Kaozeal:Rann-eur

Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Prieladkozh e kaozeadenn "Rann-eur"

Kompren a reot eus pelec'h e teu ar gwerzhidoù-eur, ar fallaennoù, an efed-ti-gwer..., tennet eus Beaj en-dro d'an heol : Boemusat beaj...
GESSNER Nicolas ; DERRIEN Remi (Azasaet gant) ; LAINE Noël (Azasaet gant) ; DAVALAN Nikolaz (Troet gant) - Ti-embann_Embanner : Ti Embann ar Skolioù (Sant-Brieg)...--Prieladkozh (kaozeal) 1 Ebr 2019 da 09:52 (UTC)Respont

"Rann-eur" kemmañ

Salud d'an holl. Kavet em eus a be lec'h e teu *rann-eur, lakaet em eus an dave, met gwelloc'h e vefe adenvel ar pennad rag "gwerzhid-eur" eo ar ger dereat (gw. stumm ur "rann-eur" war an douar !). Disheñvel eo "gennad-eur" : pa'z eo "gwerzhid-eur" pep elfenn eus gouriz ar bed an douar rannet ingal dre 24 ha staget ouzh ar pennahelioù adal hedredenn Londrez, "gennad-eur" eo an eur dibabet gant ar stadoù evit muzuliañ an eur e-keñver GMT. Gwelit ar skeudenn-mañ, sklaer eo an diforc'h ere gwerzhid-eur (fuseau horaire) ha gennad-eur (secteur horaire). --90.32.112.244 1 Ebr 2019 da 10:06 (UTC)Respont

rann(-où) eur e-barzh istor geografiezh ekonomiezh - Brezhoneg 21.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Ebr 2019 da 10:21 (UTC)Respont

90.32.112.244 An adkas gwerzhid-eur > rann-eur a oa bet graet, bloavezhioù 'zo, gant Trec'hlid mitonet. O vezañ ma oar an implijer-mañ diouzh an douaroniezh e vefe furoc'h gortoz a-raok distreiñ bremañ eus "rann-eur" da "gwerzhid-eur", marteze ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Ebr 2019 da 11:49 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Rann-eur".