Kaozeal:Pleg-mor Tonkin
An Tonkin, pe Tonkin hep ar ger-mell evel e saozneg? Bianchi-Bihan 22 Ebr 2006 da 16:42 (UTC)
- Bez e c'heller implij ur ger-mell dirak anvioù bro a chom en o stumm orin : "An itali", met "italia".
Nemet m'en deus den-mañ-den un dra da ouzhpennañ a-zivout ar reolenn-mañ... N'on ket paotr ar yezhadur.. :o) --★C'hwil-du Siferniet★ 22 Ebr 2006 da 17:12 (UTC)
Ar Bretagn pe ar Vretagn?Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 08:40 (UTC)
gwir eo n'implijer ket ar ger-mell strizh dirak anvioù lec'hioù pe broioù e brezhoneg peurliesañ. n'eo ket ket sklaer an traoù atav, anat dit. Faoued pe Ar Faoued?--Neal 23 Ebr 2006 da 09:03 (UTC)
- Evel Le Mans, El Alamo, Los Estados Unidos. Anvioù-lec'hioù zo a zo anvioù-boutin, re all zo anvioù divoutin. Amerika, Ar Stadoù Unanet, Ar Faoued. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 13:20 (UTC)
sur out ec'h eo sklaer evidout ar pezh a dalv "anv boutin" hag "anv divoutin"? anvioù divoutin eo an anvioù-lec'h dre o natur dres evel an anvioù tud. anvioù-lec'h zo a vez implijet gant ar ger-mell strizh (reolennoù zo evit lod, da skwer anviou-lec'h kevrennek evel Ar Stadoù-Unanet, an Inizi Solomon), lod all avat (an darn vrasañ dioute e brezhoneg) ne vezont ket (Breizh, Kanada, h.a.). ur ger kevrennek (don) eo *Kerveur (ar Gerveur = ar gêr veur) ha neuze e vez graet gant ar ger-mell strizh, lod all n'int ket kevrennek avat (diouzh ma oaran - met aze e c'hellan faziañ, n'on ket etimologour) hag implijet e vez ar ger-mell gante memestra, evel Ar faoued (hag a zo un anv divoutin evel-just). met a-benn ar fin, estreget un toullad anvioù-lec'h amreizh hag ar re gevrennek, ne vez ket implijet ar ger-mell strizh gante e brezhoneg peurliesañ, dres e vel e saozneg hag e sapgnoleg hag ar c'hontrol e vez graet e portugaleg ha galleg.--Neal 23 Ebr 2006 da 13:56 (UTC)