Kaozeal:Sent Breizh

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Suzig

Eozen hag Erwan, n'eo ket ar memes anv? Bianchi-Bihan 11 Gen 2007 da 00:06 (UTC)Respont

Lennet 'm eus e c'hellfe Eozen bezañ par da Odon, Otto ha Ouen hag e vije bet mesket gant Erwan dre fazi. Ha ne vije ket ur sant brezhon, evel just. --Ch. Rogel 11 Gen 2007 da 00:23 (UTC)Respont

Diouzh a ouzon eo heñvel Ewzen/ Ewzan ouzh Ezwen/Ezwan hag alese

  • (z/r) da Erwan (z/r evel roudouz/roudour)
  • pe da Iwan... .

Anaout a reer an anvioù tiegezh Eouzan, Esvan, Even ... Met se ne ran nemet lavarout war-lerc'h tud all, hag a ouie moarvat pezh a lavarent. Bianchi-Bihan 11 Gen 2007 da 00:40 (UTC)Respont

Pennaenn nevez

Na vo ket lakaet ar meneg "sant" e titl ar pennadoù diwar-benn tud anavezet evel sant en un iliz bennak, nemet pa vez ezhomm evit digejañ, da lavaret eo etre kromelloù, a-dreñv an anv: sk. Erwan Helouri, Domingo de Guzmán; met Tugdual (sant), Brieg (sant) hervez disoc'h ar c'hendiviz reolata amañ

Iltud/ Ildud

kemmañ

« Perak e kaver Ildud hag Iltud ? », a c'houlennas Bianchi-Bihan : abalamour ma kaver an daou war an deiziadurioù brezhonek gant daou zeidiad, evel displeget er rannbennad, evel ma c'hoarvez gant meur a anv.
Ne renabler ket sent ha santezed Breizh en taolennoù hervez an Istor (mard eus unan), hervez an deiziadurioù brezhonek ne lavaran ket, evel displeget er rannbennad adarre. — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Gwe 2018 da 10:14 (UTC)Respont

Oberour

kemmañ

Mat e vefe menegiñ piv eo oberour hag embanner an deiziadurioù-se neuze, pa' int bet gwelet gant unan bennak. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gwe 2018 da 10:22 (UTC)Respont

Re hir e vefe listenn ar mammennoù : almanakoù XIX-XXvet kantved bet gwelet er vediaoueg, deiziadurioù Diwan, reoù profet gant embregerezhioù, lec'hiennoù Internet. Gant red an amzer ez eo aet an niver a ziforc'hioù etre ar mammennoù war vihanaat, met gwall vras eo c'hoazh : a-wechoù e kaver meur a sant(ez) ha meur a stumm evit un devezh, hervez ar vammenn bet dibabet gant aozerien an deiziadur. — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Her 2018 da 08:20 (UTC)Respont

Suzig

kemmañ

Gwall iskis an anv Suzig... Suzana ? Santez a Vreizh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gwe 2018 da 12:25 (UTC)Respont

Suzig (11/08) a gaver war deiziadur Diwan 2018 ha war Sent Breizh. Orin an anv n'eo ket danvez ar rannbennad.
Danvez pennadoù all e vefe orin hag Istor an tudennoù, stummoù o anvioù ha deizioù o gouelioù. — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Her 2018 da 08:20 (UTC)Respont
A! marteze n'eo ket danvez ar pennad, met er pajennoù kaozeal e c'haller komz eus traoù holloueziadurel, ober goulennoù, ha n'eo ket o implij da deurel kunujennoù hepken.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Her 2018 da 11:50 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Sent Breizh".