Kaozeal:Settimia Spizzichino

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Prieladkozh

Daoust pe yuzevez pe Yuzevez? petra eo ar reolenn ? ha hervez piv? Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2014 da 18:19 (UTC)Respont

Iskisat doareoù da respont:
doare a) https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Settimia_Spizzichino&diff=prev&oldid=1602638;
doare b) https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Settimia_Spizzichino&diff=1602644&oldid=1602638. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2014 da 18:59 (UTC)Respont

Kavet e-barzh Emgann Kergidu Levrenn II :
[...], evel ma'z ea gueach-all Judas araok ar juzevien p'edont o vont da gregi e Jesus, hor Zalver. (1877, p. 154)
[...], evel ma 'z ae gwechall Judaz a-raok ar Yuzevien p'edont o vont da gregiñ e Jezuz, hor Salver. (1977, p. 113). A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Du 2014 da 19:24 (UTC)Respont

Simploc'h neus ket : un Italianez, ur Vreizhadez, ur Yuzevez (anvioù-kadarn); ur vaouez italian / vreizhat / yuzev (anvioù-gwan). E geriadurioù Le Gléau, Favereau, An Here, Ménard, Hor Yezh hag all e kavot ar "reolenn" ; Vallée, Troude hag Ernault ne lakaont pennlizherenn ebet d'o displegadennoù (Vallée : JUIF yuzeo, juzeo ha JUILLET gouhere, gouere). Deveret diouzh anvioù pobloù/pobladoù eo Italianez, Breizhadez, Yuzevez, padal ne lakaer pennlizherenn ebet da "kristenez" peogwir n'eus ket eus pobl/poblad ar gristenien.(Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.14.51.131 28 Du 2014 da 21:02 (UTC))Respont

A-zivout "Iskisat doare da respont" amañ a-us : ur respont ne oa ket, ul liamm ouzhpennet peogwir e oa ezhomm ne lavaran ket. Goude ur prantad, pa'm eus gwelet ar bajennad kemmet a oa chomet war ar skramm c'hoazh, em eus merzet ar fazi a oa chomet, hag e reizhet em eus, tra ken.
A hent all, perak klask ur "reolenn" da Yuzevez/yuzevez pa skriver "Italianez" digudenn ? (Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.14.51.131 28 Du 2014 da 21:15 (UTC))Respont

Demat, Ur souezh bras eo din gwelet e c'hellfe unan bennak skrivañ e oa Auschwitz-Birkenau ur stalag !!!!! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Du 2014 da 10:54 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Settimia Spizzichino".