Kaozeal:Slovintseg
Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Llydawr
Souezhus eo ar skrivad "slovintseg". Moarvat eo deuet diwar brezhonekaat ar "Slowinzisch" alamanek... Ma vije loc'het diwar an anv er yezh end-eeun, pe e yezhoù all, e c'halljemp en em gavout gant stummoù all evel "slovineg" pe "slovinseg", a vije kenkoulz marteze (?). --Llydawr 11 Eos 2008 da 17:00 (UTC)
N'am boa ket krouet ar pennad ha neuze n'am boa ket choazet an anv. Ar pezh a c'hellan lârout, avat, eo e kemm kalz anv ar yezh-se hervez al langaj implijet. E yezhoù slavek ar reter (polonieg ha rusianeg) e kaver ur s tra ma kaver un 'tch' e yezhoù slavek ar c'hornôk evel ar c'hachoubeg pe an tchekeg. Ouzhpenn-se, marv eo ar yezh-man ha den ebet a oar penaoz e veze distaget hec' anv--Damien Perrotin 11 Eos 2008 da 18:45 (UTC)
- Aner e ve klask gouzout penaos e veze distaget, evel-just. Er yezhoù slavek, pa seller ouzh ar wrizienn, disheñvel diouzh al lostger, e weler kement-mañ : Słowiń-sczi (savet evel Kaszëb-sczi) e kachoubeg, słowiń-ski (heñvel ouzh pol-ski) e poloneg (csb:Słowińsczi jãzëk, pl:Język słowiński). Pa seller ouzh ar pennad rusianek e kaver daou stumm : Словин-ский (словинц-ский). --Llydawr 12 Eos 2008 da 11:45 (UTC)