Kaozeal:Roll ar c'humunioù o deus votet ar garta Ya d'ar brezhoneg

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant 2A01:CB08:8913:1900:60F3:5CB3:9A6E:DDDB

Ha klok eo al listenn er bajenn-mañ ? Hiziv em eus kontet tro 110 kumun en hor listenn. Me gav e vefe dedennus lakaat e peseurt bloavez o deus sinet. --Y-M D 28 Du 2009 da 14:42 (UTC)Respont

Amañ da heul em eus kavet e oa 120 kumun o doa sinet. Ha tud a vefe evit sikour ac'hanon da glokaat hon listenn ? [1] --Y-M D 2 Kzu 2009 da 17:57 (UTC)Respont
Graet 30/09/2022 !
A-hend-all, da betra ar Garta ? Betek hiziv e oan o chom e Ꝃgollet, kumun Ꝃnetra, he deus sinet ar Garta gwerso zo ; diwar ul lezenn c'hall a 1994 hag a erbed ma ve niverennet kement hent a zo emaon o chom bremañ 287 chemin de Kergollet, pan eo rediet ar c'humunioù da envel an hentoù e galleg evit plegañ ouzh furm ar stlenneg melestradurel ha prevez (ar Post, da skouer). Alies pa gargen ur baperenn gant "Kergollet" e tistroe din gant Lieu-dit Kergollet. Ha tu ebet da skrivañ "Hent" e-lec'h chemin, pan eo ar an hent-se ur VC, voie communale. Mat eo ar Garta, gwell eo he sinañ, gwelloc'h c'hoazh nac'h sentiñ ouzh ar Gall ! 2A01:CB08:8913:1900:60F3:5CB3:9A6E:DDDB 30 Gwe 2022 da 19:58 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Roll ar c'humunioù o deus votet ar garta Ya d'ar brezhoneg".