Perak ober gant astrologiezh ma reer gant steredoniezh ? Pe e reer gant astrologiezh ha neuze ivez gant astronomiezh, pe e reer gant steredoniezh ha neuze ivez gant steredouriezh (geriadurioù R. Hemon, geriadur An Here...).--Llydawr22 Meu 2006 da 22:46 (UTC)Respont
Ne gomprenan ket mat perak e vije ret d'ar brezhoneg pe ober gant "gerioù etrebroadel" 100 % pe ober gant "gerioù keltiek" 100 %. Da bep hini da zibab e gamp, toullañ ar fozioù, ha tennadeg etre an daou du betek an trec'h. Geriaoueg pep yezh a vez savet tamm-ha-tamm a-wiskadoù dre labour ar c'heriadurourien met ivez dre an implij a ra ar yezherien eus an termenoù zo en o c'herz. Termenoù zo a ra berz, re all a vez distaolet. E brezhoneg ez eus gerioù skiantel (pe arskiantel) a orin keltiek ha re all a orin etrebroadel, mesk-ha-mesk, evel-se emañ. Steredoniezh a seblant din bezañ diazezet mat. Steredouriezh avat ne glevan ket kaer en-dro din. Graet em eus un dibab peogwir em boa ezhomm eus an termenoù-se ha ne oa ket bet divizet netra sklaer evit poent (boulc'het zo bet un tamm kaoz war an termen Steredoniezh met n'eo ket aet betek penn evit c'hoazh). Tud all o dije gallet ober dibaboù all, sklaer eo. N'on ket a-enep cheñch termen ma kav d'an dud eo gwelloc'h ober gant steredouriezh/steredourien, daoust ma ne gavan ket dispar kaout gerioù ken tost dre o stumm evel steredoniezh ha steredouriezh. --Fulup22 Meu 2006 da 23:22 (UTC)Respont
Perak komz eus brezel ? Eus toullañ fozioù ha tennadeg etre an daou du ? N'eus ket anv d'ober brezel met d'ober un dibab etre daou c'her, steredouriezh hag astrologiezh. Kavout a ra din e tenn an dibab-se d'an hini zo d'ober etre steredoniezh hag astronomiezh. Diouzh ar pezh a welan en-dro din e kav din e reer muioc'h gant steredouriezh. N'eo ket hepken peogwir emañ em geriadurioù (R. Hemon, An Here) pa n'emañ ket astrologiezh enno. Met peogwir e welan ivez e vez kavet steredouriezh (enklask gant Google) war meur a lec'hienn : Bremaik, Kervarker, Ofis ar Brezhoneg, Wikipedia (2 bennad, Steredoniezh hag Arouezioù steredoniezh) ; tra ma ne gavan astrologiezh nemet war ul lec'hienn : Wikipedia (3 fennad, Arouezioù steredoniezh, Nil ha Ptolemaios, hag unan en o zouez ma vez roet evel ur ger kenster da steredouriezh).--Llydawr23 Meu 2006 da 21:07 (UTC)Respont