Kaozeal:Saena

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal

Pa vez kemmet e vije mat kemm gant poell. Ne gomprener mui netra goude ha ret e vez adober al labour war-lerc'h ar freuzerien.Bianchi-Bihan 19 Du 2006 da 16:45 (UTC)Respont

Hervez ar politikerezh bet votet (druz ganin):

"Stummoù brezhonek: evit Breizh, pa 'zo un hengoun e brezhoneg (Vañde, Korsika, h.a.), pa 'z eo anv an departamant graet gant perzhioù douaroniel e brezhoneg dija (Alpoù, Pireneoù, Liger, Garona, h.a.): a-ziwar-se e vo lakaet Tarn-ha-Garona, Alpoù-an-Arvor, Pireneoù-ar-Reter, h.a."

Pa vez graet gant "Liger" e lec'h "Loire" (ha votet eo bet hen ober en un doare sklaer hervez termenoù ar c'hinnig bet degemeret dre mouezhiañ hag e c'heller lenn uheloc'h) e rankfer ober ivez gant "Saena" - ar stumm nemetañ a gaver e Roparzh Hemon (d.l.e ur "perzh douaroniel e brezhoneg dija")

Pa lenner mat ar pezh a vez graet bremañ (ha n'eo ket achu c'hoazh) e weli emeur o lakaat e plesurt ar politikerezh-envel tamm-ha-tamm hag implijet e vez ar pennadoù digejañ da c'hortoz ma vefe savet pennadoù resisi o tennañ da departamantoù gante an hevelep anv hag ur stêr da skouer. Pedet out, en un doare seven, da c'hortoz un tammig evit ma vo bet achuet al labour adenvel. Ne gavfen ket plijus rankout stankañ nouspet pennad evit gallout kas da benn al labour torr-penn-se, met ober a rin mar vez ezhomm.Pa vez adanvet un departamant en un doare ma vez kavet ganit ne glot ket gant an diviz bet votet, pedet out da lezel da evezhiadennoù war ar bajenn Kaozeal:Politikerezh Envel Departamantoù Frañs a-benn gallout kreizennañ al labour - dres evel m'ac'h eus graet evit "Ardennes" (ha respontet eo bet dit, ha dalc'het kont eus da evezhiadenn).

--Neal 19 Du 2006 da 17:32 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Saena".