Kaozeal:Rom (disheñvelout)

Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Trec'hlid mitonet e kaozeadenn Rom, emezoc'h

"An holl hentoù a gas da Roma" emezo. Evit ma kendalc'hfe ar c'hrennlavar da vezañ gwir em boa graet un adkas evit na vefe ket kollet o hent gant an dud just a-walc'h, gant un adstumm anavezet mat e brezhoneg (cf Hemon, Vallée...). Padet en deus... 4 munutenn! Freuzet, pulluc'het eo bet ar rekord!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Mae 2012 da 06:49 (UTC)Respont

Ur pennad Rom zo en un 15 yezh bennak, un adkas a oa un tamm dister eta. Peogwir ne oa ket savet ar pennad Rom-se ganit, eo bet savet ganin. Ouzhpenn adkasoù a ranker kavout er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2012 da 07:30 (UTC)Respont
Gant an taol kaer-se ez eus bet freuzet al liamm a oa etre Rom ha Roma, hag un toullad mat a oa anezhe (te da-unan a rae gant "Rom" ha neket gant "Roma"). N'eo ket ar wech kentañ e rez an taol-se hag aner e vo din addisplegañ ar perag c'hoazh ur wech, nemet e choman digompren dirak ar youl-se da blantañ reuz er Wikipedia brezhonek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Mae 2012 da 11:37 (UTC)Respont
Hervezout e vefe reuz seul wech ma vez kemmet tra pe dra er wikipedia. Un ali personel talvoudus evel-just, nemet kontrol eo da bennaennoù ar wikipedia. Al liammoù a rez n'int ket sakr ha santel, kemmañ a vez d'ober bemdez, ma liammoù-me evel re ar re all. Ha n'eus eur ebet evit se, anat d'an holl nemet dit-te. Trawalc'h a glemmicherezh, ne gredez ket? Ouzhpenn-se eo difennet mont da wallvrudañ labour ar re all. Estroc'h evidout a oar labourat amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2012 da 14:15 (UTC)Respont

Adsell d'ar reolennoù

kemmañ
  1. http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Reolenno%C3%B9: Ret eo kompren e c'hell ar pennadoù bezañ kemmet gant tud all ha n'eus den ebet a vije perc'henn war pennad ebet. N'eo ket merket er reolennoù, met anat e vo da veur a hini : un adkas n'eo ket ur pennad.
  2. http://br.wikipedia.org/wiki/Peder_fennaenn_ar_Wikipedia: Ret eo chom seven, hep tagadennoù ha kunujennoù personel ha klask tizhout dont a-benn da ziskoulmañ kudennoù dre en em glevet .

Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2012 da 14:37 (UTC)Respont

Rom, emezoc'h

kemmañ

Ar rom, evidon-me, a oa, da gentañ-penn, un evaj... ;-). Setu perak e kinnigfen a-walc'h e vije ur bajenn « Rom », diwar-benn an evaj, hag ur bajenn « Rom (disheñvelout) » evit kas al lennerien da bennadoù all. --Llydawr (kaozeal) 4 Mae 2012 da 16:13 (UTC)Respont

Din eo mat evel-just, keit ha ma ne vo ket difennet sevel pennadoù gant hini pe hini war zigarez un adkasig sakr bennak. Ar pennadoù zo graet evit bezañ gwellaet, ha n'eo ket evit bezañ perc'hennet gant den. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2012 da 16:24 (UTC)Respont
Mat eo din, met kalzik a liammoù a vefe da reizhañ, evel amañ, hag amañ, a-douez reoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2012 da 09:33 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Rom (disheñvelout)".