Kaozeal:Roll kumunioù ar Roen-Uhel

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan

Boulc'het ur brezel-embann adarre gant Bianchi-Bihan : n'eus goulenn daveoù ebet er pennad Roen-Uhel, setu emañ o tagañ un implijer ha n'eo ket o wellaat Wikipedia. 2.13.73.161 16 C'hwe 2015 da 18:45 (UTC)Respont

Iskis an doare-prederiañ:
1 Pep hini a c'houlenn daveoù e-lec'h ma kar, n'eo ket dit da lavarout pelec'h ober :
2 Goulenn daveoù n'eo ket ober brezel, met klask gwellaat wikipedia : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Roll_kumunioù_ar_Roen-Uhel&diff=1621234&oldid=1621231.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 C'hwe 2015 da 18:49 (UTC)Respont

Demat, Marteze emaon o faziañ met ne vije ket bet reishoc'h skrivañ "Amañ e kavor roll an 377 kumun a [...]." eget "Amañ e kavor roll ar 377 kumun a [...]." ? A galon.
• Da Brieladkozh :
Ho saludiñ a ran ivez. Gwir a skrivit ! Moarvat e oan o soñjal e 77 – kaset 300 kumun da get ganin, gwashoc'h eget ar pezh a zo o c'hoarvezout er mare-mañ er paour-kaezh bed m'emaomp o vevañ ! Reizhet e vo diouzhtu., trugarez deoc'h.
Da Vianchi-Bihan :
1. Pep unan a rankfe goulenn daveoù el lec'h ma 'z eo ret evit splannaat ditour pe zitour, n'eo ket el lec'h "ma kar". Lezet ez poa Roen-Uhel evel ma oa betek hiziv. Un dagadenn ouzhpenn eo, anat din, enep an den a gred dit bezañ Edgar , an trec'hlider minus pe Nobozo (eno), pe me 'oar-me c'hoazh, pa vezez bepred o klask un tête de Turc bennaket da zantañ diabeg. N'eo ket dit lavaret petra ober e Wikipedia, pa'z peus ur rollad gwalloberioù ken hir ha marilh an tailhoù – gwarezet out, hep mar ebet, er Wikipedia-mañ. Ne chom nemet 1 merour oberiant war a seblant, peogwir ec'h eus klasket trouz da veur a hini ez toare hollveliour, tagus ha pilpous boas ; poent eo dezhañ/dezhi ober un dra bennak nerzhek evit da zidronañ.
2. Ober brezel eo a rez, rak atav e vez buket da dagadennoù war den pe zen atav padal e savez "pennadoù" hep Infobox, diskeudenn, ha dizave peurliesañ ("Goulenn daveoù n'eo ket ober brezel", emezout war ar marc'had !) – ha pa vez daveoù ez labour en o c'hopiez war-eeun diwar ur Wiki all, yezh hag all, hep o gwiriañ na klask pelloc'h. Na pet gwezh em eus gwellaet da labour...
Bremañ, ro peoc'h din, plijet pe get. A-du on pa vez diskouezet ma fazioù din en un doare dereat, evel m'en deus graet Prieladkozh diouzhtu. Da don dismegañsus avat, a lennan re alies er Wikipedia brezhoneg, n'on ket evit gouzañv ken. 2.13.73.161 16 C'hwe 2015 da 20:24 (UTC)Respont

Emaout o teskiñ petra eo ar wikipedia, evel ar re all ez raok, mat-tre: a-raok pell e kompreni n'eus ket da reiñ urzhioù da zen (ne blijont nemet d'ar re a ro anezho), na da ganañ evel ur yar seul wech ma'z po kavet tro da wellaat tra pe dra en ur pennad (didrouz e vez graet gant an holl), evel ma n'eo ket ret dit klask digarezioù hir seul daol ma rez fazi pe fazi (c'hoarvezout a ra gant ar re all), na klask kenteliañ an holl bep tro, na blejal ez eus brezel embann seul wech ma vez goulennet daveoù diganit, na fuloriñ kel lies gwech ma ne vezer ket a-du ganit. Kenlabourat a vez desket, n'out ket kustum c'hoazh, ha muioc'h e plij dit tamall eget klask emglev, met mar youlez deskiñ e teui a-benn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 C'hwe 2015 da 22:21 (UTC)Respont

« ...Goulenn daveoù n'eo ket ober brezel, met klask gwellaat wikipedia » Neuze perak [1] (ha perak [2])?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 C'hwe 2015 da 08:44 (UTC)Respont

Marteze peogwir e oa bet roet ar respont aze: https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Sac%27higell. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 C'hwe 2015 da 08:53 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Roll kumunioù ar Roen-Uhel".