Kaozeal:Poellgomz

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Rudlamot e kaozeadenn Resisadennoù

Displeget eo poellgomz, n'eo ket displeget naouek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2016 da 16:47 (UTC)Respont

Eo. @ TermOfis : poellgomz, pellgomz naouek --90.32.37.86 6 Du 2016 da 16:59 (UTC)Respont

Diaes bezañ komprenet gant pennoù zo : n'eo ket displeget ster ar ger naouek er pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2016 da 17:03 (UTC)Respont

Brezhoneg eo "naouek", c'hwi 'rankfe gouzout. Nemet ne vefec'h ket naouek a-walc'h evit kompren. --90.32.37.86 6 Du 2016 da 17:45 (UTC)Respont
Salud, Un evezhiadenn e-touez ar re finañ, hep mar ebet, hag a raio d'an traoù sioulaat emichañs !--Prieladkozh (kaozeal) 6 Du 2016 da 18:39 (UTC)Respont

Ha goude-se e kredo goulenn daveoù, ha komz eus spered wikipedia ! N'eo ket Tartuffe unan eus e anvioù ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2016 da 19:17 (UTC)Respont

Amañ emaoc'h o keginañ gant ur gastelodenn all : ar gwir gant pep hini da c'houlenn daveoù pa gred dezhañ ez eus diskred da gaout war un dra bennak embannet er pennad-mañ-'r-pennad. D'am meno...--Prieladkozh (kaozeal) 7 Du 2016 da 09:35 (UTC)Respont

Liammoù diavaez didalvoud

kemmañ

Peuvuiañ e lakaer liammoù diavaez evit lenn un displegadur : amañ n'eus hini ebet http://www.brezhoneg.bzh/TERME//NOM/1/LANGUE/_BR/TPL_CODE/TPL_TERMOFIS/ipTER/10/opTER/TER_DOMAINE_BR++asc+,TER_TERMEVEDETTE_BR++asc/cpTER/88f841971090d9c7418f/mpTER/30/UTB_FS/3/87-termofis.htm : tennet e vo eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2016 da 19:20 (UTC)Respont

A-walc'h eo bouetañ an toull evit gouzout koulskoude..

Desk un dra : amañ e komzer eus boueta pennadoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Du 2016 da 06:06 (UTC)Respont

Kinnig tennañ an dave ? Tud zo amañ a c'houlenn sklerijenn, tud all a nac'h reiñ daveoù, gwashoc'h dre nerzh e tennont ar goulennoù daveoù evit digas teñvalijenn.

Waf! an DAVE roet ganit n'eo nemet TOULL! anzavet ganit (pe gant da gomper) uheloc'h ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2016 da 12:42 (UTC)Respont

Faos mik !

Stad al liamm : http://www.brezhoneg.bzh/TERME//NOM/1/LANGUE/_BR/TPL_CODE/TPL_TERMOFIS/ipTER/10/opTER/TER_DOMAINE_BR++asc+,TER_TERMEVEDETTE_BR++asc/cpTER/88f841971090d9c7418f/mpTER/30/UTB_FS/3/87-termofis.htm. Ma n'eo ket goullo, petra eo? Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2016 da 12:49 (UTC)Respont

Paour-keazh pilpous ! Lavaret e oa bet leuniañ an toull, lak "naouek" e-barzh hag e kavi.

Echu din kaozeal amañ gant ma c'hunujenner boas. Pa glasker ur pennad en un holloueziadur e c'hortozer kavout un displegadur er pennad. Kas al lennerien da bourmen da glask an displegadur, ha da glask anezhañ en un toull goullo ouzhpenn se, a zo ober goap outo. N'haller ket bezañ faeüsoc'h ouzh an dud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2016 da 14:45 (UTC)Respont

Heugusoc'h-heugusañ, faeusoc'h-faeüsañ, pilpousoc'h-pilpousañ an den a zisverk bewech ar goulennoù daveoù hep displegañ ( dic'houest m'az eo moarvat da respont). Trumpig !

Kinniget gant an Ofis

kemmañ

Marteze eo kinniget, marteze n'eo ket ; ne weler NETRA. Neuze, da betra e servij al liamm ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2016 da 16:13 (UTC)Respont

N'eus liamm ebet ken...--Prieladkozh (kaozeal) 9 Du 2016 da 16:15 (UTC)Respont

Reizh ar gomz

kemmañ

A-du eo ar geriadurioù a gredan: komz zo benel. Pellgomzer zo gourel, ha pellgomzerez benel, sklaer. Pellgomz zo "gourel pe venel" hervez Geriadur Hemon. Perak ? benel e tlefe bezañ ma'z eus poell d'ar gomz. Gourel eo pellgomz e geriadur an Here. Perak? sed a garfen kompren. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2016 da 18:41 (UTC)Respont

Ha mar deo benel pellgomz evel ar ger komz, e vo ken benel all poellgomz, anat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Du 2016 da 20:14 (UTC)Respont
Gwregel komz ha skingomz e Geriadur Hemon 1948 (Skridou Breizh); ar boellgomz? Met perak envel poellgomz ur pennad a seblant bezañ diwar-benn ar poellgomzerioù?

Resisadennoù

kemmañ

Boulc'het a-dreuz ar gaozeadenn ganeoc'h, 'm aon, ha gwashaet da c'houde.
Dav eo neuze resisaat an dodenn ; klask a rin bout sklaer daoust da gemplezhded an traoù.

  • An ardivink anvet smartphone (i.e. ur benveg-pellgomz "speredek") eo ar pennad-mañ ; an ardivink eo an dodenn neuze, ar pellgomzer eta, da lavaret eo ar benveg a dalvez da gomz a-bell gant un den (alese al lostger -er) dre rouedad ar pellgomz a anver PSTN (Public Switched Telephone Network) e saozneg ha RTC (Réseau Téléphonique Commuté) e galleg. Ur pellgomzer ne c'hall ket kas restroù niverel.
  • Kas restroù niverel a c'heller ober war al linennoù pellgomz dre ur modem – 1200/2400/4800 Baud adalek bloavezhioù 1970 betek dibenn an XXvet kantved, pa oa bet diorroet an Internet e Breizh ; gant modemoù 64k, ha re 512k diwezhatoc'h e raed kent donedigezh an ADSL (Asynchronous Digital Subscriber Line) hag ar modemoù IP/DHCP (FreeBox/LiveBox/SFRBox) a zo en ho ti evit lenn kement-mañ.
  • Goude-se e oa bet diorroet ar rouedad pellgomz dre skinoù, ar pezh en devoa roet tu d'an dud da gas ur pellgomzer en o c'harr (RadioCom 2000, da skouer), da lavarout eo ur benveg dineudenn a c'halle pellgomz eus forzh pelec'h (pe dost) da forzh pelec'h (pe dost) dre ar rouedad pellgomz 1G (1st Generation) ; diwezhatoc'h a c'hallas an dud kas ur pellgomzer hezoug ganto en o chakod : an 2G e oa, hag a zo war-nes mont da get ; tu a oa ivez da eskemm kemennadennoù skrivet (Texto/MMS/SMS), peogwir e oa ur modem er pellgomzer 2G dija.
  • Bremañ e c'heller degemer pe gas forzh pe zoare restroù (skrid, son, skeudennoù, pajennoù Web) dre ar rouedad Edge > 3G > 3G+ >4G, ha 4G+ > 5G a-benn nebeut, ar pezh a ziskouez e c'houlenn an eskemmoù mui-ouzh-mui a dizh hag a ichou niverel. Restroù HTML war an Internet eo ar pezh a zegemerit dre Amazon/Facebook/Deezer/Google/YouTube hag all war ho pellgomzer "speredek", a c'heller envel pellgomzer naouek ivez, pe c'hoazh poellgomzer (bravat skouer eus emdroadur yac'h ar brezhoneg !) – nemet ne dremen ket ho pellgomzer dre ar pellgomz evit reiñ tu deoc'h da gomz d'ho tonton e Kanada pe evit diskouez deoc'h e pelec'h emañ ar McDo tostañ : dre ar rouedad pellgehenterezh e ra.
  • Poellgomz ebet ganeoc'h ? Ne vern ! Zoken evit pellgomz d'ho tonton e Kanada e c'hallit tremen hep ar pellgomz (PSTN/RTC) adalek ar pellgomzer diloc'h a zo en ho ti : dre VoIP (Voice over Internet Protocol) a c'hellit ober, da lavaret eo dre ar rouedad pellgehenterezh adarre – a-benn nebeut e vo distrollet an ardivinkoù PSTN/RTC er bed a-bezh, 80% eus an eskemmoù a dremen dre luc'hedañvoù ha TCP/IP dija.

Neuze :

  • Ur fazi eo ober gant *poellgomz amañ pa zave d'ar rouedad ha n'eo ket d'ar benveg a dalvez da implijout ar rouedad.
  • Kudenn ebet gant pellgomzer evit ur benveg na c'hall nemet treuzkas komzoù ha n'eo ket restroù niverel.
  • Speredekoc'h eget ar galleg, na ra nemet gant smartphone, eo ar ger brezhonek poellgomzer.
  • Faziet eo TermOfis pa ginnig *poellgomz/pellgomz naouet evit téléphone intelligent, pa drofe réseau téléphonique intelligent kentoc'h, ar pezh n'eus ket anezhañ evit gwir : n'eo ket ar pellgomz a zo naouek, an urzhiataerioù a zo luget outañ hag ar pellgomzerioù a zo gouest da eskemm restroù niverel ganto ne lavaran ket.
  • Reizh eo TermOfis pa erbed poellgomz evit smartphone.

Spi 'm eus e vo bet sklaeraet an traoù evit an holl – hag e vo sederaet ar speredoù, dreist-holl. — --Rudlamot (kaozeal) 9 Du 2016 da 20:36 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Poellgomz".