Kaozeal:Porched:Babel
Kroget 'm eus da sevel ur porched evit ar yezhoù, ar re o deus c’hoant sikour din e vefe ur blijadur labourat ganto (eskemm soñjoù ha traoù seurt-se).
Kemeret 'm eus patrom ar porched a zo e-barzh Wiki e Galleg mes n'ouzon ket penaos skarzhañ an daolenn hag al liammoù "kemmañ", neuse n'eo ket peurnaet an traoù c’hoazh...
--Breizhadig 24 Kzu 2005 da 14:53 (UTC)
Perak ober gant ar ger porched pa 'm eus kinniget ober gant portal a gaver e-barzh R. Hemon? Reishoc'h eo d'am soñj p'eo strizh ster "porched". Hemañ zo mat evit treiñ "portique" hag ur savadur mein, met ne dalv ket evit ur gloued bras, ster gwir ar ger "portail". Marteze e vije gwelloc'h sevel ur gaozeadenn sirius en ti-chopin. Sell ouzh Wikipedia:Porched ar porchedoù. Ma vije trec'h d'az kinnig e vije ret reizhañ meur a bajenn. Posubl eo, met goude un diviz ha marteze ur votadeg.
Un arguzenn all : kavout a reer portal e meur a yezh (n'eo ket un tro-lavar soazneg nemetken). --Ch. Rogel 25 Kzu 2005 da 23:32 (UTC)
ha tu e vefe da lakaat an termennoù da genglotaat war ar porched gant ar pennadoù bet savet dija (plij pe na plij stummoù evel banglaeg), d.s. bengâlî > skritur banglaek . ha n'eo ket benel ar gerlizherenneg a-hend all? lizherenneg verberek (savet dija war ar bajenn skritur berberek n'eus forzh penaos). a-henedall n'em boe ket graet gant lizherenneg evit an holl doareoù-skrivañ´a-benn gallout ober an diforc'h gant ar re a zo abdjadoù, evel hini an arabeg. --Neal 4 C'hwe 2006 da 15:25 (UTC)
lakaet am eus ur skeudennig ouzhpenn met ne dean ket a-benn d'he lakaat a-gliez dindan ar yezhoniezh. a-hendall e c'hellfe bezañ tennet kuit, n'on ket chalet e gwirionez. --Neal 4 C'hwe 2006 da 20:05 (UTC)