfurmoù, 'on wac'h, ouzon walc'h, oaran, ha me 'oar-me! An ansiklopidi ekumenik a c'hell degemer pennadoù evel an hini diwar benn jm skragn; klotañ ra an destenn gant ar pal: deulotantik, dutipik, deulexotik. Brav ez eus diskouezet deomp ampartiz an aozer da sevel ur pennad e-mod-komz tre an ao skragn, dbarderioù kreizbreizh ennañ. Ken brav all e ve e peurunvan-lakaomp, pa'z eus ijin spered gant ar c'honter. Yezh ar goñcherien eo neuze eus kreizbreizh, etro ar bloazioù 2000. PIK. An deraouidi, int ne raint ket nemet deraouiñ-spi am eus- dalc'h' raint da vont ivez -mar n'int ket bet heuget e derou ar penn kentañ.
Liamm diavaez
kemmañPa lakaer liammoù diavaez eo dav kaout liammoù sirius, ha neket traoù divrudañ pe traoù gwall duek. Peotramant lakaat al liammoù-se er pennad gouestlet d'an itron-se evit reiñ skouerioù eus he skridoù.Trec'hlid mitonet 16 Du 2009 da 20:28 (UTC)
- Un dra sirius eo diskouez ar sotonioù. Ma ne gavez ket mat o lec'h amañ e c'haller kaozeal. Ma fell dit kas anezho da lec'h all, e c'hallez ober, hep distruj al liamm. Bianchi-Bihan 17 Du 2009 da 12:26 (UTC)