Kaozeal:Seán Mac Diarmada

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Prieladkozh

Demat, Mar lennan mat ar blakenn bet staget ouzh moger burev Seán Mac Diarmada e Dulenn e kaver « 1884 - 1916 » : daoust hag ur faziig a vije er pennad ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 10:25 (UTC)Respont

Salud deoc'h, War ar blakenn emañ ar fazi evit doare : gwelit (en) Seán Mac Diarmada. A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 10 Du 2017 da 11:09 (UTC)Respont
Ha 1884 e-barzh Richard English, Armed Struggle: The History of the IRA, Pan Macmillan, 2008, pajenn 6.. N'eo ket gwall sklaer...--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 11:21 (UTC)Respont
Diaes krediñ e vije faziet mignoned Seán Mac Diarmada dre ma voe skrivet « ERECTED BY HIS FRIENDS » ouzh ar blakenn ; petra a sõnjit eus se ?--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 11:25 (UTC)Respont

E 1921 e voe distaget Iwerzhon diouzh ar gurunenn saoz, hogen e 1949 hepken e voe lakaet ar Republic of Ireland Act e pleustr, 33 bloaz goude marv SMD ha war-dro 65 bloaz goude e c'hanedigezh. Pegoulz e voe fardet ar blakenn ?
Hervez an teul ofisiel-se (linenn 8) e oa SMD 26 vloaz (bann 6) goude an 2 a viz Ebrel 1911 (laez an teul) > ganedigezh e deroù 1885 !
Er bajenn iwerzhonek emañ 28 Feabhra, 1883, hep dave ebet avat (27 Genver 1883 er bajenn saoznek) ; dav e vefe gwelet marilhoù parrez Coillte Clochair/Kiltyclogher – diwarno hep mar ez eo Genver 1883 (hep deiziad) a lenner war lec'hienn Kiltyclogher Heritage Center. — Lagad Zoltec (kaozeal) 10 Du 2017 da 13:31 (UTC)Respont

Trugarez ; klask a rin mont pelloc'h ganti kement ha kompren... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 14:55 (UTC)Respont

Demat deoc'h, Ya, lennet em boa ar pajennoù-se ivez. Ar pezh a gavan souezhus eo kavout kement a bajennoù all pa glasker dre « Seán Mac Diarmada 1884 » : amañ da skouer ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2017 da 14:28 (UTC)Respont

Demat d'an holl
Kavet em eus ur skeudenn eus bez Seán Mac Diarmada, hep deiziad. Miz Genver 1883 eo hervez skinwel broadel Iwerzhon, RTÉ. Ar bloaz 1883 ivez zo war ur vedalenn gant Seven Signatories.
--Keritiad (kaozeal) 13 Du 2017 da 15:43 (UTC)Respont
Trugarez vras deoc'h ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2017 da 15:53 (UTC)Respont

Born - January 27, 1883 Died - May 12, 1916 amañ ivez...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2017 da 16:21 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Seán Mac Diarmada".