Kaozeal:Saddam Husain

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Damien Perrotin

???Perak ar cheñchamant anv-se? N'eus yezh all ebet oc'h ober gant an anv-se. Perak n'ompas ober gant Saddam Hussein evel an holl??? Hag ivez, perak ober gant Irak pa 'z eo kalz boutinoc'h ar stumm Irak e brezhoneg (ha pa n'eus 'q' ebet e brezhoneg, ha pa 'z eus kalz yezhoù oc'h ober gant Irak)??? Dibaboù iskis...Benoni 1 Gen 2007 da 18:08 (UTC)Respont

N'on ket sevel ur c'hlemm war an anv p'eo Fulub barrekoc'h war an dra-se, met perak en deus lamet an destenn hag an titloù am oa ouzhpennet? Ha n'eus ket ket lavaret e tle an dud displegañ ar c'hemmoù brasañ? Ur monopol war an traoù arab a zo dezhañ? Ur brezel skridaozañ en deus c'hoant sevel? Forzh penaoz e adlakin an titloù-se gant anaouedegezhioù pelloc'h. Met pep hini a c'hell degas traoù hep tennañ kont eus soñjoù ar re all seul m'eo reizh ha kempennet brav o degasadennoù. --Ch. Rogel 1 Gen 2007 da 18:32 (UTC)Respont

Gwir eo e reer gant Husein e darn vrasañ ar yezhoù arall (me pas an holl, [1], [2], [3], [4], [5]) met a-du gant fulup ez on pa lar e treuzkriv Husain gwelloc'h ar ger arabek. Ur stumm saoznekaet amprestet gant ar yezhoù arall eo Hussein. Ar gudenn bremañ a zo gouzout ha fellout a remp deomp ober gant ar ger etrevroadel (evel an euskariz) pe gant ar ger arabek (evel an okkitaniz) ? --Damien Perrotin 1 Gen 2007 da 21:20 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Saddam Husain".