Kaozeal:Stella Maris
E Breizh eo un anv a vez graet eus ar Werc'hez Vari
- Hag aozer ar bajenn-mañ a embann bout kelenner war ar brezhoneg, hag a gred tabutal diwar-benn brezhoneg an implijerien all ? 2.13.222.199 6 C'hwe 2013 da 20:15 (UTC)
Trugarez, aotrou dizanv, eus hoc'h evezhiadenn ha n'eo ket gwall sklaer. Ma c'hallit displegañ e vo gwelloc'h. A-hend-all n'embannan netra er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2013 da 07:23 (UTC)
- Evit sklaeraat, distroit d'an diazezoù, rak ezhomm zo (en urzh diaesoc'h-diaesañ da gompren evit an deskarded) : Yezhadur berr ar brezhoneg RH § 84, Trepos § 484 & 487, Kervella § 208 (p. 138) ha Yezhadur istorel ar brezhoneg RH § 168 (p. 249) ; faziet eo Desbordes (§ 106) evel boas. Unan eus reolennoù rekis evit brezhonegañ eo implijoù reizh stummoù ar verb bezañ/bout.
- N'embannit netra er wikipedia ? Kemmet eo bet er pennad... mat ... n'on ket sur eo aesoc'h da gompren... Me 'garje e vije soñjet ober pennadoù sklaer evit an deskarded, ha n'eo ket pennadoù diaes da gompren hag a spont anezho ... eus ar re a laka an dud da dec'hout pell diouzh ar wikipedia brezhonek ... Ar stumm kozh a implijin-me d'ober skol. Aesoc'h a gavan ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Eos 2012 da 12:14 (UTC) > Gwelit pajenn "Kaozeal" Kemmadurioù ar brezhoneg mard hoc'h eus disoñjet bezañ embannet bout kelenner(ez) war ar brezhoneg. Fac-simile labour F. Kervella eo ar bajenn-se, anat eo din bepred ; poent eo deoc'h distreiñ d'ar skol vrezhoneg c'hallek mard eo YBBFK re gemplezhek evidoc'h.
- "Trugarez, Aotrou", mar plij ganeoc'h, rak ur bennlizherenn zo ret pa'z eer war-eeun d'un den dre skrid. A hent all, Itron a vije dereatoc'h, rak ur gelennerez war ar brezhoneg, hag unan wirion, on-me da vihanañ. 2.13.222.199 7 C'hwe 2013 da 21:31 (UTC)
Menegiñ niverennoù n'eo ket arguzenniñ. Kalz linennoù evit lavarout nebeud a dra... Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 C'hwe 2013 da 04:28 (UTC)
- Ne welan netra er yezhadurioù meneget a rofe da soñjal ez eus un dra bennak direizh gant ar frazenn skrivet uheloc'h. Marteze n'eo ket bet komprenet mat ar frazenn-se gant 2.13.222.199 ? --Llydawr (kaozeal) 8 C'hwe 2013 da 21:18 (UTC)
Setu pezh a soñjañ ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2013 da 10:05 (UTC)
- Souezhet on gant ar respontoù-se, p'emañ ar gwir gant an itron Guzh a-fed yezhadur ; gwiriet em eus he daveennoù, evel pa vije bet ezhomm, ha gallet he devije menegiñ ur yezhadur all, hini D.W.F. Hardie, Ph.D., A Handbook of Modern Breton (Armorican), University of Wales Press, Cardiff, 1948 (p. 97) ha kement hentenn-deskiñ sirius (Brezhoneg buan hag aes ivez zoken, mard em eus soñj mat) : ne c'hall ket eo bout heuliet gant ur rener amresis, (ez) eus zo ret en degouezh-se.
- Lagad an naer — hag an teod ivez, war a hañval — zo gant an itron, pa 'z oc'h bet tapet gant azoniad ar rinc'halleg da 'm meno : troidigezh ar galleg En Bretagne c'est un nom usuel de la Vierge Marie eo ar bomm ; gwell e vije bet menegiñ ar rener e-lec'h delc'her d'ar goustav > "E Breizh ez eo Stella Maris un anv a vez graet eus ar Werc'hez Vari" ha reizh e vije bet. Mar ne felle ket d'ar skriver advenegiñ Stella Maris e oa tu dezhañ da skrivañ "E Breizh ez eo an anv a roer alies d'ar Werc'hez Vari" ha mat e oa ivez. — T42N24T (kaozeal) 9 C'hwe 2013 da 16:38 (UTC)
- Souezhet on gant ar respontoù-se, p'emañ ar gwir gant an itron Guzh a-fed yezhadur ; gwiriet em eus he daveennoù, evel pa vije bet ezhomm, ha gallet he devije menegiñ ur yezhadur all, hini D.W.F. Hardie, Ph.D., A Handbook of Modern Breton (Armorican), University of Wales Press, Cardiff, 1948 (p. 97) ha kement hentenn-deskiñ sirius (Brezhoneg buan hag aes ivez zoken, mard em eus soñj mat) : ne c'hall ket eo bout heuliet gant ur rener amresis, (ez) eus zo ret en degouezh-se.
Faziañ a c'hallan, evel an holl, ha da itron ivez. Evit deskiñ ar yezh ez afen kentoc'h da glask gant brezhonegerien eget e pajennoù ur yezhadur saoznek dianav d'an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien, ha n'eo ket graet evito ouzhpenn panevet-se e vije bet skrivet en ur yezh all, met pep hini 'ra pezh a gar. Un dra zo sur : n'eo ket bet gouest an itron (desket)-se, kelennerez (wirion , sic) da zisplegañ pelec'h e kave si, na da gompren ma frazenn. N'eo ket trawalc'h klask tabut eta, evit komz fur.
- Skrivañ a rez: ne c'hall ket eo bout heuliet gant ur rener amresis, ... , hag a-du e vo an holl ganit, ha da itron marteze ivez.
- Skrivañ a rez: (ez) eus zo ret en degouezh-se, hag aze ne vin ket a-du.
M'am bije bet c'hoant da lavarout eo an anv em bije skrivet gaou, rak meur a anv zo. M'am eus skrivet eo un anv eo peogwir ez eus meur a hini.
Un dra a seblantez kompren, ha ne seblant ket an itron: pa lenner E Breizh eo un anv a vez graet eus ar Werc'hez Vari eo splann n'eo ket ur rener eo ar ger anv.
Lagad ar c'hoz, kentoc'h eget lagad an naer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2013 da 08:35 (UTC)
- Respont Lagad ar c'hoz
- N'on ket itron T42N24T, ha dismegañsus eo e-keñver an daou.
- Dismegañsus eo Bianchi-Bihan e-keñver D. W. F. Hardie, hag e-keñver Roparz Hemon war an dro. Mard heulier e arguzenn douellus n'eus ket eus A Historical Morphology and Syntax of Breton un daveenn wiriek evit ar Vretoned. Ha da sutal gant labourioù Skolioù-meur Cardiff, Dublin, Leipzig, London, Oxford, Paris, Tokyo hag all.
- Gouest on bet da zisplegañ pelec'h e kavan si, pa 'm eus roet daveennoù resis — da Vianchi-Bihan da wiriañ ha kompren, hogen ker c'hwezhet eo ma ne c'hall ket anzav emañ faziet — ur si gall brudet er bed eo kement-se, a-hend-all.
- A-du penn-da-benn gant T42N24T e savan, splann eo an displegadenn a ro. Setu amañ un den a oar lenn levrioù yezhadur brezhonek.
- M'am bije bet c'hoant da lavarout eo an anv em bije skrivet gaou, rak meur a anv zo. Mard eus meur a anv (daveenn ebet er pennad diwar-benn Stella Maris evel lesanv ar Werc'hez Vari, ret eo d'al lennerien krediñ Bianchi-Bihan), e oa rekis skrivañ E Breizh evel e meur a vro ez eo unan eus an anvioù hag a vez graet eus ar Werc'hez Vari, daoust pegen pounner eo ar frazenn ("hag a vez graet eus" > a roer d'ar W. V., tra ken). Evidon da gaout lagad ar c'hoz em eus merzet ez eo bet kemmet ar frazenn, met chomet eo ar fazi.
- An hevelep fazi c'hoazh : n'eo ket ur rener eo ar ger anv. > n'eus ket ur rener eus ar ger anv. Brezhoneg kamm adarre.
- Hag echuiñ gant un taol dismegañsus all.
- Daou dra am souezh amañ : a) a-hed an amzer e vez lezet Bianchi-Bihan d'ober fae war an implijerien all ha d'o zagañ a-hed hag a-dreuz hep arguzenniñ en un doare onest ha didroell ; b) lezet e vez da embann pennadoù peuztroet ha dizave en ur brezhoneg kamm e yezhadur — n'eur ket aotreet da reizhañ, war a hañval.
- Petra bennak ma embann pajennoù a-vil-vern, moñsennoù goullo ha dizave ar pep niverusañ anezho, emañ Bianchi-Bihan o kas ar Wikipedia brezhonek d'an traoñ hag o kas danvez-kenlabourerien a-ziwar-dro ar raktres-mañ. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 10 C'hwe 2013 da 21:22 (UTC)
Displegadur ebet c'hoazh: un daveeenn hepmui n'eo ket un arguzenn. Fentus eo gwelout unan o tamall d'ar re all ober ar pezh a ra: tagadennoù personel (difennet goñs) hep arguzenn. War a seblant ne gav ket mat hon aotrou/itron brezhoneg ar re all, ne ra ket kemm etre rener ha doareenn, hag e lenn em gerioù traoù ha n'em eus ket skrivet: feiz fall pe dallentez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2013 da 06:32 (UTC)