Kaozeal:Sikofant

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Geriadur/Holloueziadur
Aotre zo d'an holl da skrivañ evel a garont, brezhoneg yac'h, brezhoneg treuflez, sadedeg, diwaneg... Met dleout a rafe Bianchi-Bihan gouzout, a-benn bremañ, e rank kaout aotre e vrennigenn hag a sin bremañ Lagad Zoltec, goude anvioù-pluenn all.
Me 'garje lenn ar vuilh a stailh ker bras un diotaj, ha pa vije e latin.
An diouer a evezh digant kumuniezh(ig) an implijerien hag ar verourien (mard eus anezho) ne ro ket aotre deoc'h d'ober forzh petra, ha pa vefe bet graet amañ hag ahont : pal ar Wikipedia eo kenlabourat da sevel pennadoù solius.
Ret eo da bep implijer pourchas daveoù sonn pa vezont goulennet gant implijerien all, kuit a gas al lennerien da faziañ koulz a-fed danvez hag a-fed yezh.
Lagad Zoltec (kaozeal) 15 Mez 2017 da 16:11 (UTC)Respont

N'out ket lec'hiet mat, war-lerc'h da gunujennoù evel re an deiz all (diouer a evezh digant ar verourien zo, sur, panevet-se ez pije ranket gortoz meur a zeiz a-raok dispakañ da gentel), da reiñ kentelioù da zen, na war pal ar wikipedia na war ar c'henlabour. Pax vobiscum. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mez 2017 da 17:14 (UTC)Respont

Ne'm eus kunujennet den ebet, petra eo an arguzenn-se ? "Lec'hiet mat" (sic) e vezan bepred da lavarout ar pezh a soñjan, em frankiz emaon c'hoazh, betegouzout !
Pelec'h e kaver ar ger **sikofant 'ta ? N'eo ket brezhonekaat a rez aze, skrivañ galleg gant ar reizhskrivadur brezhonek ne lavaran ket : d'ar galleg e kas da ijinadenn, tra ken, ne zegas netra d'ar yezh.
OK, plomañ da vat a ran bremañ ar c'houzavadenn a oa bet kaset din gant un IP : mestr meur ar Wikipedia brezhonek e klaskez bout, pa gredez ober forzh petra en ur raktres digor d'an holl ha kas an implijerien all d'ar blotoù pa savont goulennoù reizh.
Gwazh a-se evit al lennerien. — Lagad Zoltec (kaozeal) 15 Mez 2017 da 19:49 (UTC)Respont

A-du penn-da-benn !--Prieladkozh (kaozeal) 15 Mez 2017 da 21:22 (UTC)Respont

"Raktres digor d'an holl" ... ha d'ar sikofanted ivez, a welan.
"N'eo ket brezhonekaat a rez aze, skrivañ galleg gant ar reizhskrivadur brezhonek ne lavaran ket" : ali personel ... kenkoulz ha te e ouzon petra eo ar brezhoneg, n'eo ket gant ur c'hunujenner e kemerin kentel ebet.
"pa gredez ober forzh petra" : memes kloc'h.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 06:16 (UTC)Respont

Mantrus eo ! N'oc'h ket bet kunujennet gant den ebet hag anat eo d'an holl amañ. Emaoc'h o telc'her an hevelep emzalc'h ho poa rebechet da implijerien all a save anvioù-lec'h hep daveenn ebet (hervezoc'h) ! Chom a ra ma goulenn eeun direspont : e petore geriadur pe oberenn lennegel e c'haller lenn ar ger "sikofant" ? --Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:19 (UTC)Respont

Ya, amañ emañ ar goulennoù da lakaat, ha respont a ran pa garan.
Nann, n'on ket evit krediñ n'ez pije ket gwelet gerioù karantez ar Zolteg : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AIwerzhonadez&type=revision&diff=1750136&oldid=1750128;
Ya, ur bern gerioù ha ne gaver e geriadur zoltek ebet a vez kavet er wikipedia, a bell zo. Darn zo bet savet gantañ ivez marteze, ha kontrol dezhañ, ne ran forzh ebet.
Ya, ar ger sikofant a vo kavet en oberenn lennegel emaon o sevel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 08:59 (UTC)Respont

Neuze e ouiec'h mat ne veze ket eus ar ger "sikofant" e geriadur ebet ha krouet eo bet ganeoc'h evit hoc'h implij personel ? Biskoazh kemend-all !--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 09:30 (UTC)Respont

War a welan ar "gerioù karantez" a oa bet skrivet gant un implijer 2.14.122.158 IP e urzhiataerez ha n'eo ket gant an implijer Lagad Zoltec ma n'emaon ket o faziañ. Paouezit da dreuzwiskañ ar wirionez, mar plij ganeoc'h : n'eo ket emzalc'h un hibouder kentoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 09:39 (UTC)Respont
Ne oas ket ganet dec'h, na me ivez. Anaout a rez koulz ha me doareoù hon c'hamarad.
Ne welan ket e vec'h bet displijet gant ar c'hunujennoù a zo gerioù karantez, anat.
Ar ger sikofant zo en ur bern yezhoù, db un dudenn istorel un tamm koshoc'h evidomp, n'eo ket bet krouet ganin, arabat lavarout n'eus forzh petra. Ha n'eo ket peogwir n'eo ket anavezet gant oberourien geriadurioù zo eo ret chom dizesk. Ikonomak hag aleksifarmak zo ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 10:02 (UTC)Respont
'Oarit ket pe oad on da gentañ-penn ha ne welan ket piv emaoc'h o kaozeal anezhañ dre n'ouzon ket piv en devoa implijet an urzhiataerez 2.14.122.158 an IP anezhi ! Ha gouzout a rit, c'hwi ?
?????
Daou c'her brezhonek a zo : "flatrer" ha "hibouder", testeniekaet e geriadurioù Frañsez Vallée, Reun ar Glev ha Frañsez Favereau ! Ma n'eo ket bet krouet ar ger "sikofant" ganeoc'h, pelec'h ho poa e gavet 'ta ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 10:37 (UTC)Respont

Gerioù Vallée ha FF n'int ket diwar-benn tamaller istorel Aten, ar sikofant. Arabat meskañ torchoerioù ha serviedennoù evel er relijion zoltek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 10:42 (UTC)Respont

SYCOPHANTE flatrer, hibouder (gand an hen-C'hresianed). Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 721a...--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 10:46 (UTC)Respont

« Arabat meskañ torchoerioù ha serviedennoù evel er relijion zoltek » : ne 'm eus relijion ebet, ha "Zoltec" n'eo ket un anv-gwan. Emaoc'h o tagañ an dud e-lec'h respont d'ur goulenn eeun-tre : Pelec'h emañ testeniekaet "sikofant" e brezhoneg ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 16 Mez 2017 da 11:43 (UTC)Respont

Un diforc'h bras zo etre ar skouerioù roet uheloc'h diwar-benn an termennoù o tennañ d'ar revelezh hag an degouezh-mañ. Saver ar pennadoù diwar-benn ar revelezh eo E_UNAN a lake ar vandenn "tabut termenedurezh" war ar pajennoù savet gantañ, ar pezh oa onest deus e berzh. Amañ eo ar c'hontrol mik : saver ar pennad a denn kuit ar vandenn lakaet gant ar re all o klask gouzout. Sinet : ul lenner.

Un diforc'h brasoc'h zo c'hoazh : savet e oa ar gerioù gantañ, ha n'ae ket den da glask tabut outañ evit se. Amañ eo ur ger sikofant, a zo e nouspet yezh, evel aristokrat, ha deredek a ra lennerien fur da reiñ alioù leun a sklêrijenn. Sinet : ul lennerez.

Labour zoltek

kemmañ

Anat din e oa labour zoltek aze :

Gourc'hemennoù dezhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 12:18 (UTC)Respont

Grevus eo ; emichañs ne vo ket falstamalloù taolet ganeoc'h !
Ar pezh na vir ket ouzhoc'h a respont : Ma n'eo ket bet krouet ar ger "sikofant" ganeoc'h, pelec'h ho poa e gavet 'ta ? Ne gav ket din e vefe ken diaes-se.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 12:59 (UTC).Respont

Grevusoc'h d'am meno loustoni egile.
Respontet em eus dija. Met ober rin adarre. Diwar Homeros e teu Homer, anv-den, diwar Akropolis, Akropol, diwar Sycophantes e teu sikofant (un toullad gerioù en "ant" zo e brezhoneg : evel olifant, romant, ... n'eus ket ezhomm eus bennozh an Tad Santel.) Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 14:11 (UTC)Respont
N'ho peus ket, nann, tamm ebet ! Ha pegen displijus ho frazenn "Ya, amañ emañ ar goulennoù da lakaat, ha respont a ran pa garan." ! Ha piv a ziskouez emzalc'h ur "Pab Santel" ma n'eo ket c'hwi ?! Anat eo din eo bet dibadet ganeoc'h ober gant ar ger "sikofant" hep klask pelloc'h er geriadurioù ha pell amzer e chomin moarvat da c'hortoz kaout un daveenn sklaer diganeoc'h dre ma n'eus ket, ken splann ha tra !--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 17:19 (UTC)Respont

Pep hini zo mestr war e zisplijadur. Pa dapan taolioù eus meur a du ne fell ket din respont war brez, dreist-holl d'ar vazhataerien. Ne roan urzhioù da zen, ne blegan da urzhioù den. Meur a bajenn zo d'ober goulennoù. Ober a ran gant ar ger sikofant, ha kavout a ran e talvez ur pennad, netra ken. Ne c'houlennan ket ouzh an dud ober gant ar gerioù ne garont ket. Gerioù zo n'eus ket a zaveeen splann dezho, hag ur bern zo anezho er wikipedia, ha kreskiñ a ray o niver c'hoazh. Hag er geriadurioù e c'houzomp ivez ez eus gerioù ha n'eus "daveen splann" ebet dezho neblec'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 17:44 (UTC)Respont

Ma "tapit taolioù eus meur a du" ez eo abalamour d'ho tagusted, peurvuiañ. Dibabet ho poa d'ober gant ar ger "sikofant" ha reizh e oa e teuje tud all da c'houlenn diganeoc'h eus pelec'h e teue. N'eo ket un abeg mat evit reiñ da grediñ e teu un implijer bennak, Lagad Zoltec en degouezh-mañ, d'hoc'h atahinañ ha d'ho kunujenniñ (ar pezh n'en deus graet, anat eo) ! Pe degasit prouennoù da vat ma vo echu gant an abadenn diyac'h ha rukunus-se !--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2017 da 17:36 (UTC)Respont

Labour zoltek e lec'h all

kemmañ

Memes den, memes IP, memes doareoù : amañ : https://br.wiktionary.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/31.220.45.128 Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 14:58 (UTC)Respont

Ya, ha prouennoù resis ho pije da damall an implijer-mañ-implijer pe resisoc'h an implijer ‎Lagad Zoltec ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 17:10 (UTC)Respont
Anaout a reomp al labous hag e zoareoù a bell zo, hag e zoug d'ar c'hunujennoù dindan ar gouriz. Kenkoulz hag ur sinatur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 17:48 (UTC)Respont
Ober a reer paranoia eus ar seurt kleñved-spered a ra d'un den krediñ e vez heskinet ingal gant tud all en-dro dezhañ ; gwall alies e vez lakaet da darzhañ gant an avi, ar warizi...--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2017 da 17:24 (UTC)Respont

Gast, setu te medisin, bremañ, ma gourc'hemennoù. Medisined a bell, ar re wellañ. N'eus ket pell e oas o konnariñ, pa'm boa implijet ar ger "yec'hed" (ma kavan e tiskouezin dit), ha setu te o teurel din ar ger kleñved. Fentus, neketa? Sell, pa soñjan, ankouaet 'peus ar pezh a veze silet ez skridoù poent zo bet? Az poa kavet fentus ivez, neketa? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2017 da 17:59 (UTC)Respont

N'em eus ankouaet tra, n'eus riskl ebet ! Ha n'em eus ket ankouaet ivez ho poa implijet meur a anv all — "margodennoù" ma ne fazian ket — ouzhpenn hini Bianchi-Bihan : c'hwi n'ho peus ket gwir da reiñ kentel da zen ebet amañ ! Ya, klañv oc'h, klañv gant ar warizi, klañv gant ar gasoni a vagit ouzh a re na sentont ket ouzhoc'h. Dall-sot e oan bet ha keuz bras am eus da vezañ bet ken direizh kant implijerien 'zo, Trec'hlid Mitonet en o zouez. Bez' e voe "Edgar", bez' e voe "Rudlamot" ha bremañ Lagad Zoltec : penaos e paouezo ho sorc'hennoù diyac'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2017 da 18:23 (UTC)Respont

Pajenn gaozeal ar ger sikofant eo a zo amañ, n'eo ket an aferioù personel. N'in ket d'az heul e-barzh da aferioù yec'hed-kleñved. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2017 da 18:45 (UTC)Respont

Labour zoltek e lec'h all

kemmañ

Memes den, memes IP, memes doareoù : amañ : https://br.wiktionary.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/31.220.45.128 Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 14:58 (UTC)Respont

Ya, ha prouennoù resis ho pije da damall an implijer-mañ-implijer pe resisoc'h an implijer ‎Lagad Zoltec ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mez 2017 da 17:10 (UTC)Respont
Anaout a reomp al labous hag e zoareoù a bell zo, hag e zoug d'ar c'hunujennoù dindan ar gouriz. Kenkoulz hag ur sinatur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 17:48 (UTC)Respont
Gwir da respont da Vianchi-Bihan a-zivout « Labour zoltek »
  • Lagad Zoltec eo anv anv am eus dibabet evit boueta ar Wikipedia brezhonek ; drezañ e sinañ ma degasadennoù – pennadoù, kemmadennoù, kaozeadennoù. N'eo « *zoltek » nemet un doare da zistummañ an anv-se dre e falsvrezhonekaat, liv an dismegañs a welan-me aze ; n'ouzon ket ha din hepken ez eo bet graet, pe hag-eñ ez ho doare boas da argas an dud a welit evel enebourien – klask a rin gouzout hiroc'h.
  • Tamallet din mergodenniñ dre an IP 31.220.45.128 : me n'eo ket 31.220.45.128 ma chomlec'h IP — setu hag a zo aes da brouiñ, ha goulenn a ran ma vo prouet.
A-hend-all, goulenn a ran ivez ma vo enklasket an IP 86.214.114.228, en abeg da gement-se, a zo ur falstamalladur all – me ne skrivin ket ez eo « anat din » ez eo ho labour, met klask a rin gouzout hag-eñ hoc'h eus mergodennet gwech pe wech.
Gwall iskis a-hend-all eo an degasadenn sinet ul "lennerez", pa lez a-gostez an arguzenn reizh sinet "ul lenner" ha pa sav a-du-krenn ganeoc'h gant an hevelep arguzenn.
  • « Grevusoc'h d'am meno loustoni egile. » : tamallet din bout graet goap ouzhoc'h, ar pezh a vefe grevusoc'h eget mergodenniñ ? Ne'm eus graet nag an eil nag egile, gwelit a-us.
  • « Ne c'houlennan ket ouzh an dud ober gant ar gerioù ne garont ket » : met klask a rit o gourlakaat, evel m'emaoc'h o tiskouez amañ.
  • « Anaout a reomp al labous hag e zoareoù a bell zo, hag e zoug d'ar c'hunujennoù dindan ar gouriz. Kenkoulz hag ur sinatur. » : "a reomp"? Un "ni roueel" pe un doare da lakaat al lennerien en ho chakod ? Unr falstamall ouzhpenn, prouenn ouzhpenn. Adarre, goulenn a ran ma vo prouet ar gevatalenn 31.220.45.128 = Lagad Zoltec (kaozeal) 16 Mez 2017 da 19:49 (UTC).Respont
Fin oc'h ur spont ! Neuze ma skrivan amañ n'eus 'met toulloù reor flaerius ac'hanoc'h e vo stanket kont Zoltec, 'keta ? Ne roan ket urzh da zen, evel just. Met piv estreget Zoltec e-unan a rafe gant ar ger reor, hmm ? Dindan ar gouriz. Sinet eo. Divasklet on. Ha serret vo ma c'hont. SamanthaGlitter (kaozeal) 16 Mez 2017 da 22:02 (UTC)Respont
Ya ! Ha serret 'vo kont ar pab Fañch Toukour, kement ha bout sur n'eus pab ebet all o reiñ urzhioù kontrol ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 16 Mez 2017 da 20:12 (UTC)Respont
Pe ur Samantha Zoltek bennak? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2017 da 12:53 (UTC)Respont
Mezhus eus perzh un den hag a embann war ar groaz ez eo difenner ar brezhoneg !--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2017 da 18:25 (UTC)Respont

Amañ emañ ar wikipedia. N'eo ket al lec'h da embann tra ebet war groaz ebet. Pezh a c'hoarvez e-maez ac'hann zo afer pep hini e-maez ac'hann ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2017 da 18:49 (UTC)Respont

Geriadur/Holloueziadur

kemmañ

Gwall hir e kavan ar pezh a denn d'ar ger, pe d'ar gerioù. Ret e vefe krennañ, hag astenn, er c'hontrol, ar pezh a denn d'ar meizad istorel ha sevenadurel. An dra-se eo a c'hortozer kaout en un holloueziadur. --Llydawr (kaozeal) 26 Mez 2017 da 10:24 (UTC)Respont

A-du ganit, met n'eo ket se emañ an holl o klask : n'eus aotreet ger ebet hep o imprimatur. Evit kaout c'hoant da labourat e vez ret kaout peoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Mez 2017 da 13:28 (UTC)Respont
Kinnig a ran lemel kement tra ha ne denn ket d'ar ger sikofant(meizad istorel) er wikigeriadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Mez 2017 da 08:54 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Sikofant".