Kaozeal:Stêr an Intel

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Lagad Zoltec

Demad deoc'h oll.
Nepell ag an Intel eh on é chomer ha gwall alies e tremenan àr ar pont-Lorois dreist ar staer. Nend eus ked kehed so, eh eus bed ouzhpenned ar brezhoneg àr ar pannel a so skrived anw ar staer àrnehoñ, ha lenned e vez "Gwazh an Intel".
Henn kaved a ran drol un tamm. Aweidin ew kentoc'h ur gwazh ur staerig vihanig-tout ged nemeur a zour enni ; "un ruisseau" e galleg, kea ! Pe "une veine d'eau" sokén ! Evel ma vez implijed ar ger "gwazh" (/gwazh(i)enn) aweid gwazhow ar c'horf aweid ar gwaed.

Neblec'h ne gavan ar ger "gwazh" ged ar ster "rivière", e geriadur ebed ! Er Favereau glas sokén (hag a so tew-tew koulskoude ha lan a etimologiezh hag a skweriow lec'hel) ne vez ked kaved ar ster-se, hag ennañ e vez gwraed "Stêr an Intel" a... beñ Staer an Intel, justamant ! Anad ew, arabad klask pemp troad d'ar maout.
Àr gartenn Breizh embanned ged an Ofis e vez lenned "Stêr an Intel" iwe.
Àr o fajenn internet, doc'h un tu arall, e vez kaved se kentoc'h : skeudenn tenned a lec'hienn an Ofis

Daoust ha klewed ho peus c'hoazh an implij-sen ? Pe lenned, estr aweid ar panel evel-just.

Salud deoc'h,
Ur fazi a-berzh an Ofis eo *Gwazh an Intel, da'm soñj : ur stêr wirion eo Stêr an Intel, pa red eus hec'h andon e Penhoet e Langedig betek ar mor.
He ment n'he deus netra da welet gant he statud douradurel : un andon + ur red + ur genoù = ur stêr, ha pa vije Stêr an Intel pe ar stêr Nil.
A galon,
Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Mae 2017 da 16:50 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Stêr an Intel".