Kaozeal:Risweer
*rizweer e-lec'h risweer? N'eus abeg ebet da cheñch skrivadur ar ger-mañ. Skrivet eo evel-se e-barzh ar studiadennoù (Hor Yezh), ha gant Ofis ar Brezhoneg. An distagadur n'eus netra da welet en afer-mañ. Skrivet e vez spiswel, diswriziennañ, pismigañ... ha neket *spizwel, *dizwriziennañ, *pizmigañ... ha ne vez ket heuliet skrivadurioù "Geriad. ar Brezhon." a-vremañ er Wiki-mañ.--Trec'hlid mitonet 8 Eos 2011 da 20:40 (UTC)
Kendeuziñ?
kemmañDaoust hag eñ ne vefe ket gwell kendeuziñ ar pennad-mañ gant ar pennad Mimidae (gant ur rannbennad risweered da skouer) ? Seblantout a ra din e vez anvet evel-se laboused eus a bep seurt genadoù er c'herentiad Mimidae. Ar risweered avat n'int ket izili ur rummad, un takson ispisial ez skiantel, geo? --Kadwalan 16 Eos 2011 da 14:35 (UTC)
- Ne veizan ket petra a vefe degaset gant ur seurt kendeuzadenn. Ma n'eo ket ar risweered izili ur rummad, ne vir ket a sevel ur pennad a-ratozh diwar o fenn. Evel-se e vez graet e yezhoù all evel e saozneg (en:Mockingbird ha en:Mimid) pe e galleg (fr:Moqueur ha fr:Mimidae). Ouzhpenn da se ne vez ket graet gant ar c'herentiad Mimidae en holl rummatadurioù, evel gant hini Sibley ha Monroe. --Gouerouz 16 Eos 2011 da 15:17 (UTC)