Kaozeal:Stad Islamek
Diwar-benn ar cheñchamantoù en droidigezh
kemmañMat e vefe displegañ ar cheñchamantoù a vez degaset d'ar pennadoù, rak re alies e ranker klask divinout. War a seblant, amañ, [1], e vefe un afer troidigezh. Ne vefe ket "sav-heol" met "reter-nesañ" a vefe da lakaat. Koulskoude, mar seller ouzh ar wikipedia arabek (ha gwiriet e lec'h all ivez) e talvezfe بلاد الشام kement ha "sav-heol", ha neket "reter-nesañ" a vefe شرق أدنى .--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Gwe 2014 da 18:47 (UTC)
- Ma kemerer da ziazez an anv arabek, ha n'eo ket an anv gallek, ez eo reizh reiñ d'an anv الشام (al-sham) ar ster en deus er yezh-se. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn talvoudegezh ar ger-se, a gaver en anv an aozadur a zo meneg anezhañ amañ, sellit ouzh en:Al Sham. N'eus troidigezh vat ebet evit ar ger-se e yezhoù kornôg Europa, war-bouez "Siria Vras" pe "Reter-Nesañ". Anv ur vro eo ha troet e vez e daou zoare e galleg pe e saozneg ("Levant" ha "Syrie/Syria"). Ne dalvez ket "reter" pe "sav-heol" dre vras, er c'hontrol diouzh ar pezh a c'hallfe unan soñjal pa lenn ar ger gallek "Levant". --Llydawr (kaozeal) 16 Gwe 2014 da 20:50 (UTC)
- Trugarez da vezañ respontet. Met n'on ket kendrec'het kaer c'hoazh. Perak e vefe gwelloc'h treiñ gant "Reter nesañ" e-lec'h "sav-heol" pa ra an arabeg gant ar memes ger evit "levant" [2] hag evit ar ger "sham" a zegasez: [3], ha pa ra an arabeg gant ur ger all evit Reter-Nesañ: شرق أدنى [4]?
- An holl yezhoù all (da vihanañ a re a skriv gant lizherennoù latin) a ra gant "Levant": [5]. Perak terriñ ar boaz-se?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 11:22 (UTC)
- En TLF (Trésor de la Langue Française [6]) e lenner, pa glasker ar ger "levant" : [Avec une majuscule] Les pays qui sont au levant (par rapport à la France), les régions bordant la côte méditerranéenne de l'Asie. Synon. Moyen-Orient, Proche-Orient. Abalamour da se ne gav ket din e vefe re fall "Reter-Nesañ". Met ma ne blij ket, e c'haller ober gant ur ger all, evel-just. Gant peseurt ger ober avat ? Gant "Cham", un amprest arabek, evel ma reer er Wikipedia katalanek ? Gant "Levant", un amprest gallek, evel ma reer en ur bern yezhoù all ? (Daoust ha se a ginnig Trec'hlid-Mitonet ?) Gant "Sav-heol", ur ger a dro ar ster boas eus "levant" (=reter) ? Ma vez implijet "Sav-heol" evit envel "Al-Sham", ne vo ket fall sevel ur pennad a-ratozh war ar ster-se eus ar ger, evel ma'z eus ur pennad fr:Levant (Proche-Orient) er Wikipedia gallek, disheñvel diouzh ar pennad fr:Levant. --Llydawr (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 16:20 (UTC)
Kavout a ra din eo furoc'h chom tost d'ar pezh a anavezer, koulz d'ar yezhoù tost dimp (saozneg, galleg, kembraeg, h.a.) a ra holl gant "levant" pe gevatal, pe neuze an arabeg (al-sham). Ouzhpenn-se, ma reer gant "sav-heol" pe "levant" e c'haller chom tost d'un termen nes dre e implij: en:Mashriq (= sav-heol) a seblant bezañ evit ar memes tra (+ Irak): «These geographical terms date from the early Islamic expansion. This region is similar to the Bilad al-Sham and Mesopotamia regions combined.» (wiki saoznek).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Gwe 2014 da 09:09 (UTC)
- Da betra degas deomp ar ger مشرق ouzhpenn ? Ar ger شام ([ʃaːm]) n'en deus darempred ebet gantañ. Ar ger شام ne dalvez na "sav-heol" na "reter". N'eus nemet teurel ur sell ouzh geriadurioù arabeg-galleg (pe arabeg-ur yezh all). Er geriadur Larousse Maxi poche arabe-français e lenner, pa glasker ar ger شام : gauche ; nord ; Syrie, Damas. Hag e-kichen e kaver ar ger deveret شامي troet "Syrien". Er Wiktionary saoznek ([7]) e lenner 1.The city of Damascus. 2.The region known as Greater Syria. Ar ger شام an hini a gaver en anv an aozadur anvet "Stad Islamek". Ar ger-se an hini zo da dreiñ e brezhoneg neuze. Daou ziskoulm a welan : 1. ober gant "Siria" ha lakaat un notenn da zisplegañ ez eo brasoc'h ha dispisoc'h الشام eget سوريا ("Siria" ent-strizh) ; 2. ober gant "al-Cham", evel ma kaver e saozneg Islamic State of Iraq and al-Sham. --Llydawr (kaozeal) 30 Gwe 2014 da 06:48 (UTC)
- Ne gomprenan ket mat. Bremañ ez eus un adkas Sav-Heol (Reter-Nesañ). Hemañ a adkemer an anvadur a vez graet gantañ gant ar yezhoù all tost dimp (saozneg, galleg, kembraeg, h.a.), met n'eo ket savet c'hoazh ar pennad, met gallout a ra bezañ un adkas war-zu "al-Cham", pe ar c'hontrol, kaout "al-Cham" hag a gasfe da "Sav-Heol (Reter-Nesañ)". Hag er pennad(où)-se e c'haller displegañ ar pezh a lavarez, evel ma vez graet er yezhoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gwe 2014 da 11:15 (UTC)
- N'eo ket diaes da gompren, met ne gomzomp ket diwar-benn ar memes tra. Komz a ran-me eus troidigezh anvadur arabek, en e stumm hir, an aozadur "Stad Islamek" meneget er pennad-mañ. Komz a rez-te eus troidigezh an titl gallek fr:Levant (Proche-Orient), meneget ganin uheloc'h. Ha krouet 'peus ur pennad Sav-Heol (Reter-Nesañ). Arabat e vefe d'an dud avat krediñ e reer gant anvadurioù evel-se e saozneg pe e kembraeg. En div yezh-se e reer gant an amprest gallek "Levant" (skrivet "Lefant" e kembraeg). --Llydawr (kaozeal) 4 Her 2014 da 09:21 (UTC)
- Er pennad-se (Sav-Heol (Reter-Nesañ)) em eus meneget e veze graet gant "Levant" dre vras en holl yezhoù all (a-orin europek). Gwall gozh eo an amprest "Levant" e saozneg avat gant ar ster-se [8]. Marteze e teu ar c'hembraeg lefant diwar ar saozneg. Un hent all a zo bet kemeret gant ar brezhoneg (moarvat dre ma oa "levant" ur ger aes da gompren).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Her 2014 da 11:58 (UTC)
- N'eo ket diaes da gompren, met ne gomzomp ket diwar-benn ar memes tra. Komz a ran-me eus troidigezh anvadur arabek, en e stumm hir, an aozadur "Stad Islamek" meneget er pennad-mañ. Komz a rez-te eus troidigezh an titl gallek fr:Levant (Proche-Orient), meneget ganin uheloc'h. Ha krouet 'peus ur pennad Sav-Heol (Reter-Nesañ). Arabat e vefe d'an dud avat krediñ e reer gant anvadurioù evel-se e saozneg pe e kembraeg. En div yezh-se e reer gant an amprest gallek "Levant" (skrivet "Lefant" e kembraeg). --Llydawr (kaozeal) 4 Her 2014 da 09:21 (UTC)
- Ne gomprenan ket mat. Bremañ ez eus un adkas Sav-Heol (Reter-Nesañ). Hemañ a adkemer an anvadur a vez graet gantañ gant ar yezhoù all tost dimp (saozneg, galleg, kembraeg, h.a.), met n'eo ket savet c'hoazh ar pennad, met gallout a ra bezañ un adkas war-zu "al-Cham", pe ar c'hontrol, kaout "al-Cham" hag a gasfe da "Sav-Heol (Reter-Nesañ)". Hag er pennad(où)-se e c'haller displegañ ar pezh a lavarez, evel ma vez graet er yezhoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gwe 2014 da 11:15 (UTC)
Islamour pe islamek?
kemmañ- Ur goulenn savet evel ma teu e teu: un anv -gwan eo ar ger islamour? ar stad islamour? perak n'eoi ket ar stad islamek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 11:30 (UTC)
- Ya, gwelloc'h e kavfen ober gant "islamek", war skouer ar pezh a gaver er Wikipediaoù all ("islamic" ha n'eo ket "islamist"). Daoust ma c'hallfe ur ger "islamour" bezañ anv-gwan, evel "komunour" pe "sokialour". --Llydawr (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 16:20 (UTC)
- Ya, en implij ar gerioù-se evel anvioù-gwan eo emañ an dalc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gwe 2014 da 17:04 (UTC)
Islamic State of Iraq and the Levant
kemmañI hope its OK writing something here in English. Various arguments regarding naming have been presented regarding the name used for the English article en:Islamic State of Iraq and the Levant and, if of interest, a listing of related discussions can be found at en:Talk:Islamic State of Iraq and the Levant#Moratorium on Requested Moves. Gregkaye ✍♪ Gregkaye (kaozeal) 4 Du 2014 da 08:09 (UTC)